Ar gevredigezh Les 10 mondes, anavezet evit o festival Belle Fest e-kreiz an hañv e Benac'h a aoz evit ar wezh kentañ un nozvezh etre 6e30 ha kreiznoz evit mont e 7 stal krouerien kêr Benac'h. Baleadennoù ha kontadennoù a vo ivez da 6e30 ha da 7e30. Un doare dibar da welet Benac'h ha labour ar grouerien.
Awen Prigent a zispleg tout-se dre bellgomz.
D'ar 17 ha 18 a viz C'hwevrer 2024 e vo dalc'het ar festival foto loened. 14 fotografour.ez a zo bet dibabet gant un tem bet choazet gante, ha moullet o fotoioù en bras ha staliet e Ti Menez Are hag e kêrioù Menez Are Kumuniezh Kumunioù.
https://www.timenezare.bzh/festival-photographie-animaliere-2/
Natacha Ar Gall hag Annaig Rizio Jouanig a zo skolaerezed e skol Logunec'h ha displegañ a reont deus mikro Enora Molac penaos n'em breparont evit ar C'han ar Bobl.
Ur gronikenn Daouarn ha Pri e stal boderezh Awen Prigent evit kompren spered ar poder pa vez 20 % deus pezh a lak er forn faotet ha deus doarelabourat Awen pa vez o kompoziñ tresadennoù war-eeun war e tassoù.
Keleier ar Vro hag ar bed kinniget gant Yuna Cojean
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant tri labourer douar o reiñ o soñj war pezh a dremen el labour-douar mare-mañ. Hiriv e roont o soñj war al louzeier.
Emañ an droiad filmoù-bev evit ar vugale o vont da gregiñ a-raok pell. Colin Rousseau a zo e servij keodedel e Daoulagad Breizh hag aozet en deus an emvod kelaouiñ gant an holl tier-vro e Karaez evit komz deus an daou film bet choazet.
Ar gronikenn Barzhaz war al levr Karnak, evit ar grennarded bet skrivet gant Goulc'han Kervella.
Keleier ar vro hag ar bed gant Tomaz Laken
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Serj Falezan deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean evit komz deus c'hoari poblel war ar maez na vez ket komzet kalz dionte.
Un atersadenn gant Monica Hernandez deus mikro Metig Jakez Vargas. Honnezh a zo deus bro Ekuador ha kontañ a ra deomp he sell war ar feulster o vont war greskaat en he bro genidik.
Pedervet sizhun an Ultim Challenge, ar redadeg war vor dreuz ar bed gant trimaran kontet deomp gant Marin In
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Tomaz Laken
Pedervet lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Serj Falezan o kontañ perak eo ken pouezus dezhañ ar c'hoarioù poblel war ar maez.
Filaj Lokuon: Yannig Doujet ag ar gevredigezh Kafe Bara Amonenn a zo deuet er studio evit kontiñ kaoz ag an afer, da glevout e penn kommañs ar podkast-mañ. Emgav da 2e30 e Skol-gozh Lokuon a benn Disul.
Adkavit ivez an tri labourer-douar: Olivier Charles, maer Bulat ha labourer-douar a oa kreiz an hent e Kallag o sevel ur c'hleuñv gant peizanted an FDSEA, Loeiz Stervinou ha Loeiz-Pêr Ar c'hraz, labourerien-douar war o leve, a oa int war kroazhent tro Karaez gant ar C'honfederasion Peizant. Gint 'lâr hirroc'h hiriv a-ziàr o sell àr ar sindikadoù hag ar feson m'o deus ar peizanted da gavout o flas e-touesk ar gevredigezh hag e-touesk ar strollad peizant tro-dro dezho. Pennad-kaoz ar sizhun a skigner a dammigoù bemdeiz e-pad ar sizhun a-bezh. Ur sujed kaset get Tomaz Laken & Maëlle Ausias (RKB).
