Er bloavezhioù 1960 eo bet lakaet ar gaoz e Broc'hall war an hilastaliñ evit ar merc'hed gant ar bilulenn met an hilastaliñ evit ar baotred zo ivez. Roet ez eus bet ul lañs gant ar strollad Thomas Bouloù e 2015 e Penn-ar-bed. Deuet eo da vezañ ar gevredigezh Ardecom 29 abaoe 2017 ha kinniget e vez permanansoù d'ar Sadorn kentañ ar miz e ti La Baleine e Kemper. Abaoe Miz Genver 2023 ez eus permanañsoù d'ar Meurzh kentañ ar miz e pol yec'hed Brest. D'ar 7 a viz Meurzh e vo an hini kentañ. Lomig Dantec, ezel eus ar gevredigezh, a raio war-dro.
Il a été question dans les années 1960 en France de contraception pour les femmes, notamment avec la pilule mais il existe également des contraceptions pour les hommes. Le collectif Thomas Bouloù a impulsé en 2015 un mouvement dans le département finistérien. Il est devenu ensuite l'association Ardecom 29. Des permanences mensuelles se tiennent tous les premiers du samedi du mois à La Baleine à Quimper et depuis le mois de janvier à Brest, les premiers mardis du mois au pole de santé de Brest. Elles sont tenues notamment par Lomig Dantec, membre de l'association, qui a répondu à nos questions. La prochaine a lieu le mardi 7 mars prochain.
Kazetenner ha danvez doktor skol-veur Roazhon 2 eo Tudi Crequer. Labourat a ra war an enrolladennoù kozhañ a zo bet kavet e deroù an XXved kantved. Enrollet int bet gant an antropologour ha medisin Leon Azoulay e-pad diskouezadeg etrevroadel eus 1900 e Pariz. Hag estreget an enrolladennoù-se a zo ! N'int ket bet selaouet abaoe ouzhpenn ur c'hantved na studiet a-raok.
Le journaliste et doctorant à l'université de Rennes 2 Tudi Crequer travaille sur les plus anciens enregistrements en langue bretonne qui ont été répertoriés par le médecin et anthropologue Léon Azoulay lors de l'Exposition universelle de 1900 à Paris. Plein d'autres enregistrements existent et ils n'ont pas été écoutés depuis plus d'un siècle, encore moins étudiés.
Ar miz-mañ e vez lidet tregont vloaz ar c'henkevredigezh Sked staliet e Brest. E 1991 eo bet krouet e gwirionez met daleet eo bet abalamour d'ar c'hovid. Kinnig ez eus bet darvoudoù e brezhoneg en ur gêr ne veze ket graet kement-se traoù a-seurt-se tregont vloaz 'zo. Klask a ra cheñch an traoù dibaoe. O lakaat ar gaoz war an traoù-se emaomp gant kenurzhierez Sked, Sterenn An Nedelleg.
Ce mois-ci, la fédération Sked basée à Brest célèbre ses trente ans. Elle a été fondée en vérité en 1991 mais les festivités ont été retardées à cause du Covid. Elle a proposé des évènements en breton dans une ville où l'offre était assez rare il y a trente ans. Sked cherche à changer les choses depuis. Nous en parlons avec la coordinatrice de l'association Sterenn Le Nedelleg.
D'ar 14 a viz Genver 2023 eo bet dilennet Rozenn Milin prezidantez kuzul sevenadurel Breizh. Kazetennerez, produerez, renerez bet ar chadenn tele TV Breizh, doktorez war ar sokiologiezh... Meur a vuhez he deus bet met a-viskoazh eo bet dedennet gant ar yezhoù minoraelaet ivez. O kaozeal eus he buhez emaomp asambles ganti en abadenn-mañ.
Rozenn Milin a été élue présidente du Conseil culturel de Bretagne le 14 janvier 2023. Nous revenons avec elle dans cette émission sur son riche parcours professionnel et universitaire : journaliste, productrice, ancienne directrice de la chaine de télévision TV Breizh et docteure en sociologie... Rozenn Milin a vécu plusieurs mais a toujours été intéressée par les langues minorisées.
Ne veze ket skrivet e brezhoneg, setu ar pezh 'vez klevet alies-tre. Met n'eo ket gwir. Skrivet en deus ar skrivagner ha yezhoniour Francis Favereau ul levr diwar-benn an tem-mañ. Istor ar brezhoneg skrivet adalek ar penn-kentañ betek an XVIIIvet kantved eo anv e levr. Embannet eo e ti Skol Vreizh.
Le breton n'était pas une langue écrite, c'est en tout cas ce que l'on peut entendre très souvent. Or ce n'est pas la réalité. L'écrivain et linguiste Francis Favereau prouve le contraire dans son dernier livre édité aux éditions Skol Vreizh, "L'histoire du breton écrit des origines jusqu'au XVIIIe siècle.
