Un nebeud sizhunioù zo, d’an 22 a viz Mae, oa bet Sonadeg Bugale Kreiz Breizh war al leurenn Glenmor ba Karaez.
Marteze ho poa kemeret perzh er raktres hag ho poa kanet a-hed ar bloaz evit ar sonadeg-mañ !
Un dra gaer eo. Tost da 300 bugel war al leurenn, tro-dro 12 skol eus Bro Kornôg Kreiz Breizh oc'h en em vodan bep eil bloaz evit kanañ kanaouennoù e brezhoneg asambles. Bez zo bugale eus skolioù Diwan ha Divyezh !
Bet oamp o welet ar vugale hag o c’helennerezed a-raok ar sonadeg.
E Bro-Dreger zo ur gêr, Bear hec’h anv. ‘Barzh ar gêr-mañ zo ur straed, barzh ar straed zo ur skol. ‘Barzh ar skol-mañ zo ur c’hlasad bugale CE1/CE2. Tangi Yekel o skolaer.
Asambles o deus prientet abadennoù a bep seurt, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha kanaouennoù. Chañs hon eus bet o vont da enrollan anezhe ha chomet omp o klakennin gante.
Selaouit !
Setu eil lodenn eus istor Itron Vizer, e Brasparzh bepred!
Soñj ho peus eus istor an Eured vein tro Chapelig Sant-Mikael ? Hag eus ar wezenn avaloù burzhudus, hini n’oa frouezh poeson eus un tu ha frouezh evit pareañ eus an tu all ? N’eus forzh peseurt hini ‘oa klañv a c’halle debriñ un aval eus ar wezenn-se ha yac’h pesk teue da vezañ. Pezh zo o deus kroget ar re-gozh da gaout disfiziañs !
Hag ho peus gwelet ar gwez en o bleuñv? Ha klevet c’hwez ar bleunioù kentañ ? Deuet eo ‘maez ar gwenan, ar sardon, ar balafenned.
Ne vez ket gwelet ken aeset-se met buhez zo e-barzh an douar ivez ! Da lâret eo, hep an ekosistem zo dindan hon zreid ne vije ket eus an natur zo tro-dro dimp sur-mat.
War hon c’hluch neuze, deomp da sell ouzh an douar, da furchal ‘barzh, da glevout anezhi !
E Ti ar C’hoadoù emaomp, asambles gant Valentin!
Soñj ho peus eus Maëlle, ar plac’h zo o labourat e Dour ha Stêrioù ?
Bet ‘oamp oc’h adwelet anezhi ba Benac’h evit bisitañ Akwarium Dour ha Stêrioù ganti.
Ul lec’h bev, gant pesket dour dous a red betek ar mor. Diskouezet he doa dimp Maëlle tout ar pesked bihan hag ar pesked bras a zo eno.
Lakait ho potoù, ha deomp da Venac’h, e-kichen stêr ar Gwig hag al Leger. Hiziv ‘vo kaozeet eus kelc’hiad an dour asambles gant Maëlle eus Dour ha Sterioù Breizh ! Ur c'hoari zo e-barzh!
Hag un istor skrivet ha kontet gant Riwal Georgelin!
Salud deoc’h tout bugale !
Arri eo an heol ar sizhun-mañ, abaoe pell zo n’hon oa ket gwelet anezhañ ! Hiroc’h-hirañ an devezhioù ivez hag a-benn nebeud e vo miz Meurzh dija ! N’eo ket echu ar goañv toutafet koulskoude !
Hirie e tistroomp gant Valentin, eus Ti ar C’hoadoù. Gantan oamp aet o kerzhout war roudoù ar bronneged, al loened a ro laezh hag a blij dezhe kousket kalz kalz kalz e-pad ar goañv.
N’int ket dihunet tout c’hoazh me lâr deoc’h !
Istor Michou ar c'hazh gant Awen Plougoulm