Un danevell gant Annie Coz tennet eus an dastumad danevelloù Bili er Mor. bet priziet evel skrid gwellañ 2015 gant Fr3. Ul lennadenn gant Loik Jade Bili er mor, un dastumad danevelloù dic'hortoz, diwar-benn ar vuhez hag ar marv, ar yaouankiz hag ar gozhni, ar c'hrouiñ hag ar garantez. Tudennoù faltazi, kaset-degaset gant fromoù gwir, gwallgaset gant froudennoù o flanedenn, ha red an Istor. Kriz a-wechoù, fromus bepred, fentus alies, istorioù sederaus a ginnig annie coz en he oberenn gentañ. Brezhonegerez a-vihanik eo an aozourez, er Vro Vigoudenn eo bet ganet ha desavet, blaz ar bigoudenneg zo war he yezh.
An danevell e kreiz an noz skrivet gant goulc'han Kervella zo lennet deomp gant Morwenna Audig. Un destenn war savpoent an dud da geñver ar bzg. hini ar re gozh, aet war ar galleg abaoe pell ha disachet bremañ gant tud yaouank sa komz en dro yezh o yaouankiz.
Un danevell polis skrijus evit cheñch un tamm. met atav e touesk an testennoù diwar ebnn an heñvelreizhiadelezh dibabet gant Yann Fulup Dupuy. Deskiñ a rimp pegent pegus e c'hell bezañ an traoù kriz bet bevet er vugaleaj. An danevell mañ anvet an amprevanoniour zo bet embannet en dastumad ar roc'h gant an Alarc'h e 2009. Adkaat a reomp enni pluenn ampart hag ijin birvidig ar skrivagner yaouank.
hag ar buzug o c'hwitellat zo bet skrivet gant Yann Gerven, kelenner ha skrivagner, ganet e plogastell daoulaz ha bet paket gantan ar priz Langleiz evit e romant Brestiz o vreskenn. Hag ar buzug zo bet embannet e 2005 gant Al Liamm Un destenn didabet ha lennet deomp gant loik Jade. "Burzhudoù" a c'hell c'hoarvezout pa vez staliet ur greizenn nukleel en ur vro, evel ba Brennilis lec'h vez galloudoù dreist ordinal gant ar boblañs.
An destenn Elena zo bet embannet en dastumad ar roc'h gant an Alarc'h e 2009. Adkaat a reomp enni pluenn ampart hag ijin birvidig ar Yann Fulup Dupuy. Un destenn gouestlet d'ar re a bourchas mein d'ar vugale evit sevel ti o faltazi. Disavet eo bet an haroz e maner e familh gant ar vatezh, mamm elena. ur wezh marvet e voereb yaouank en deus eñ divizet derc'hel ar maner, ha chomet eo elena da vevañ ha da labourat en ti noblañs, dont a rae eñ endro ken alies ma c'helle, da dremen amzer gant e vatezh dous ha feal chomet dizimez daoust d'he c'hened&
An destenn an enklask a ginnigan deoc'h selaou, un danevell skrivet ha lennet deomp gant Yann Fulub Dupuy. skrivagner yaouank founnus, embannet gantañ studiadennoù, danevelloù, pezhioù c'hoari ha romantoù. Klanv eo gwenole. O c'hortoz eman en ospital e vefe kavet ur galon da rein dezhañ. pezh zo e dle ar galon-se bezañ kemeret d'unan bennak a boan falc'het gant an ankou. Setu ar glanvdourien o chench kambr dezhañ. Rannañ a raio e gambr nevez gant Franseza ur vigoudenn klanvoc'h evitañ c'hoazh
Dre ar prenestrn, un danevell skrivet gant goulc'han kervella hag embannet en ur bodad testennoù anvet ivez dre ar prenestr, ul levr embannet gant al liamm e 2006. Un destenn vev war an henvelreizhiadelezh, a lako yann selaouer da brederiañ war ar frankiz, an digenvez ha dreist holl war ar ragsonjoù flaerius chomet e penn tud zo diwar benn dishenvelderioù ar re all.
Jakez Riou (Jacques Yves Marie).oa bet Ganet e Lotei e 1899. Marvet e oa yaouank c'hoazh e 1937 e Kastell-Briant. Kenlabouret 'neus er gazetenn Gwalarn. ha skrivet berniad testennoù gantañ en o zouez ar bennoberenn geotenn ar werc'hez. Ar Run-heol a zo unan eus danevelloù Geotenn ar Werc'hez. Embannet e ti al Liamm. Bez emañ ivez e niverenn 60, Genver-Chwevrer 1957, ar gelaouenn al Liamm. un destenn dibabet ha lennet deomp gant Padrig an habask
Setu aze un destenn bev birvidik lennet deomp gant Loik Jade. Mab Kaer ar Roue gant yvon krog. Skrid orin embannet evit ar wezh kentan e stumm ul levrig gant an ti moullan gwilherm e st brieg e 1913 hag embannet en dro gant an here e 1992 N'eo ket dre ma vezer bet ganet mab da roue ar gaperien e vez c'hoant da vezan roue ar bigoudenned. Youenn atav, nevoa ket c'hoant pe kentoc'h n'en em gave na barrek na fin awalc'h. Gwelloc'h gantañ eureudiñ merc'h ar roue evit bezañ roue e-unan.