Labouret he deus Katell Chantreau war treuzkas ar brezhoneg er familhoù en deiz a hiziv. Peseurt mod e vez treuzkaset ar brezhoneg ha petra a vefe da lakaat e-plas en amzer dazont ? Setu tem eil abadenn Buhez. Kinniget e vo disoc'hoù he zezenn ganti ar miz-mañ e Penn-ar-bed : d'ar Sadorn 14 e vo e Kemper, d'ar Meurzh 17 e vo e Landerne, d'ar Merc'her 18 e vo e Brest ha d'ar Yaou 19 e vo e Lesneven. Muioc'h a ditouroù a zo da gavout war lec'hienn Katell Chantreau : http://www.treuzkas.net/troiad-kaozeadennou
Katell Chantreau a travaillé sur la transmission familiale de la langue bretonne aujourd'hui. Comment transmettre la langue bretonne et qu'est-ce qui pourrait être mis en place dans le futur ? Voici le thème de la deuxième émission Buhez. Elle présentera également les résultats de sa thèse ce mois-ci en Finistère : le samedi 14 à Ti ar vro Kemper à Quimper, le mardi 17 à Landerneau, le mercredi 18 à Brest et le jeudi 19 à Lesneven. Retrouvez toutes les informations sur le site internet de Katell Chantreau : http://www.treuzkas.net/troiad-kaozeadennou
Labouret he deus Katell Chantreau war treuzkas ar brezhoneg er familhoù en deiz a hiziv. Peseurt mod e vez treuzkaset ar brezhoneg ha petra a vefe da lakaat e-plas en amzer dazont ? Setu tem eil abadenn Buhez. Kinniget e vo disoc'hoù he zezenn ganti ar miz-mañ e Penn-ar-bed : d'ar Sadorn 14 e vo e Kemper, d'ar Meurzh 17 e vo e Landerne, d'ar Merc'her 18 e vo e Brest ha d'ar Yaou 19 e vo e Lesneven. Muioc'h a ditouroù a zo da gavout war lec'hienn Katell Chantreau : http://www.treuzkas.net/troiad-kaozeadennou
Katell Chantreau a travaillé sur la transmission familiale de la langue bretonne aujourd'hui. Comment transmettre la langue bretonne et qu'est-ce qui pourrait être mis en place dans le futur ? Voici le thème de la deuxième émission Buhez. Elle présentera également les résultats de sa thèse ce mois-ci en Finistère : le samedi 14 à Ti ar vro Kemper à Quimper, le mardi 17 à Landerneau, le mercredi 18 à Brest et le jeudi 19 à Lesneven. Retrouvez toutes les informations sur le site internet de Katell Chantreau : http://www.treuzkas.net/troiad-kaozeadennou
Ouzhpenn 30 vloaz 'zo en doa Jean Pouliquen kemeret e karg sevel kraou Nedeleg iliz Lambaol-Gwimilio. En iliz ez eus 31 ti savet gantañ diouzh patrom tiez ar vro ar bloaz-mañ. Ar chapel, an iliz ha ti familh Jean Pouliquen 'zo en o zouez. Ar bloaz-mañ eo e vloavezh diwezhañ a-raok reiñ penn-da-benn e raktres da gumun Lambaol-Gwimilio.
Jean Pouliquen a pris en charge la mise en place de la crèche de Noël au sein de l'église de Lampaul-Guimiliau il y a plus de trente ans. A l'intérieur de l'église se trouvent 31 maisons qu'il a lui-même fabriquées, parmi lesquels des bâtiments du coin tels que la chapelle, l'église et la maison de sa famille. C'est cette année, en 2022, la dernière fois qu'il s'en occupe avant de confier intégralement son projet à la commune de Lampaul-Guimiliau.
E Miz Here en doa kinniget ar beleg, kantikour ha skrivagner Job an Irien ur brezegenn e kreizenn speredel Minihi Levenez 'zo e Trelevenez diwar-benn degas ar vroioù keltiek e-barzh ar feiz kristen. Kaoz 'zo eus an tem-mañ gantañ en abadenn Buhez.
Le prêtre, le compositeur de cantiques et écrivain Job an Irien a tenu une conférence sur l'apport des pays celtiques dans la foi chrétienne bretonne au mois d'octobre dans le centre spirituel Minihi Levenez à Tréflevenez. Nous discutons de ce thème avec lui dans cette émission Buhez.
E 1972 eo bet krouet ar gevredigezh Dastum e Breizh. Dastumet e vez koñtadennoù ha kanaouennoù e Breizh Uhel hag e Breizh Izel. Kalz a zarvoudoù a zo bet aozet a-hed ar vloaz hag ur veilhadeg a vo d'ar Gwener 16 a viz Kerzu e Lesneven aozet gant Dastum Bro Leon ha Ti ar Vro Leon. Prezidant Dastum Bro Leon Kristof Nikolaz a zo deuet da gaozeal eus an dra-se ouzh mikro RCF Penn-ar-bed.
L'association Dastum a été fondée en 1972, il y a cinquante ans, en Bretagne dans le but de conserver le patrimoine oral en Haute-Bretagne ainsi qu'en Basse-Bretagne. De nombreux évènements ont eu lieu tout au long de l'année pour célébrer le travail de Dastum. Une veillée organisée par Dastum Bro Leon et Ti ar Vro Leon se tient le vendredi 16 décembre à Lesneven. Le président de Dastum Bro Leon, l'association locale de Dastum dans le Léon, est venu en parler au micro de RCF Finistère.