Loeiz Bellec a lar deùw abadènn àr henteùw eun antroposènn a djer ar priz nobèl kimiezh (299), met euwé a djer ur goulenn simpl : daoust ha kléweut vé RBG get eun extadouariz ? (300)
Keleier ar vro : Anton Burell.
Un atersadenn kaset da benn get Gaelle Dubot, he doé beut groeit ur staj i RKB deùw vlé 'zo.
Emision kampennet get Guigner Bauché
Klez Brandar, arzour anezhañ, a zo o chom e Prhah, e Bor Tchekia, abaoe dek vlah. Honnezh a gont deomp deus ar vuhez du-hont ha deus e labour arzour.
Ul labour ispisial he doa graet Marie Noelle Le Rolland, deus Lanvillin, er bloavezhioù5 0 : ar c'hentañ monitourez skol-vleniañ oa bet e Roazhon !
Mankout a ra dour, ha glav ebet abaoe mizioù ! N’eo ket esperniet Breizh gant chenchamant an hin. Deus se eo kistion gant Maïwenn Raynaudon, penn- redaktourez ar gelaouenn Bretons.
Keleier : Metig Jakez-Vargas
Teknik : Sahel Frangeul
Buheziñ : Yann Boishardy
Ur reportaj er manifestadeg e Gwengamp Diriaou tremenet, da geñver an devezh harz labour : klevet e vez Sylvain, a zo war e leve , Maïwenn, skolaerez anezhi, Gaelle a zo o klask labour, Thierry, produer avaloù war e leve met ivez Valentin, animatour natur, ha Yuna liseadez.
Hag en eil lodenn an abadenn, un atersadenn kaset da benn gant Gaelle Dubot, en doa bet graet ur staj e RKB daou vloazh zo hag en doa da bet tro da atersiñ un amezegez dezhi e Lanvillin, Marie Noelle eo an hini eo.
Keleier : Benjamin Bouard
Teknik ha buheziñ : Yann Boishardy
Komzomp a stad an Euskareg get Pierre Gichaoua, doc'h mikro Aodren Trehin a Radio Breizh. Admouezhiet eo bet get Guillaume Thiery.
Klevet vo Yann Guicheteau ivez, div wezh hiniv dre ma oe hatz-labour dec'h, ha daet eo en-dro kronikenn Splann, get Caroline Trouillet hag Enora Molac a Radio BOA.
Hag e-kreiz hous abadenn: keleier ar vro, get Aodren Trehin.
Abadenn animet get Emrys van Seventer
Etienne Cabaret deus ar gevredigezh War An Toennoù. Stourm a ra ar gevredigezh-mañ deus ur raktres produiñ tredan gant panneloù heol war c’horre douaroù labour-douar,e Rostrenn.
Bannoù treset e Breizh, ur pennad da lenn er gelaouenn Bretons. Muioc'h gant Maïwenn Raynaudon, penn redaktourez anezhi.
Eil lodenn pennad kaoz ar sizhun gant Yann Guicheteau, deus Baod, bet skolaer e Diwan.
Keleier : Benjamin Bouard
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy
Solidarité Paysans, ur gevredigezh a ro sikour d’ar beizanted, d’ar peizantezed abaoe 30 vloazh. Benjamin Bouard en deus aterset Robert Nicolas, a youl vat evit ar gevredigezh.
Pennad Kaoz ar sizhun : Yann Guicheteau a zo sot gant sevenadur Breiz, pe vefe gant ar yezh, gant an dañs pe gant ar sonerezh. Guigner Bauché, deus Radio Bro Gwened a zo bet da atersiñ anezhañ.
Deiziataer ar miz war Brezhoweb, gant Florent Grouin
Keleier : Anton Burel
Buheziñ ha teknik : Yann Boishardy