War hentoù an antroposen

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

289-Aval Newton (2)-2026-11

289-Aval Newton (2)-2026-11

13/03/2026

Eil kronikenn diàr-benn "afer" aval Newton. Gwir pe gaou? N'eo ket sklaer tamm ebet ha moarvat ne vo ket james gouiet ar wirionez.
Sonennoù:
"Ar wezenn avaloù", Alan Stivell
"Isaac Newton", Artichoke


288-Aval Newton(1)-2026-09

288-Aval Newton(1)-2026-09

28/02/2026

Un aval eo a zo bet cheñchet getañ hent an dazont àr dachenn ar fizik en 17vet kantved. E maner Woolsthorpe(Bro Saoz), lec'h ma oa Newton é chom ,e tegouezhas un darvoud a lakaas Newton da gompren perak e kouezh bepred an objedoù a-blom àr-du an douar.
[https://www.nationaltrust.org.uk/visit/nottinghamshire-lincolnshire/woolsthorpe-manor] (https://www.nationaltrust.org.uk/visit/nottinghamshire-lincolnshire/woolsthorpe-manor)
[https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Apple_first_logo.png] (https://fr.wikipedia.org/wiki/Fichier:Apple_first_logo.png)
Sonenn: Newton's Apple, Neo String Quartet (1996)


287-Hidrogen,achu an huñvre-2026-07

287-Hidrogen,achu an huñvre-2026-07

13/02/2026

Niverus eo an dud o-deus kredet start e vehe graet get an hidrogen da gemer lec'h ar petrol . An ekonomist Rifkin en-doa graet tro ar bed evit kendrec'hiñ an divizourion da vont àr hent an hidrogen ,"petrol" an 21vet kantved! Kouezhet a lost ar c'harr rac'h ar re a grede ar fablenn-se! Ret e vo dezhe - ha deomp-ni ivez - klask un hent arall.


286-Gitarour astrofizikour-2026-05

286-Gitarour astrofizikour-2026-05

30/01/2026

Sevel unan ag ar strolladoù rock brudetañ er bed, soniñ gitar ha bout leun amzer e troiadoù didermen er bed a-bezh. Hag ouzhpenn-se, kas da benn un dezenn astrofizik? Dibosubl, a gredit? Ha neoazh, bout a zo unan hag en-deus talet douzh an dae-se.
[https://spiral.imperial.ac.uk/bitstreams/e98086e0-782f-43f2-a985-f07f756fdd7f/download] (https://spiral.imperial.ac.uk/bitstreams/e98086e0-782f-43f2-a985-f07f756fdd7f/download)


285-Kabiten Entropiezh-2026-03

285-Kabiten Entropiezh-2026-03

16/01/2026

"Captain Entropy" eo titr ur bladenn a oa bet savet e 1973 get Bruce Haack , paotr donezonet-kaer àr tachenn ar sonerezh (sonerezh elektronek dreist-holl). En e sonennoù e tispleg d'ar vugale - ha d'ar re gozh ivez - traoù a bep sort a-zivout skiant.
Amañ e komz ag an "entropiezh", a zo marset unan ag ar meizadoù fizikel diaesañ da zisplegiñ -ha da gompren.


284-Carl Sagan(3)-Ar c'halander kosmek-2025-51

284-Carl Sagan(3)-Ar c'halander kosmek-2025-51

19/12/2025

Ijinet eo bet kalander "An hollved e-korf ur bloavezh" gant ar steredoniour Carl Sagan (1934-1996). Sagan a zo bet an hani kentañ é tisplegañ istor an hollved degaset da ur bloavezh.


283-Carl Sagan(2)-The pale blue dot-2025-49

283-Carl Sagan(2)-The pale blue dot-2025-49

05/12/2025

"Ar poent glaswenn". E 1990 en-doa goulennet Carl Sagan get an Nasa ma vehe tennet ur foto ag an Douar ha pa oa arruet pell pell ar sont Voyager (Tost e oa neuze eus ar blanedenn Sadorn). Àr ar foto-se e vez gwelet an Douar evel ur poent bihan, ur pik dister. Dirak ar skeudenn-se eh eus peadra da brederiañ, da soñjal en nitraigoù ma 'z omp en hollved. Pezh a ra Carl Sagan get komzoù kreñv.


282-Muzik kwantek-2025-47

282-Muzik kwantek-2025-47

21/11/2025

Douzh a seblant eh eus liammoù kreñv etre ar skrivañ algoritmoù evit an urzhiataer kwantek hag ar sonaoziñ pezhioù muzik.
[https://www.youtube.com/watch?v=8Itz5TqjeQ0] (https://www.youtube.com/watch?v=8Itz5TqjeQ0)


281-An 13vet bit-2025-45

281-An 13vet bit-2025-45

07/11/2025

Un darvoud iskis a zegouezhas e Belgia e 2003. Un darvoud a ziskouez splann deomp ne zlehemp ket bout dall é lakaat hor holl fiziañs en urzhiataerioù.
(Muzik: Laurie Anderson, "Let X = X "


280-Kimiezh evit an holl- Flaer fall e Waltham Abbey-2025-43

280-Kimiezh evit an holl- Flaer fall e Waltham Abbey-2025-43

24/10/2025

Un darvoud dic'hortoz e Waltham Abbey (e 1992) a zigas deomp un digarez da gomz a gimiezh.
[Virgulennoù son ha sonenn dibenn:“The Sulfur Blues”, Andrea Chiarini]


Suivant Dernière