Un abadenn un tamm ispisial a roan deoc’h da selaou hiziv ! Ar sizhun baseet oan diskennet gant skalieroù ar radio betek arriout, en traoñ tout, en ur gambr fort kozh. Hag a daol trumm on bet soubet e-barzh kasedigoù kozh, da lâret eo, teñzorioù RKB. Ar re-se a servije da enrollañ mouezhioù an dud ha sonerezh gwech-all. Ha, koachet e-mesk ur bern reoù all, bez’ oa unan ‘oa skrivet warnañ : Istorioù evit ar vugale. Kontet gant Fañch Jezekel hag Annie Ebrel. Enrollet e Sant-Nigouden d’ar 26 a viz Meurzh 1986.
Ha Yao !, distroet d’ar gêr da selaou anezhe.
Kinnig a ran deoc'h selaou Kabellig Ruz kontet gant Fañch Jezekel hag ar c’havr hag he mennoù-gavr gant Annie Ebrel.
N’eo ket gwall brop ar son, skuzit ac’hanon. Evel tout an teñzorioù kozh, ar c’hontadennoù kozh-se o deus bevet kalz hag arriet int skuizh un tammig.
Ur gontadenn nevez e vo roet deoc’h da selaou hiziv e Kokennig ar Son ! E-barzh ur rouantelezh propig a-walc’h, betek re marteze, e arruas eus lec’h all un aerouant…
Awenn Plougoulm a gonto deoc’h an istor-mañ.
Sonerezh :
Le carnaval des animaux : La marche royale des Lions ha La Volière.
La Vagotte gant Gilles Le Bigot.
A-benn kompren penaos e ya en dro ar milinoù, lec’h ma vez graet bleud, e oa bet bugale Kreizenn Dudi Ti ar Vro Gwengamp o pourmen tro-dro da Venac’h. Asambles gant Maëlle eus Dour ha Stêrioù o doa graet maketennoù milinoù-dour ha lakaet anezhe e-barzh ar wazh-dour. Bet oamp o heuliañ anezhe evit kompren penaos e vezont savet.
Salud deoc’h tout bugale ! Un abadenn war ar gwez a ginnigan deoc’h evit sizhun diwezhañ ar bloaz a-raok ar vakañsoù !
Penn-kentañ an Nevezamzer oamp bet o welet Valentin ba Ti ar C’hoadoù, goût a rit. Hennezh n’oa displeget dimp gouennañ ar gwez. Gantañ hon oa graet tro ar park, selaouet an evned ha sellet eus ar gwez. N’hell ket ur wezenn gouennañ hep sikour ur wezenn all. Ha penaos an diaoul e reont neuze ?
Un nebeud sizhunioù zo, d’an 22 a viz Mae, oa bet Sonadeg Bugale Kreiz Breizh war al leurenn Glenmor ba Karaez.
Marteze ho poa kemeret perzh er raktres hag ho poa kanet a-hed ar bloaz evit ar sonadeg-mañ !
Un dra gaer eo. Tost da 300 bugel war al leurenn, tro-dro 12 skol eus Bro Kornôg Kreiz Breizh oc'h en em vodan bep eil bloaz evit kanañ kanaouennoù e brezhoneg asambles. Bez zo bugale eus skolioù Diwan ha Divyezh !
Bet oamp o welet ar vugale hag o c’helennerezed a-raok ar sonadeg.
E Bro-Dreger zo ur gêr, Bear hec’h anv. ‘Barzh ar gêr-mañ zo ur straed, barzh ar straed zo ur skol. ‘Barzh ar skol-mañ zo ur c’hlasad bugale CE1/CE2. Tangi Yekel o skolaer.
Asambles o deus prientet abadennoù a bep seurt, pezhioù-c’hoari, barzhonegoù ha kanaouennoù. Chañs hon eus bet o vont da enrollan anezhe ha chomet omp o klakennin gante.
Selaouit !
Setu eil lodenn eus istor Itron Vizer, e Brasparzh bepred!
Soñj ho peus eus istor an Eured vein tro Chapelig Sant-Mikael ? Hag eus ar wezenn avaloù burzhudus, hini n’oa frouezh poeson eus un tu ha frouezh evit pareañ eus an tu all ? N’eus forzh peseurt hini ‘oa klañv a c’halle debriñ un aval eus ar wezenn-se ha yac’h pesk teue da vezañ. Pezh zo o deus kroget ar re-gozh da gaout disfiziañs !
Hag ho peus gwelet ar gwez en o bleuñv? Ha klevet c’hwez ar bleunioù kentañ ? Deuet eo ‘maez ar gwenan, ar sardon, ar balafenned.
Ne vez ket gwelet ken aeset-se met buhez zo e-barzh an douar ivez ! Da lâret eo, hep an ekosistem zo dindan hon zreid ne vije ket eus an natur zo tro-dro dimp sur-mat.
War hon c’hluch neuze, deomp da sell ouzh an douar, da furchal ‘barzh, da glevout anezhi !
E Ti ar C’hoadoù emaomp, asambles gant Valentin!