Sportoù

Radio Breizh

Lien copié dans le presse papier.

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 2

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 2

28/02/2025

Ober tro ar bed a oa unan eus an hunvreoù ‘oa maget gant Jacky Bleunven, aet diwar wel e miz C’hwevrer 1992 kerzh e veaj. Jacky Bleunven a oa ur reder yaouank a oa ganet ‘ba Plabenneg. E miz Gwengolo 1991, ur sach war e gein e oa loc’het eus « L’écume des jours », an davarn a oa dalc’het gant e c’hoar ‘ba Plabenneg, evit galoupat 50 000 km dre Europa, Azia, Afrika hag Amerika. Tro en deus bet da reuziñ Breizh, Bro-C’hall, Europa ar reter, Turkia, Iran evit en em gavout e penn kentañ ar bloaz 1992 ‘ba Pakistan, ‘ba ur rannvro anvet Balouchistan… Kontet ‘meump ul lodenn eus ar veaj gant Yvette Appere, ur vignonez dezhañ ‘ba un abadenn all. Hudu ez imp pelloc’h gant istor Jacky. Se zo kaoz e vimp gant Yvette Appere en dro met ivez gant Charlotte Bleunven, un nizez da Jacky ha gant Jean-If Breton, ur mignon bras dezhañ… Betegen ‘oa tremenet mat awalc’h ar veaj…
Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


33 bloaz zo e oa aet  ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 1

33 bloaz zo e oa aet ar reder Jacky Bleunven diwar wel e Balouchistan, rann 1

24/02/2025

Rann 1. Moarvat ‘peus klevet komz diwar benn istor Jacky Bleunven, ur paotr yaouank, ur reder yaouank en doa divizet da c’haloupat ar bed. D’ar 14 a viz Gwengolo 1991 en doa roet lans d’e veaj, ur veaj hir a 50 000 km dre Europa, Azia, Afrika hag Amerika, hag anv ar raktres a oa "Courir Le Monde". Kalzig a dud eus Plabenneg, ma oa ganet, o doa heuliet ha skoazellet anezhañ evit ma teufe e huñvre da wir. Neuze , aet Jacky Bleunven gant hentoù Breizh, Frañs, kreiz Europa, Turkia, Iran ha Pakistan m’eo aet diwar wel. Abaoe miz C’hwevrer 1992, 33 bloaz zo, ne zeus keloù ebet gantañ. Gouestlet e vo div abadenn da istor Jacky Bleunven. Hudu e vvimp gant Yvette Appere, ur vignonez d’an avanturour. Ha diwezhatoc’h e c’hallimp klevout testenioù ur mignon all da Jacky, Jean-If Breton, hag hini unan eus he nizezed Charlotte Bleunven.
Piv a oa Jacky Bleunven, ar paotr yaouank a 35 bloaz ? War ar pezh am eus komprenet e oa un den gant ur sapre personelezh evel pezh a vo kontet gant Yvette Appere deomp… Embannet eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


Maelig Ronvel: studier STAPS 'ban UBO 'ba Brest

Maelig Ronvel: studier STAPS 'ban UBO 'ba Brest

07/02/2025

STAPS (Sciences et Techniques des activités Physiques et Sportives) a c’haller studiañ ‘ba Breizh ‘ba meur a skol-veur, Roazhon, Naoned ha Brest, en UBO. Studioù hag a chach kalzig a dud yaouank a vanka dezho mont war ar micherioù a denn d’ar sportoù sur deoc’h met a c’hall kas ivez da vont da gineziterapeut… Evit lakaat war ar studioiù Staps emaomp, hudu, gant Maelig Ronvel. Maelig zo studier e trede bloavezh Staps ‘ban UBO ‘ba Brest gant ar c’hoant mont da gelenner war ar sportoù. Evel just eo Maelig troet d’ober sport, ar rugby eo ar sport a c’hoari ar paotr yaouank a 20 vloaz gant skipailh Rugby Kleub Plabenneg… Ar rugby, ar sport ‘neus komanset pa ‘oa 7 vloaz… Deomp da selaou dustu Maelig Ronvel


Lakaet eo Ti ar gouren en gwerzh!

Lakaet eo Ti ar gouren en gwerzh!

27/01/2025

Hudu e lakimp ar gaoz war ur c’helou ‘oa bet embannet e fin ar bloavezh 2024 hag a degas anken da renerien hag izili eus ar skolioù Gouren. En sonj emañ Park an Arvorig gwerzhañ aneznañ evel tiez all e-giz Mirdi ar Bleizi zo ‘bar C’hloastr-Plourin. Ti ar Gouren zo bet savet ‘ba Menez are ha 40 vloaz zo e vez implijet al lec’h gant Bodadeg ar Gouren Breizh hag ar skolioù Gouren eus Penn ar Bed. Ul lec’h pouezhus evit ar c’hourenerien : war dro 2000 stajiad a vez degemeret eno. Sez Kevread etrevroadell ar c’hourenoù keltiek zo eno ivez. Pa ‘oa bet embannet ar c’heloù ez ofisiel fin ar bloaz paseet eo chomet souzhet mat renerien Bodaeg ar Gouren. Da gentañ ‘e o klevet Jerald Brunou, ezel eus skol gouren Brest ha sekretour Bodadeg gouren Penn-ar-Bed. Da heul e vo klevet soñj Maiwenn Salomon zo unan eus renerezed eus skol Louergad-Gwengamp ha gourenerez anezhi.