[Aterset oa bet Gwenole Larvor] (https://www.brezhoweb.bzh/Gwenole-larvol-treuzkas-yezh-pennad-kaoz_fiche_4254.html) àr e dezenn a-ziàr ar skol & ar brezhoneg e Pennad-kaoz abadenn Brezhoweb. Muioc'h get Florent Grouin, karget ag ar produiñ.
Keleier ar vro & ar bed get Erwan Blanchard. Un abadenn buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi.
War ar c'hrennardezed e c'heller kontiñ. Elouanne a zo liseadez e ketañ klas e Diwan Gwened. Muioc'h geti, he doa graet un disklêriadenn dirak pennoù bras ti-kêr Gwened Dimeurzh 6 a viz C'hwevrer.
Goude ar vanifestadegoù ha stankadennoù bet graet gant ar beizanted un nebeut sizhunvezhioù 'zo e kinnigomp deoc'h ar sizhun-mañ selaou tri labourer-douar: Olivier Charles, maer Bulat ha labourer-douar a oa kreiz an hent e Kallag o sevel ur c'hleuñv gant peizanted an FDSEA, Loeiz Stervinou ha Loeiz-Pêr Ar c'hraz, labourerien-douar war o leve, a oa int war kroazhent tro Karaez gant ar C'honfederasion Peizant e-skeud ur piknik aozet goude diskleriadennoù ar gouarnamant evit sioulaat ar stourm. Doareoù disheñvel neuze da welet ar mod da labourat an douar, doareoù disheñvel da welet an dazont ha da welet plas an natur en o labour.
Adkavit ivez Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneger FR3 àr Bali Breizh Disul hag an taol-mouezh e Frañs 3 Breizh.
Keleier ar vro get Anton Burel dre-eeun a Roazhon. Avel em fenn kinniget hiriv get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.
Alexandre Casseron ag [Institut du Galo] (https://institutdugalo.bzh/fr/accueil/) :
Labour kizidikaat a zo d'ober c'hoazh evit ma gomprenehe an dud emañ ar gallaoueg ur yezh da vat.
Da glevout e penn kommañs an abadenn. Komzet en doa da Radio Naoned goude un emvod get Ajañs Sevenadurel Breizh e Liger Atlantel.
Sachiñ àr ar gordenn a vo diskouezhet e-pad an hoarioù Olimpeg, e Pariz an hañv-mañ. Muioc'h get prezidant Kevredad sportoù ha c'hoarioù Breizh Serj Falezan. Pennad-kaoz ar sizhun-mañ a zo kinniget get Tunvezh Wloeguen-Grandjean.
Ur bonnreizh nevez a zo e Bro Chile. Ha neventioù talvoudus àr an dachenn politikel. Muioc'h da glevout e kronikenn Las Entrevistas Maëlle Ausias (RKB).
Buhezet oa an abadenn-mañ get Enora Molac dre-eeun a Bondi (RBG). Keleier ar vro & ar bed kaset get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Bloneis (Radio Kerne).
Emañ sezon ar c'hoñkourioù e krogiñ, abretoc'h evit kustumm! Neventioù Kerlenn Pondi & disoc'h lez-varn galv Roazhon a-ziàr un afer perc'hennidigezh ur werzenn da glevout get prezidant ar Gerlenn Eflamm Louis.
Gwelet e vo unan deus sportoù Breizh er C'hoarioù Olimpek e Pariz : sachañ war ar gordenn ! N'eo ket e touezh ar sportoù ofisiel e vo sachet war ar gordenn evel just : e kêriadenn ar c'hoarioù eo e vo diskouezet d'an holl dud o tremen. Displegadurioù Serj Falezan àr ar gevredigezh Sportoù ha C'hoarioù Breizh evit eil tamm an heuliad-mañ. Setu-eñ an den pedet ar sizhun mañ e Pennad-kaoz ar sizhun, doc'h mikro Tunvezh Wloeguen Grandjean.
Adkavit ivez Lenn par gwir par gaou, kinniget get Padrig Drean. Neventioù Brezhoweb a vo da adkavout a benn Dimeurzh 13 a viz C'hwevrer en-dro.
Keleier ar vro hag ar bed get Anton Burel. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi.