Lerc'h ha lerc'h

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Atalier Kalon

Atalier Kalon

21/09/2026

E straedoù Kemper e kaver ur stal dibar, an atalier Kalon.
Ur stal staliet dibaoe dibenn miz Even e kêrbenn Kerne hag a vod arzourienezed a ginnig oberennoù oc’h adperc’hennañ un identelezh gwelet hag estetek breizhad
Azenor Le gall, asambles gant Paco Petit Coeur, a zo e penn ar raktres-mañ
Digoret eo ar stal Atalier Kalon da Veurzh da Sadorn 14 straed laenneg e Kemper ha gell a rit ivez teurel ur sell war vrav a bajenn instagram kalon_art_breton


Efedoù ar sec'hor war plant ha loened Mousterlin

Efedoù ar sec'hor war plant ha loened Mousterlin

14/09/2026

Ar sizhun-mañ en abadenn Lerc’h ha lerc’h e vimp gant Lucienne Moisian pe Lulu, heñcherez natur
Ha ganti e wellimp efedoù ar sec’hor war plant ha loened tevenn ha paludoù Mousterlin


Gwennili

Gwennili

07/09/2026

Ur gevredigezh kemperad eo Gwennili hag a gas war-raok an eskemmoù etresevenadurel en Europa etre ar re yaouank etre 16 ha 25 bloaz. Erell Lhopiteau a lâr hiroc'h deomp


Plastic Odyssey

Plastic Odyssey

15/06/2026

Marin In a zo o labourat war vourzh ar Plastic Odyssey, ur vag dibar a glask kavout diskoulmoù evit adaozañ ha digreskiñ an niver a blastik bevezet ganeomp. Goude bezañ bet graet ur veaj tri bloaz dre a bed e ra bremañ ehanoù – eskaloù – e porzhioù bro-C’hall ha Breizh da ginnig disoc’hoù al labour bet kaset da benn gant ar skipailh.
En em gavet eo Liza Jakez Vargas gant Marin pa oa parket ar plastic Odyssey e Naoned.
Mousiged, deomp war vourzh !


Glad Terrug

Glad Terrug

08/06/2026

Levr nevez ar gevredigezh Eost, "Glad Terrug" gant Yann-Bêr Kemener


An ti-feurm Boudig laezh

An ti-feurm Boudig laezh

11/05/2026

Boudig laezh setu an anv brav bet kavet gant ar familh Le hen d’o zi-feurm laezh er Boudiguen e Kerien.
Hag an holl en tiegezh a gemer perzh er raktres diwar skouer Suzy, ar verc’h.
Ganti he deus bet tro Morgane da weladenniñ al lec’h
Da gaout muioc’h a ditouroù pe prenañ o froduioù, gell a rit teurel ur sell war o fajenn Facebook La ferme aux 10 div vaches Boudig laezh pe mont d’ar marchadoù tro dro Kemperle


Bagad Brieg e New-York

Bagad Brieg e New-York

13/04/2026

Clémence Ligen a gont deomp beaj skipailh Bagad Brieg e New-York.


Jeu(x) Breizh

Jeu(x) Breizh

06/04/2026

Ar sizhun-mañ e Lerc'h ha lerc'h deomp da zizoloiñ "Jeu(x) Breizh" an embregerezh krouet gant Matthieu le Pape


An teulfilm Championnes gant ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot (2)

An teulfilm Championnes gant ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot (2)

30/03/2026

Morgane Lincy-Fercot a ginnig deomp an teulfilm Championnes.
Heuliet 'vez micherourezed kozh an uzin Chaffoteaux e Sant Briec o doa savet ur skipailh mell-droad en uzin penn-kentañ ar bloavezhioù 70.
Ar skipailh-mañ a zo deuet da vezan skipailh foot plac'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.


An teulfilm Championnes gant ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot (1)

An teulfilm Championnes gant ar sevenourez Morgane Lincy-Fercot (1)

23/03/2026

Morgane Lincy-Fercot a ginnig deomp an teulfilm Championnes.
Heuliet 'vez micherourezed kozh an uzin Chaffoteaux e Sant Briec o doa savet ur skipailh mell-droad en uzin penn-kentañ ar bloavezhioù 70.
Ar skipailh-mañ a zo deuet da vezan skipailh foot plac'hed a vicher an EAG, En avant Guingamp.


Suivant Dernière