Splujañ war apné eo pal buhez Anna Vassal

Splujañ war apné eo pal buhez Anna Vassal

17/01/2025

Hudu eo sa ur bed all ez imp. Rit ket bil ! Sa bed an donderioù, dindan vor pe ‘ban dour. Gant Anna Vassal ‘vimp ! Anna zo ur vaouez yaouank zo a orin eus Bro Landerne. Hag abaoe un nebeut mizioù emañ o kas ur stummadur evit dont da vout monitourez war an apne, bevañ diwar he sport muiañ karet ha beajiñ war un dro… Emañ Anna gant Erwan Blanchard.


La coupe à Plabennec! ur film gant Louis Floc'h

La coupe à Plabennec! ur film gant Louis Floc'h

20/12/2024

Louis Floc'h, kazetenner anezhañ, en deus lakaet en e benn seveniñ ur film diwar benn taolioù Stade Plabennecois e Kip Bro-C'hall melldroad. Kaset ul labour daou vloaz evit rentañ kont 30 vloavezh a istor Plabenneg hag e gleub gant kenstrivadeg koshañ melldroad Frañs. Bet eo o c'houlennata ar c'hoarierien, gourdonerien, tud a youl vat hag ar supporterien o deus skrivet an istorioù se: Herve Foll, Michel Pomeleg, Frank Kerdiles, Steven Abiven, Loïg Mottier, Jean-Michel Abiven ha Cathy. Gallout a reer mont da sellout ouzh ar film war internet o skrivañ titl ar film. Bannet eo bet 'ba Plabenneg e kreiz miz Kerdu. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.


Kendra: dazont ar basket 'ba Breizh!

Kendra: dazont ar basket 'ba Breizh!

17/12/2024

Gant Kendra e toullimp kaoz hudu. C’hoari ‘ra Kendra Blere N’Djee basket-ball gant kleub Les Gars du Reun ‘ba Gwipavaz abaoe miz Gwengolo. Un avantur nevez evit ar plac’h yaouank a 13 vloaz ‘noa komanset da c’hoari Basket-ball gant kleub ar Gelmeur ‘ba Brest un nebeut bloazioù zo… Evit mont war raok ‘neus dibabet mont da c’hoari gant les Gars du reun ‘ba ul live uheloc’h evit hini he skipailh ‘ba Brest… Barrek eo Kendra, unan eus ar c’hoariezed gwellañ ‘ba departamant Penn ar bed. Dibabet eo gant skipailh Penn-ar-bed ha skipailh Breizh.. deomp dustu d’or anaoudegezh gant ar c’hoarierez basket yaouank. Emañ gant Erwan Blanchard.


Evit Anne, 90 vloaz, emañ Stade Brestois dreist pep tra!

Evit Anne, 90 vloaz, emañ Stade Brestois dreist pep tra!

09/12/2024

Kinnig a reomp un tamm plotred eus Anne Jaffret. Ganet eo 90 vloaz zo 'ba Kernilis ha piket he c'halon gant Stade Brestois er bloavezhioù 50. Abaoe 'neus kendalc'het da souten he c'hleub muiañ karet. Ganti eo un tamm eus istor Stade Brestois ha eus hec'h hini a vo kontet: eus an DH betek ar Champion's League. Un abadenn gant Erwan Blanchard.


Dañsal war ar skorn gant Sarah Malésieux

Dañsal war ar skorn gant Sarah Malésieux

25/11/2024

Evel bep sizhun bremañ e roomp deoc’h d’ober anaoudegezh gant un darvoud, ur sport, ur sportour hag ur sportourez ! Gant Sarah Malésieux ‘vimp hudu. Sarah a ya da riklañ war ar skorn abaoe m’eo bugel. Meur a wech, bep sizhun, e ya beket ar Rinkla Stadium, ar poull rinkla war skorn, zo staliet ‘ba karter Bellevue ‘ba Brest. Rinklañ war ar skorn pe gentoc’h … e ya da dañsal hec’h unan pe a-stroll. Ar pezh zo heverk gant ar sport e ra gantañ Sarah eo mesket sport gant an arz. Sport et patinage eo anv ar gevredigezh ro an tu da Sarah d’ober gant he sport muiañ karet… Deomp dustu sa Brest da gomz gant Sarah Malésieux… Emañ gant Erwan Blanchard.


US Konk-Kerne, kleub melldroad pro Bro-Gerne!

US Konk-Kerne, kleub melldroad pro Bro-Gerne!

22/11/2024

Distroet eo an US Konk-Kerne e trede rummad e fin ar bloavezh diwezhañ. Pad ur bloaz 'oa bet gwelet "Les Thoniers" e Lig 2. Ar wech kentañ 'oa d'ar c'hleub renet gant Jacques Piriou en em gavout 'ba ul live gant skpailhou a-vicher. Alies 'vez diaes ar bloavezh goude bout diskennet d'ur rummad d'egile. Memestra 'neunt komanset paotred Konk-Kerne o bloavezh mat kaer. 12 krogad 'neunt c'hoariet hag 'ba eil plas eus ar renkadur emaint! Deomp da selaou Alan Troadeg zo e karg eus gwerzhañ ar billhidi ha eus gwiskamantoù ar c'hleub. Emañ gant Erwan Blanchard.