Petra a vo bountet er mekanik ar wezh-mañ war digarez Ar Vandenn, abadenn dielloù-son RKB ?
Ur gasetenn a zo skrivet warni anv Ivona Marzhin.
Honnezh a oa bet ganet e Sant-Mark er bloaz 1907. Bet eo bet sekretourez ar gelaouenn Ar Bed Keltiek a oa bet krouet gant Roparz Hemon e Dulenn e 1959 hag a badas betek 1971.
E 1995 e oa bet roet Kolier an Erminig dezhi en abeg d’he labour evit ar brezhoneg.
Aet e oa d’an Anaon e 2005.
E miz Kerdu 1988 e oa bet enrollet gant tud Radio Kreiz Breizh. Herie e kinnigan deoc’h selaou lodenn gentañ ar gaoz-se ma komz deus bugaleaj Roparz Hemon ha deus an endro ma oa kresket an den hag en em dommet ouzh ar brezhoneg.
Poltred - Ivona Martin gant Anjela Duval, tennet eus levrig an diskouezadeg "Ur feunteun anvet Anjela" (1991)
E miz C'hwevrer 1997 e oa bet pedet ar c'haner ha dastumer Yann-Fañch Kemener da zont da Greizenn Sevenadurel Vrezhon Roparz Hemon Gwengamp da ginnig e oberenn "Kanaouennoù Kalon Vreizh - Carnets de route de Yann-Fañch Kemener", bet embannet gant Skol Vreizh e 1996. Enrollet e oa bet ar gaoz gant Radio Kreiz Breizh ha skignet gant Noelle Simon, buhezourez e RKB.