Selaou Selloù

Radio Kerne

Lien copié dans le presse papier.

Re ziwezhat gant Goulc'han Kervella lennet gant Yann Fulub Dupuis

Re ziwezhat gant Goulc'han Kervella lennet gant Yann Fulub Dupuis

12/04/2023

Bezañ lesbianez e Bro Leon gwezhall. Un tech diansavabl evit Liz Salou. Heulit buhez ar leonadez e lennadenn ar sizhun mañ. Tennet eo an destenn "re ziwezhat" eus un dastumad danevelloù anvet Dre ar prenestr gant Goulc'han Kervella embannet e ti Al liamm e 2006. Un destenn kriz ha kizidig dibabet ha lennet gant Yann Fulub Dupuis.


Ul labous a varver gant Yvon Krog lennet gant Loik Jade

Ul labous a varver gant Yvon Krog lennet gant Loik Jade

12/04/2023

Ivon Krog (Poullann 1885-Brest 1930) a oa ur skrivagner brezhonek eus ar C'hab. Unan eus hor gwellañ skrivagnerien-bobl e oa. Dibabet eo bet an destenn ul labous a varver db troioù kaer Mazheouig, ar barver yaouank gant Loik Jade


Huchadennoù Leo gant Jérome Ollivry lennet gant Mich Beyer

Huchadennoù Leo gant Jérome Ollivry lennet gant Mich Beyer

12/04/2023

Bez 'zo eus ul lennegezh vrezhonek, skrivagnerien mil vrudet met ivez skrivagnerien nevez. gant testenn unan anezho e vimp an deizioù da zont. Klevet a rimp un danevell gant Jerome Olivry anvet Huchadennoù Leo a oa bet embannet e niverenn 397 A Liamm. Skrivet a-ziwar ur ganaouenn gant ar strollad les VRP anvet Leo. Lennadenn gant Mich Beyer.


Ar forzhioù a gomz gant Eve Ansler,  Ninnog Latimier.

Ar forzhioù a gomz gant Eve Ansler, Ninnog Latimier.

12/04/2023

Arouez stourm ar feministelezh, eo bet troet Ar forzhioù a gomz, pezh c'hoari Eve Ansler e 46 yezh . E Brezhoneg ivez evel just. Kaset da benn al labour gant Ninnog Latimier. Ur pezh c'hoari meur eo ar Forzhioù a gomz, e bro c'hall eo bet gwelet gant muioc'h eget 800 000 den. Ur skrid diazez diwar benn gwirioù ar merc'hed. Gouzout a ra eve ansler en he skrid the vagina monologues rentañ gant fent ha from al levenez bezañ plac'h ha dreistholl ar stourm neuint ar merc'hed da ren evit bezañ dieub war dachenn o sekselezh un eurvezh hanter asambles gant Ninnog Latimier


Ar goulenn gant Jakez RIou lennet gant skolajidi DIwan Kemper

Ar goulenn gant Jakez RIou lennet gant skolajidi DIwan Kemper

12/04/2023

An destenn Ar goulenn gant Jakez Riou lennet deomp gant Erell, Morvan, Tangi, Meltan, Malo, Gorwenal, Nolwenn Eloise ha Tifenn eus trede melen skolaj Diwan Kemper. Ul labour preparet gant o c'helnner bzg, Padrig An habask. Jakez RIou (Jacques Yves Marie). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e-barzh kumun Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e oa hag eñ yaouank c'hoazh d'ar 14vet a viz Genver 1937 e Kastell-Briant (Bro-Naoned). Pa oa daouzek vloaz e oa bet kaset da gloerdi bihan Kalon sakr Pikpus e Bro-Spagn (e Hondarribia, Bro-Euskadi). Gantañ e oa daou grennard all, Youenn Drezen ha Jakez Kerrien a oa bet merzet gant beleien o farrez dre ma oa danvez beleien enno. Skrivagnerien vrezhonek brudet eo bet deuet da vezañ an tri anezho. Mont a reas goude da skolaj Miranda de Ebro ha distreiñ da Vreizh e miz Ebrel 1918 (7 vloaz e oa chomet pell diouzh e vro). Mont a reas d'ober e goñje hag e pakas ur red-korf hag ur seurt droug-skevent e Bro-Elzas. Pa zistroas eus e goñje ez eas da lojañ e ti e c'hoar e Lokmaria-Berrien (Kerne-Uhel). Embann a reas istorioù ha kontadennoù e-barzh ar gazetenn Gwalarn (renet gant Roparz Hemon), hag e 1928 e skrivas e bennoberenn "Geotenn ar Werc'hez", a voe embannet el levr anvet "Geotenn ar Werc'hez ha kontadennoù all" e 1934.


Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 8

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 8

12/04/2023

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade


Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 7

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 7

12/04/2023

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade


Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 9

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 9

12/04/2023

IFn ar romant tenvalijenn gant Michèle Beyer, lennet gant Loik Jade


Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 5

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 5

12/04/2023

Ar romant Tenvalijenn gant Michèle Beyer rann 5


Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 6

Teñvalijenn gant Mich Beyer lennet gant Loik Jade rann 6

12/04/2023

A romant teñvalijenn gant Mich Beyer lennet deomp gant Loik Jade ar roman teñvalijenn gant michèle Beyer, lennet deomp gant Loik Jade Mich Beyer, ganet e Treboull e 1948, a zo ur skrivagnerez danevelloù ha romantoù brezhonek. Studioù war al lennegezh he deus bet graet ha bet eo o kelenn en ur skol Diwan. Ganet eo Mich Beyer e Treboull (hiziv e Douarnenez). Desket he deus brezhoneg digant he mamm, hag he zad, eñ, a ouie galleg hag alamaneg. E bannlev Pariz eo bet skoliataet betek ar skol-veur. Goude he studioù (war al lennegezh) e oa distroet da Vreizh. Ur mab he deus, anvet Klet, bremañ arzour c'hoariva ha sinema ha soner taboulinoù ouzhpenn. Kemeret he deus perzh er gelaouenn «Bremañ». Enni he deus bet tro da skrivañ pennadoù keleier ha preder diwar-benn Bro-Euskadi. Fardet he deus ivez rekipeoù ha gerioù-kroaz. Skrivet he deus ingal a-walc'h er gelaouenn «Combat Breton». Emsaverez eo bet evit gwirioù Breizh. Bremañ e skoazell an emsaverien a-bell dre ziouer a amzer ha skuizhder. Skolaerez eo bet e Diwan a-raok mont da gelennerez war ar brezhoneg evit an dud-deuet, gant Roudour, en Uhelgoad. Bet eo bet ivez n'eus ket keit-se 'zo o kelenn ar yezh da zanvez skolaerien Diwan e Kelenn e Kemper. Troourez ha difazierez eo bremañ. Mich Beyer a blij dezhi lenn, ha dreist-holl romantoù evel re Montalban pe romantoù a Vro-Indez hag Amerika ar C'hreisteiz pe c'hoazh skrivagnerien eus holl vroioù Afrika an hanternoz hag ar Reter-nesañ. Plijout a ra dezhi dizoleiñ doareoù-bevañ ha soñjal pobloù all dre al lennegezh. Ne blij ket dezhi pa vez bac'het ar skrivañ, ar skrivagner, pa n'hell ket sevel e oberenn gant frankiz. E 2009, war al Liamm[1], e kavas kriz ar skridvarnadenn a oa bet, en niverenn a-raok, enep frankiz soñjoù he mignon, Yann-Fulub Dupuy, hag e skrivas :«Daoust ha n'eo ket eno (ar frankiz da skrivañ war a bep seurt santadurioù pe degouezhioù) ivez unan eus perzhioù priziusañ al lennegezh pa ro tro deomp da rannañ, ne lavaran ket pep tra, met darn eus perzhioù denel hag eus santadurioù tudennoù disheñvel diouzhimp war dachenn-mañ-tachenn ? (...) Din-me ez eo al lennegezh evel unan eus an hentoù a c'hell kas ac'hanomp war-zu komprenidigezh ar re all, a ra da bep unan ac'hanomp mont war-raok, a ra deomp dizoleiñ ha kompren ar mil perzh hag unan a ya d'ober Mab-Den. Ne c'hell ket bezañ ur pradig klozet mat etre girzhier uhel ma ne vefe nemet ur seurt loened o peuriñ ennañ, serret start o daoulagad war ar bed. Ar re zu gant ar re zu, ar merc'hed gant ar merc'hed, an heñvelrevidi gant o c'henseurted, savomp mogerioù uhel ha chomomp etre tud dereat! N'eo ket d'am meno rentañ servij d'al lennegezh vrezhonek a vez graet gant seurt burutelladenn. Poent eo e vefe lezet honnezh da vevañ, da greskiñ ha da vezañ major. Er XXIvet kantved emaomp, poent eo dihuniñ.» Temoù he levrioù en em gav e-kreiz ar vuhez hag he c'hevrinoù. OBERENNOU: N'eus bet embannet nemet daou eus he romantoù polis, evit ar re yaouank, ar «Pennoù Koltar» (daou istor 'zo : « Ar pennoù Koltar e Menez Are » hag « Ar pennoù Koltar war an enez »), embannet gant An Here e 1993 hag e 1991. Pellik 'zo e oa bet embannet div pe deir danevell gant Skrid. Kenlabouret he deus ivez gant an Here evit treiñ «La maison du peuple» skrivet gant Louis Guilloux. Traoù all he deus skrivet met chomet int ganti evit ar poent rak c'hoant he defe la labourat warno c'hoazh daoust dezho bezañ bet skrivet pell 'zo. Barzhonegoù he deus skrivet ivez. Loreet eo bet Mich Beyer e 2007 gant Frañs 3 evit al levr «Seizh devezh warn-ugent», e 2008 gant Priz Langleiz evit he romant "Etrezek an enez" ha nevez zo gant Unvaniezh Skrivagnerien Vreizh, Priz Per Mokaer 2010 en avani d'he levr "Kan ar Mein" embannet gant An Alarc'h.