C’hoari rugby d’an oad a hanter kant vloaz gant merc’hed ha paotred mesket ‘ba memes skipailhou e c’haller ober ! Un doare rugby difeuls war ar marc’had ! Ar rugby Touch ‘vez graet eus ar sport se zo un doare meskaj etre ar c’hoari Rugby gant 13 hag ar c’hoari Rugby gant 15 c’hoarier. Gant meur a gleub e c’haller c’hoari Rugby Touch sur dac’h. Hudu ‘vo lakaet war wel ar Rugby Touch ha kleub RC Karaez ma zo ur rummad Rugby Touch. Lenaig Le Rudulier zo unan eus ar re zo ‘ba skipailh kerbenn ar Poc’her, ouzhpenn bou kelennerez war ar sportou gant lise Diwan Karaez. Bet ‘oan o welout ‘nezhi just araok ur pranatd gourdoniñ, d’ur merc’her noz, war lerc’h un devezh labour… Ha prest ‘oa da vont da c’haloupat war dachenn Kerpuilh ha da c’hoari polotenn ovalek ? Deomp da selaou ‘nezhi ! Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Bout coach sport ha fitness, tro ‘noa bet da displegañ penaos ‘oa en em gavet Stefan Carpentier ‘giz gourdoner ha peseurt stummadur ‘neus graet ‘vit gellout kelenn ar fitness. Kar n’eo ket an holl zo aotret da vont war ar vicher se met ar re zo ket stummet. Kontet ‘noa deomp ‘ban abadenn gentañ, Stefan, eo paotr ar sevel halterioù. O chom ‘ba Pleugueneug, etre Dinan ha Roazhon, emañ Stefan Carpentier, hag emañ war ar vicher abaoe un nebeut bloavezhioù bremañ. Step, halter, kigennañ, penaoz ‘reer evit kigennañ gant un tu mat… Stefan Carpentier. Ouzhpenn ar poennad gant Stefan Carpentier zo da glevout : klevet ‘vo ar gronikenn « Poltred » bet savet gant Maina Gars diwar benn Oksana Masters. Lusket eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Fitness zo eus ar c’hiz. Gwelet ‘zo bet kalzig a salioù o sevel ‘ba kêrioù ar vro abaoe un nebeut bloavezhioù. ‘Bar salioù se e kaver mekanikou evit ober sport, sur deoc’h, hag ivez zo tud evit ober war dro, graet ‘vez eus seurt se coach sport. ‘Ba bro Roazhon emañ Stefan o chom hag o labourat ha gantañ omp o vont da glask kompren petera bout coach, pezh ‘vez kelennet ganto d’an dud ra sport ‘bar salioù pe get hag ar perzh ‘neunt ‘ba klask gwellaat yec’hed an nen… Ha n’eo ket forzh piv a c’hall mont da goac’h sport… Hag e fin an abadenn ‘rooimp da selaou ur gronikenn zo savet gant Maina Gars, Poltred, sportourezed awenus. Rentet ‘vo enor da Louis Bocquenet, bet c’hoarier melldroad pro, zo aet d’an Anaon. Ar sihun mañ ‘neus divizet Maina lakaat ar gaoz war ar skipperez eus Bro-Saoz, Elenn Mac Artur. Met da gentañ roomp ar gaoz da Stefan Carpentier diwar benn e vicher coach sport… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
‘Ba Bogor ‘ba Indonezia ‘neus tremenet Elowenn Delorme ur sizhun e penn kentañ miz Here. Elowenn, ur plac’h yaouank a 16 vloaz, ‘neus kemeret perzh ‘ba Kampionad ar Bed Sambo. Dibabet ‘oa bet gant skipailh Frañs ‘ba rummad ar re junior. O pleustriñ emañ ar Sambo abaoe un nebeut bloavezhioù gant he c’hleub Celtic Contact ‘ba Pleiben… ouzhpenn ar gouren hag ar boks thai… Ur pennad kaoz fonnus ‘meump bet tro d’ober gant Elowenn. Setu roomp ar gaoz dezhi dustu, dezhi da displegañ deomp ar pezh ‘neus degaset c’hoant dezhi mont da bleustriñ sportoù emgann ‘vel se… Emañ gant Erwan Blanchard.
Kampion ar bed bageal! Un taol kaer ouzhpenn gant ar skipper breizhad Tomaz André. E fin miz Gwengolo eo aet ar maout gantañ hag e gen-skipperez da geñver gourfenn kampionad ar bed bageal en donvor 'oa dalc'het 'ba Cowes, enez Wight, 'ba Bro-Saoz.
'Ba eil lodenn an abadenn eo roet deoc'h da selaou ar gronikenn "Poltred" gant Maina Gars. An dro mañ eo planedenn Megane Rapinoe, c'hoarierez melldroad anezhi, 'vo displeget.
