Evit 10 vloaz Radio Kreiz Breizh oa bet Noelle Simon d'ober un tamm kont gant merc'hed Kroaz Taset (Sant Nigouden). Kement ha goull gante o soñj war ar radio, an abadennoù hag ar muzik blija dezhe. Ar re-mañ noa gwelet penn-kentañ tout ar radio war ar barrez Muzik: - "Clash eta Pistols" kanet gant Morau - "Roots in the air" sonet gant Iseo ha Dodosound
E 1987 oa bet aozet ur c'honkour kontadennoù gant ar CMB e Breizh a-bezh. Ar final oa bet dalc'het en Oriant. Evit ar c'hontedennoù e brezhoneg eo Aogust Kere deus Sant-Nikolaz noa gonet. Un tamm goude oa bet Fañch Jezekel d'ober un tamm kont gantañ, un digarez d'ober anaoudegezh gantañ, klevet anezhañ konto deus e vuhez, met ivez o tisplegañ ur varzhoneg bet savet gantañ hag e gontadenn bet priziet. En tamm kentañ deus e atersadenn glever anezhañ kontañ e vuhez prizoniad pad an eil brezel bed hag e varzhoneg. Muzik: - Konskried Sant Nikolaz gant Kemener/Gwilhouz - La casa del Mouradia gant Ouled El Bahdja
Aet oa Herve ar Beg da welet Lomig Donniou e miz Kerzu 84 ha Manu Kerjean e miz Kerzu 87. Savet oa kont deus an hengounioù da vare fin ar bloaz ha penn-kentañ an hani nevez. Tro ar c'herioù vize graet da gano ar ganaouenn "doni done" ti an dud. Pedet vize ivez an amezeien evit ar c'hafeoù deiz kentañ ar bloaz, un digarez da zañsal ha da gaout plijadur. Muzik: - "The gypsy princess" gant ar strollad Rue
Kostez Mael-Karaez bepred: - 2 vengleuzier o tiskouez al labour troc'hañ ha faoutañ min-glas pad ur fest ba Lokarn (06/1989) - Fin an atersadenn gant Emil Sibiril tro-dro d'ar prajoù gleb, Yvette e wreg a vez klevet ivez. (06/1993) - Un istor kontet Lea Bozeg deus Mael-Karaez pad ur c'honkour kontadennoù (1987) Muzik "Bele Beltzak" gant ar strollad Belako "5.30" gant ar strollad Kila
Muzik Dominique Jouve ha Yann Goas, "Lokarn" (Pol Huellou), Hent kozh 164 Marie-Aline Lagadig ha Klervi Rivière, "Pinard", Le chant des sardinières*** Muzik Dominique Jouve ha Yann Goas, "Lokarn" (Pol Huellou), Hent kozh 164 Marie-Aline Lagadig ha Klervi Rivière, "Pinard", Le chant des sardinières
André Raoul deus Perred François Le Gallot deus Pellann Valentin Fraboulet deus Leskoed-Gwareg Herri Le Borgne deus Seglian ouzh mikro Herve ar Beg d'an 13 a viz Here 1993. Charles Loy deus Melioneg ha Laurent Jouin ouzh mikro Noelle Simon d'ar c'hentañ a viz Eost 1992.