E straedoù Kemper e kaver ur stal dibar, an atalier Kalon.
Ur stal staliet dibaoe dibenn miz Even e kêrbenn Kerne hag a vod arzourienezed a ginnig oberennoù oc’h adperc’hennañ un identelezh gwelet hag estetek breizhad
Azenor Le gall, asambles gant Paco Petit Coeur, a zo e penn ar raktres-mañ
Digoret eo ar stal Atalier Kalon da Veurzh da Sadorn 14 straed laenneg e Kemper ha gell a rit ivez teurel ur sell war vrav a bajenn instagram kalon_art_breton
Marin In a zo o labourat war vourzh ar Plastic Odyssey, ur vag dibar a glask kavout diskoulmoù evit adaozañ ha digreskiñ an niver a blastik bevezet ganeomp. Goude bezañ bet graet ur veaj tri bloaz dre a bed e ra bremañ ehanoù – eskaloù – e porzhioù bro-C’hall ha Breizh da ginnig disoc’hoù al labour bet kaset da benn gant ar skipailh.
En em gavet eo Liza Jakez Vargas gant Marin pa oa parket ar plastic Odyssey e Naoned.
Mousiged, deomp war vourzh !
Boudig laezh setu an anv brav bet kavet gant ar familh Le hen d’o zi-feurm laezh er Boudiguen e Kerien.
Hag an holl en tiegezh a gemer perzh er raktres diwar skouer Suzy, ar verc’h.
Ganti he deus bet tro Morgane da weladenniñ al lec’h
Da gaout muioc’h a ditouroù pe prenañ o froduioù, gell a rit teurel ur sell war o fajenn Facebook La ferme aux 10 div vaches Boudig laezh pe mont d’ar marchadoù tro dro Kemperle
Morgane Lincy-Fercot a ginnig deomp an teulfilm Championnes.
Heuliet 'vez micherourezed kozh an uzin Chaffoteaux e Sant Briec o doa savet ur skipailh mell-droad en uzin penn-kentañ ar bloavezhioù 70.
Ar skipailh-mañ a zo deuet da vezan skipailh foot plac'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.