Kazetennerez war an atleterezh eo Melena Helias ‘ba Kingston ‘ba Jamaika abaoe un nebeut bloavezhiou… Ar sizhun dremenet ‘meump komanset da gomz ganti diwar benn he labour ‘ba Karaibez, diwar benn an dud ‘neus bet tro da skrivañ diwar o fenn ha da c’houlennata evit ar gazetenn L’Equipe. Ma peus selaouet an abadenn gentañ ‘peus klevet ‘neus graet ur pennad-kaoz gant Usain Bolt, atlet brasañ istor an atleterezh. Deomp bremañ gant an eil abadenn diwar benn ar plac’h yaouank eus Lannilis zo divroet dindan an heol… Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Moarvat ‘peus klevet komz eus taolioù kaer sportourien ha sportourezed enez Jamaika da genver kampionadoù ar bed ha C’hoarioù olimpek atleterezh. Brudet kaer eo Jamaika evit stummañ kampionidi eus ar c’hentañ evel Usain Bolt, evel just, zo bet 8 gwech kampion Olimpek ha daouzek gwech kampion ar bed war ar 100 metrad, 200 metrad ha war ar redadegoù a bep eil. Gallout ‘reer menegiñ, evit ar re goshañ Merlaine Ottey ‘o abrudet kaer er bloavezhioù 90 ha 2000… ha degadoù ha degadoù a gampionidi all zo c’hoazh deusho an deiz a hudu. Perak lakaat ar gaoz war enez Jamaika hag an atleterezh ‘ba abadenn Sportou ? Eno, war blas emañ Melena Helias o chom abaoe un nebeut bloavezhiou. En em gavet eo ‘bar C’haraib a-drugarez d’an atleterezh met da gentañ e giz kazetennerez. Melena a gustum skrivañ pennadoù ‘ba kazetenn « L’Equipe » mar plij diwar benn an atleterezh. Da gentañ ‘vimp gant Melena neuzen. Div abadenn ‘vo gouestlet d’he buhez sportourez, evezhierezh metou an atle eno hag evel just ‘momp digarez da lakaat ar gaoz war traoù all. Ha warlerc’h ‘vo embannet un nevezenti ‘ba abadenn Sportou. Roet ‘vo dac’h da glevout lodenn gentañ un heuliad kronikennoù bet savet gant Maina Gars. Divizet ‘neus ma c’henseurtez, ‘neus bet tro da displegañ meur a c’hrogad foot ganin, lakaat war wel sportoureezed awenus. Roomp ar gaoz da vMelena dustu kaer ‘neus bet tro da c’haloupat war ar pistennoù atle, ‘ba Bro-Leon, nepell eus Landerne ‘ba Lanniliz. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Anavezout ‘rit ar Judo, Karaté, Tae Kwen Do ha kement zo giz arzoù emgann hengounel o tont eus Azia. Ur boudhad tud a c’haller gwelout ‘bar c’hentelioù zo kinniget amañ ‘ba Europa… Pezh ‘oarer nebeutoc’h zo ivez arzoù emgann mod Europa , ha tud oc’h ober ganto… Ar gouren mod Breizh ‘zo un arzh emgann a anavezer muioc’h. Bodet eo ar re all ‘ban AMHE. Gant Kentigwern Jaouen ‘vimp hudu evit mont pelloc’h gant an arzoù emgann hengounel en Europa. En soñj emañ sevel ur strollad AMHE, arzou emgann istorel european. ‘ba kichen Landerne ‘bar Merzer ha reiñ kentelioù e brezhoneg. Tro ‘meus bet da enrollat Kentigwern e kerzh an hañv ‘ba Kastell Kerouzere ‘ba Sibiril. Eno ‘oa bet aozet ur gouel mod krenn-amzer ha war un dro lidañ 600 vloaz ar C’hastell. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Erru mat oc’h holl selaouerezed ha selaouerien Sportou ! Da Dailand ‘kasimp ac’haoc’h hudu… da heul Zoe Seguy, bez-kampionadez ar bed Muay Thai pe Boks Thai anezhi. E kerzh an hanv eo bet o kemer perzh ar plac’h yaouank 17 vloaz‘ba ur staj Muay Thai teir sizhun ‘ba Bangkok evit mont pelloc’h ha mont war raok gant he sport. Pevar bloaz zo ‘noa lakaet hec’h anv ‘ba Boxing Kleub Wanmeechook Gym ‘ba Brest. Ha buan eo bet plijet ha barrek war ar Muay Thai… Pezh ‘neus kaset ‘nezhi da vont da Verona evit kemer perzh ‘ba kampionad ar bed Muay Thai he rummad oad… Distroet eo eus Italia gant ar vedalenn arc’hant tro d’he c’houg… Kontet ‘neus deomp penaos eo bet kaset eno gant ‘ni zo gourdoner ha penn ar c’hleub Boxing Kleub Wanmeechook Brest. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.
Bannañ pladennoù ! Sed aze tem an abadenn hudu. Hag e vit displegañ petra eo ar sport se emaomp gant Tudi Mazo, ezel aus kleub atleterezh Landerne. Gant ar rummad cadet e oa Tudi betek-hen, pe ‘pa ‘meus bet tro da enrollat ‘nañ e penn kentañ miz Gouere 2025. Bremañ emañ ‘touez ar re junior. Pa ‘oan bet o wel Tudi ‘oa o prientiñ, o teuinow, kampionad Frañs bannañ pladennoù ‘oa aozet ‘ba Saint-Etienne, pe Sant-Steffan en tu all eus Bro-C’hall. Lar ‘rimp ket dac’h dustu ‘ba peseurt plas eo en em gavet Tudi met tamm ha tamm e kerzh an abadenn… Deomp dustu beket Landerne neuze, gant Tudi Mazo. Kaset eo an abadenn gant Erwan Blanchard.