Ha perak 'ta hon 'neus muioc'h c'hoant da stotaat p'hon 'neus riv ? Pa z'eo yen an amzer en deus hor c'horf UR pal, chom tomm. Evit dont a benn d'hen ober e kaso nebeutoc'h a wad da bennoù hor c'horf, bizied ha treid.
2vn evit kompren perak n'eo an holl steredennoù ar memes liv. Pa seller deus an oabl da noz hep pellseller, hep teleskop, e seblant deomp eo an holl steredennoù ar memes liv. Ul liv gwenn. Reoù zo lemmoc'h evit reoù all met gwenn e seblant holl bezañ. Padal n'eo ket ar memes liv an holl steredennoù a welomp en oabl. Gall a reomp bezañ glas, gwenn, ruz, oranjez, gwenn-glas a-wechoù... Met perak ez eus kement a livioù disheñvel gant ar stered neuze ?
Evit fardañ popcorn eo aes, em 'po deus ur gastelodenn, eoul ha greunoù mais. Lakit an eoul da dommañ er gastelodenn ha taolit ar greunoù mais. Hag an dra pouezusañ marteze : goloit ar gastelodenn evit mirout d'ar popkorn aloubiñ ho kegin ! Met n'eo ket 2vn evit kompren ur gronikenn kegin, amañ 'maomp evit kompren penaos e teu ar greunoù mais bihan ha kallek da bolotennouigoù un tamm blot !
Setu unan eus c'hoarioù ar vugale : kavout he oad e foñs o gwerenn er c'hantin. Met perak 'vez niverennet ar gwerennoù Duralex 'vez kavet el lodenn vrasañ deus ar c'hantinoù e Frañs ? N'eo ket evit dudi ar vugale siwazh met evit un abeg industriel ez eus sifroù etre 1 hag 50 e foñs ar gwerennoù.