2 vunutenn evit kompren

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

2vn evit kompren ar butun hag an alkool

2vn evit kompren ar butun hag an alkool

13/04/2023

Ul lodenn ac'hanoc'h sur mat 'neus merzhet pegen kreñv e oa ar c'hoant da vutuniñ pa ever alkool ? Ar banne bier d'ar sadorn noz a vo mare diaesañ ar sizhun evit ar re a zo o klask paouez gant ar butun, sur eo ha n'eo ket marteze. Hag ez eus ur bern tud, ne vutunont ket ken, hervezho, met ne c'hellint ket chom hep butuniñ ur sibichen pa 'vint gant an apero gant mignoned ha mignonezed. Ha perak 'ta ?


2vn evit kompren perak e c'heller mirout kig en ur sallañ 'nezhañ

2vn evit kompren perak e c'heller mirout kig en ur sallañ 'nezhañ

13/04/2023

Gras d'an holen e c'heller mirout kig 'pad mizioù ha gellet debriñ 'nezhañ c'hoazh met penaos 'ta ?


2vn evit kompren an dour gazek

2vn evit kompren an dour gazek

13/04/2023

2vn evit kompren an dour gazek Perak ez eus gaz en dour e lec'hioù zo ? Ar respont er gronikenn-mañ.


2vn evit kompren an eskern

2vn evit kompren an eskern

13/04/2023

2vn evit kompren penaos 'vez fardet an eskern e-barzh hor c'horfoù Krouidigezh an eskern a zo 'giz savidigezh an tiez, ret eo kaout ur framm da gentañ tout. Framm an eskern a zo graet gant kelligoù ispisializet a teu eus ar proteinoù. Goude-se e teu mare ar sevel mogerioù a raio d'an tiez ha d'an eskern bezañ solut !


2vn evit kompren rotadur an douar

2vn evit kompren rotadur an douar

13/04/2023

Souezhusañ tra : ne tro ket an douar gant ar memes tizh atav. 'Blam d'an dra-se ne ra ket an holl zevezhioù 24 eurvezh pe 86 400 secondenn. Met perak 'ta n'eo ket an devezhioù 24 eurvezh rik ? Perak eo chañj dichañch tizh an douar o treiñ warnañ e-unan ?


2vn evit kompren petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get

2vn evit kompren petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get

13/04/2023

Biskoazh ne oa ket bet ken bras an toull er gwiskad ozon war c'horre an Antartik e 2020, met e 2019 e oa bet ar bihanañ hon 'noa gwelet abaoe ma tiwalomp deus ar gwiskad ozon. Da lâret eo eo distabil an traoù c'hoazh evit ar gwiskad ozon. E fin miz Kerzu 2020 eo bet goloet an toull a oa b'an Antartik ha sañset e yao gwelloc'h gwellañ ma heul an holl vroioù ar reolennoù bet lakaat e plas gant protokol Montreal e 1989. Difennet eo bet implijout ar produioù chimik a skañfa ar gwiskad ozon hag a-drugarez da se e adkavimp stad orin ar gwiskad e 2060. Met petra c'hoarvezfe ma yafe ar gwiskad ozon da get ?


2vn evit kompren perak ne vrein ket ar mel

2vn evit kompren perak ne vrein ket ar mel

13/04/2023

Perak ne c'hell breinañ ar mel ? 'giz an holen, ar spisoù, an eoul olivez pe c'hoazh ar sukr, ne c'hell breinañ ar mel ha perak 'ta ?


2vn evit kompren perak e kousk al logod-dall gant o fenn en traon

2vn evit kompren perak e kousk al logod-dall gant o fenn en traon

13/04/2023

Loened souezhus eo al logod-dall, ar vronneged nemeto eo a c'hell nijal da skouer hag un dra souezhus all, o mod da gousket : eilpennet ; ar penn en traon, o favioù en nec'h.


2vn evit kompren ar jiletennoù harz-tennoù

2vn evit kompren ar jiletennoù harz-tennoù

13/04/2023

Ar jiletennoù harz-tennoù, 'giz ma vez komprenet gant o anv, a zo graet evit gwareziñ an den a wisk 'nezhi ouzh tennoù ur bistolenn. Met penaos e c'hell ur jiletenn herzel ur volotenn metal kaset en aer da 400 metrad ar secondenn ?


2vn evit kompren perak e varv ar gwenan goude bezañ flemmet

2vn evit kompren perak e varv ar gwenan goude bezañ flemmet

13/04/2023

Setu, deuet en-dro ur bern amprevaned en hol liorzhoù hag en o zouez ar gwenan ! An amprevan du ha melen, blevek. N'int ket tagus 'nezho met flemmañ a rint evit gwareziñ ar ruskenn hag o c'hoarezed. Hag en ur ober e varvint. Perak 'ta ?


Première Précédent Suivant Dernière