En abadenn e vez kavet un atersadenn gant Mikael Le Bihannic diàr-benn gouel 10 vlez Bretagne Culture Diversité. Lakaet e vez ar gaoz àr abadenn Brezhoweb "Made e Breizh" hag evit achuiñ e vez kaoz a Yoran Embanner e eil lodenn pennad kaoz ar sizhun.
Evit devezhioù ar glad 2022 eo bet choazet un tem : ar glad padus. Un tem ledan lec'h ma c'hell neb hini kinnig pezh a gari. Evit mirdi skol Botoha eo bet choazet lakaat ar viz war lastez ar skol gwechall. Peadra da soñjal war ar pezh a vez graet bremañ ha da chom uvel war tout an traoù "nevez" kinniget bremañ evit kaout ur skol propoc'h.
Cédric Binet a labour 'ba mirdi ar skol e Botoha abaoe 10 vloaz, kontañ 'ra deomp pezh avo kinniget evit devezhioù ar glad hag e sell war ar sujed-mañ.
En abadenn e vo klevet ar gronikenn Peseurt mod 'vez lâret gant Bernard Cabon o komz deus brezhoneg Bro Dreger vihan, da c'houde ur reportaj gant Laetitia Fitamant a zo bet o welet Quentin Puech, bet adpaket embregerezh troc'hañ koad e dad hag a aoz ur gouel evit lidañ an 40 vloaz, Keleier ar Vro gant Tunvezh Wlagen-Grandjean, trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Yoran Embanner o kontañ ar choaz a reont o embann levrioù o pleal gant istor ar Broadoù hep Stad hag ar gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo gant Benjamin Bouard o komz deus Herodote.
Sonerezh : O'tridal, Amsterdam Klezmer Band, Timothée Le Net Quartet.
En abadenn-se e vez klevet un atersadenn gant Jean-Daniel Bourdonnay e-keñver raktres kresk mengleuz andalouzit Groñvel. Klevet 'vo ivez ar gronikenn "ur blantenn un istor" a-ziàr an turc'h (pissenlit e galleg flour), lodenn gentañ pennad kaoz ar sizhun diàr-benn ar metanizer a c'hallhebout stalliet e Ploufragan, hag ar gronikenn "dastum" a-ziàr mouezhioù ar vugale oa bet enrollet.
En abadenn e vez klevet Florent Grouin e-keñver program blead skol Brezhoweb, un atersadenn diàr-benn yezhoù Bro Suis, eil lodenn pennad kaoz ar sizhun gant Annie Gwilhoù àr raktres stalliañ ur metanizer e Ploufragan, hag ar gronikenn "Tamm ha tamm 'vez groet he bragoù da Chann" a-ziàr istoer gwirioù ar maouezed.
En abadenn, [ur reportaj diwar-benn fest-noz Topariti e Pleuveur Bodou] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52637) d'an 10 a viz Gwengolo, [kronikenn Barzaz kinniget gant Magali Baron deus Kuzul ar Brezhoneg, hiriv, al levr Dulenniz e oant, skrivet gant James Joyce ha troet e brezhoneg gant Herve ar Beg. ] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/52557)
En abadenn e vez kavet ur reportaj diàr-benn ar gelaouenn "displeg" nevez embannet gant TES, ar gronikenn "Barzaz" a-ziàr fotoioù zo bet tapet gant an teleskop James Webb en oabl don, hag ar lodenn ziwezhañ pennad kaoz ar sizhun e-keñver ar veskl dour dous.
Un abadenn gant pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun diwar benn metanizeur Ploufragan gant Annie Gwilhoù kenbrezidantez Haltes aux marées vertes, div atersadenn gant Gael Roblin ha Brendan Budok evit komz deus ar vanifestadeg a vo d'ar sadorn 10 a viz Gwengolo evit ma vefe lakaet Breizh 'vel un takad stenn a fed lojeiz, ar gronikenn War hentoù an Antroposen war an dour hag A-ramp war'r gomz diwar-benn buhez Reun ar C'halan.
N'eo ket tout mont da vakañsiñ war aod ar Vein Ruz 'pad an hañv, ret eo aozañ darvoudoù 'vit an dud o chom 'bar vro a-hed ar bloaz ha plantañ sevenadur Breizh pep lec'h.
Setu pezh mel labour Bleuñwenn Konan, plac'h a Berroz, deuet a-benn da gendrec'hiñ mignoned evit aozañ ur fest-noz bep bloaz e miz Gwengolo e Tavarn Krec'h Beg e Pleuveur Bodou, e traoñ ar Radom mil anavezet.
Setu he neuze o kontañ deomp petra 'vo ar fest-noz ha peseurt tro-spered a zo gante.
Fest-noz Breizh Inn : TekMao, Le Bour - Bodros, Enora & Ivona, David Pasquet, Raavni.
6e30 - 8 €
Ur valeadenn a oa bet disul 4 a viz Gwengolo kostez Groñvel a-enep kresk mengleuz andalouzit IMERYS, ur pezh embregerezh mengleuziañ a fournisa danvez d'an industriezh. Ur gerzhadeg aozet gant Réfrac'terres, kevredigezh tomm ouzh an endro a stourm enep kresk ar garierenn hag he reuzioù niverus. En soñj emañ IMERYS d'ober ur bedervet foz, un toull ouzhpenn, a-benn derc'hen tennañ andalouzit deus douaroù Gerfales, ba Groñvel. Ar meinad-se zo prizius evit fardañ produoù sañset talañ deus ur c'hwrez uhel-uhel, evel ba industriezh ar fonderezh da skouer. En Afrika ar C'hreisteiz e vez tennet andalouzit gant IMERYS ha e kreiz Breizh hend all, e lec'h ma vez tennet gant an embregerezh war-dro ur c'hard deus ar produadur bedel a andalouzit, soñjit 'ta ! Un teñzor diwallet hardî...evel a lavar demp Jean-Daniel Bourdonnay, deus ar strollad [Réfrac'terres] (https://www.facebook.com/R%C3%A9fracterres-107730572051649) ...