E Ploneour-Lanvern e kaver un hangar, el lerc’h anveet ‘Kerlavar’, hag an hangar-se, ouzhpenn bezañ un ostilh d’an artizan perc’henn warnañ, a zo ivez burev ur gevredigezh, ur c’holektif nevez: Sous l’hangar. An anv, anat deoc’h, zo bet kavet gras d’an triad EDF. An tri arzour zo bet pedet gant hor c’holektif da ganañ en hangar-mañ.
An dud en em gavet er c’holektif-se o deus graet anaoudegezh an eil gant egile da vare stourm ar chupennoù melen: en em voazet o deus da chom da brederiañ asambles, da ijinañ ur bed nevez a vefe roet ennañ ar gomz d’an holl ha rannet ar galloud ingal etre pep sitoian.
N’ o deus ket bet c’hoant da sevel ur gevredigezh evel ar re all evit sachañ evezh an dilennidi abalamour int dilennidi d’ur bed ha n’eo ket chenchet c’hoazh.
Ne felle ket dezhe gortoz da gaout aotre da feurmiñ salioù er vro, na muioc’h ne felle dezhe sevel doseroù da gaout skoazelloù argant evit kinnig abadennoù liesseurt (koñsertoù, prezegennoù, emgavioù muioc’h politik….).
Kavet o deus un doare d’hen ober eeun awalac’h: d’ar gevredigezh zo ul lec’h prevez d’en em gavout, hangar Kerlavar.
Reun Quiniou, e anv he c’hamaladed eus ‘Sous l’hangar’:
Pa teu kaoz ar gavotenn e Breizh 'yeer atô da gontañ deus gavotenn ar menez peurvuiañ. Met gavotennoù all zo ivez, e-giz ar gavotenn vigoudenn. N'eo ket dispariset c'hoazh, dañset 'vez atô kenkoulz er festoù-noz hag er c'hoñkourioù.
Tunvezh Wloegen zo bet o kontañ kaoz gant ar soner Bernez Breton e Plœur, e-kichenn Pont 'n Abad. E-pad bloavezhioù eo-eñ bet oc'h enrollañ tonioù ha kanaouennoù kozh e Bro ar Bigoudenned ha goût a ra ur bern traoù deus ar gavotenn vigoudenn, ha dreist-holl istor an dañs-se.
A-hed ar sizhun e kinnigomp deoc'h dizoloiñ an diskouezadeg kinniget e Maner Kernot e Mellag e Bro Kemperle. Gouestlet eo d'ar boudoù marvailhus, erevent, morganezed, unkorneged... ur bern traoù zo da lâr diwar-benn al loened burzhudus-se a vez kavet e pep lec'h er bed abaoe kantvedoù ma n'eo ket milieroù a vloavezhioù.
Emañ Morgane Bramoullé gant Aurélie Le Déroff, en karg eus an diskouezadegoù er maner.
An diskouezadeg Boudoù marvailhus e maner Kernod zo da wel betek an 10 a viz Kerzu.
Pemp bronneg zo bet lakaet war-c'horre listennad al loened noazhus e Frañs : ar gaerell vihan, ar gaerell vras, ar mart, ar pitoch hag al louarn. N'eus kota ebet da lazhañ anezho ! Kement chaseour zo tout a c'hall tennañ warno pe trapañ anezho a-nez bezañ kontrollet.
Met n'eus ket pell zo, an SFEPM (Société française pour l'étude et la protection des mammifères) en deus goullet gant ar gouarnamant tennañ o anv kuit diwar-c'horre al listenn. Eviti n'int ket loened noazhus, ar c'hontrol eo : ar re-mañ ra vat d'an natur.
Benjamin Bouard zo bet e Plogoneg o kontañ deuzouto gant Jean-Yves Kervareg.
Bloavezhioù zo 'oa bet gounezet speredoù Yann Guillamot hag e wreg gant ar 'slow life', ar vuhez siouloc'h, furoc'h: er gegin, er ger, war an hent (mont war droad pe war velo araok soñjal er c'harr-tan). Evit derc'hel gant ar soñf filozofel, politikel hag ekologel-se int distoet eus Turkia gant an tren er bloaz paseet. Ha brav eo bet ar veaj, bravoc'h zoken.
Marteze ho peus klevet mouezh Tudi Crequer dija war skinou FBBI. Kazetenner eo bet eno e-pad 7 bloaz. Enklasker eo bremañ e skol-veur Roazhon 2, er gevrenn vrezhonek. Labouret en deus e-pad daou vloaz diwar-benn Léon Azoulay, kentañ sonskriver ar brezhoneg. E 1900 e oa bet enrollet gantañ evit ar wech kentañ tud o komz brezhoneg war ruilhennoù koar, e-pad an Diskouezhadeg Hollvedel (Exposition Universelle) e Pariz, er geriadenn vreton.
Penaos e veze enrollet an dud 120 'bloaz 'zo ha petra 'oa ur sonskriver ? Tudi Crequer a zispleg deomp diouzhtu.
Kinniget gant Metig Jakez-Vargas