Ar penn-sardin Yaël Kervern a zo anavezet dindan an anv Youlmouth war Youtube.
Sevel a ra ur bern videoioù ASMR evit he c’humuniezh. Heuliet eo gant ouzhpenn 9000 den hag embannet he deus dija 110 video.
Desket e vo hiroc'h war an ASMR ha bed ar rouedadoù sokial.
‘Sindrom an dic’hallusted d’en em gompren’ , sed aze an anv bet roet gant Lukian Kergoat d’ar pezh a c’hoarvez da zaou vrezhoneger aonik da gaozeal brezhoneg asambles ma n’int ket ganet er memes parrez, ma n’int ket a oad an eil gant egile, pe c’hoazh, ma n’en deus ket unan anezhe desket brezhoneg war barlenn e vamm.
Dibardon ‘vez a-wezhoù an daremprederezh e brezhoneg.
An aliesañ e vez merket sindrom an dic’hallusted gant un drol a simptom: ‘’N’eo ket ar memes brezhoneg’’, taolet d’an dud o klask kaozeal brezhoneg memestra.
Ar brezhoneger ampechet gant ar SDEG n’eo ket gouest da anavezout kement ger a zo tout e diskour an den a-dal dezhañ, sañset.
Daoust hag ur gwir sindrom eo?
Piv bennak a zo klañv gant an dic’hallusted d’en em gompren a c’hell pareañ buan eme deomp ar yezhoniour Lukian Kergoat.
Brigitte Cloareg hag he div verc’h Katell ha Gladez a ginnigo Christmas Carols, kanaouennoù evit Nedeleg e dibenn ar miz…
An abadenn gentañ ‘vo e Bannaleg er stal ‘’Le grand bain’’ d’an 28 da 6e00 noz, an eil an deiz goude, d’an 29, e Iliz Plogonneg, da 3e30 goude kreisteiz!
Gant Annaick Loizel emaomp, anavezet mat gant ar C'hemperadezed hag ar Gemperiz. Heñchourez eo Annaick, labourat a ra e Mirdi Breizh, Mirdi an Arzoù kaer hag e kêr Kemper dre vras. Kontañ a ra deomp eus he micher.
Skeudenn : [Romain Cormier] (https://commons.wikimedia.org/wiki/File:Quimper2011.png)