An Dictionnaire des monts d’Arrée zo ur mell levr kaer a oa bet embannet e ti Skol Vreizh e miz Here 2025. Ul labour vras bet kenurzhiet gant François de Beaulieu ha bet bouetet gant ur pevar-ugent den bennaket. Memor, gouiziegezh, karantez e-keñver Menez Are... Un ostilh brav da reiñ an tu d'ar re a zo o chom aze pell zo, d'ar re a zo o paouez ober gwrizioù eno ha d'an holl re a zo dedennet gant an terouer-se, d'anavezout gwelloc'h an takad hag an dud a zo o chom warnañ.
Tost da 800 pajennad, ouzhpenn 500 pennad, en tu all da 900 skeudenn pe boltred, ur sell a dost war ar 16 kumun ac’h a d’ober "Ar Menez", glad naturel, glad savet, glad sevenadurel, ar vuhez sokial, ar politikerezh hag an ekonomiezh ar ragistor hag an istor, al lec’hioù hag an dud vrudet… etre dec’h hag arc’hoazh..
En abadenn e vo klevet Yann-Luk ar C'hloareg (Skol Vreizh) bet aterset e-skeud saloñs levrioù Plistin e miz Du 2025 ha Paskal Rannou bet goulennataet e Rostrenn e miz Kerdu 2025.
Herie ec’h efomp da Blounevez-Moedeg adarre. Betek ti Frañsin ar C’hamm bet ganet er bloaz 1936. Eil lodenn ar gaoz a vo klevet. Diwar ar brezel e vo komzet, ar balioù dindan ar brezel, milinoù paper Benac’h. Diwar evurusti ha paourentez, akordeoñs, kanañ ha kanañ c’hoazh (e brezhoneg hag en galleg), Meurzh al lard, pouleoù laeret ha kalz a draoù all c’hoazh...
En deiz-se eus kreiz miz Meurzh 2026 e oa ganemp ivez Josette hag If Fulup, kamaradoù da Frañsin, hag ivez Laurence, merc’h Frañsin ha Remi, he mab-kaer. Trugarez vras dezhe holl evit an degemer deus ar c’hentañ tout !
Herie ec’h efomp da Blounevez-Moedeg. Mont a refomp di da gontañ kaozioù gant Frañsin ar C’hamm bet ganet er bloaz 1936. E-pad div abadenn e vefomp ganti da gomz deus yaouankiz ha kozhni, karantez, c’hoari-pezh, balioù, kanaouennoù… ha deus bale ha bale c’hoazh war garheñchoù ar vuhez !
En deiz-se eus miz Meurzh 2026 (fresk an amzer en deiz-se !) e oa deuet ivez Josette hag If Fulup, kamaradoù da Frañsin. If a vo klevet dreist-holl. Darn a soñjo marteze o klevet ar gaoz e oa bet lâret a bep sort, re gamm ha re dort ! Laurence, merc’h Frañsin a oa ganemp ivez. Tan dezhi evit un eur gentañ a abadenn. Esperañs ‘m eus ho po kement a blijadur o selaou evel ma ‘m oa me bet oc’h ober anaouegezh gant Frañsin ar C’hamm.
Abadenn enrollet e miz Meurzh 2026 e Plounevez-Moedeg gant Tomaz Laquaine-Jakez
D'ar yaou 7 ha d'ar gwener 8 a viz Mae e vo roet lañs d'ar Redadeg evit ar brezhoneg e Lannuon. Ur fest kaer da voulc'hañ ur c'haloupadeg a gaso rederezed ha rederien betek an Naoned d'ar sadorn 16 a viz Mae.
Morgane ha Yoann An Eostig-Kervran a gomz deomp eus gouel al loc'hañ hag eus ar Redadeg e Bro-Dreger.
Pennad-kaoz enrollet d'ar 14 a viz Ebrel 2026 e Gwengamp
Nevez zo eo krog Herve Seubil gKernaudour da skrivañ romantoù diwar avañturioù ur vandennad krennarded. "Dindan pavezioù Gwengamp" a oa bet embannet e 2024. E-barzh "A-drek kerreg Tevrieg" (2025) e rank Edern ha peurrest ar vandennad dirouestlañ kevrinoù war un enezenn e-maez da Blougouskant...
"A-drek kerreg Tevrieg", ur romant embannet gant An Alarc'h Embannadurioù
Bedoù Nevez diwar bluenn Paskal an Intañv a oa bet embannet e 2025 gant Al Liamm ha bet meur a briz gantañ goude-se. Hini danevelloù kêr Garaez kinniget war digarez Gouel al levrioù e Breizh e 2025. Hag ivez ar priz kentañ e rummad al levrioù faltazi da geñver Prizioù Dazont ar Brezhoneg 2026, aozet gant Ici Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg. Ur priz kaer ingalet gant prizioù all e Trebeurden e miz Meurzh 2026. Setu aze un torkad danevelloù dorojoù enne da zigoriñ an hent deoc’h etrezek bep a ved nevez.
Ya, met un oberenn evel-se ne vez ket savet evel ma vez lavaret « chou » d’ar yar !
Penaos ‘ta neuze e teu un den da skrivañ ? Da skrivañ e brezhoneg ? Peseurt mod eo bet perc’hennet pe adperc’hennet ar brezhoneg gant an tregeriad Paskal an Intañv ? Penaos eo deut ar brezhoneg dezhañ ?
Pennad-kaoz enrollet e miz Du 2025 gant Tomaz Laquaine-Jakez
War-dro 2500 a dud o doa manifestet disadorn 28 a viz Meurzh 2026 abalamour da souten ar Balestinianed.
War an digarez-se hon eus pedet Klaod an Intañv, prezidant ar Gevredigezh Frañs Palestina Kenskoazell (AFPS) Bro-Dreger, ha Fanny Chauffin eus ar strollad Liban Palestina Kerne-Izel, da sikour ac'hanomp da gompren ar pezh a zo o tremen er mare-mañ amañ hag ahont.
Un tamm rentañ-kont eus ar vanifestadeg, ar sionouriezh hirie-an-deiz, skoazell pe diseblanted ar Vretoned e-keñver Palestina, ar c'hinnig lezenn Yadan a venn moustrañ nep piv bennak a vurutella Stad Izrael... Ur gaoz puilh !
Abadenn enrollet d'an 30 a viz Meurzh 2026 e Gwengamp
Deuet e oa c’hoant din da vont da c’houlennata Annaig Kervella, ur vaouez he deus bet labouret a-hed he buhez evit ar brezhoneg. Ur poltred diouti am oa gwelet dre zegouezh en ul levr anvet Me a zalc’ho skrivet gant Ivona Galbrun, he...maeronez.
Annaig Kervella zo bet o labourat er c’hleweled publik. Perzh eo bepred e kuzul-merañ ar gelaouenn Al Liamm.
Ur gaoz enrollet e miz Du 2025 en Lannuon gant Tomaz Laquaine-Jacq
Serj Richard, bet kelenner brezhoneg e Breizh, a gomz deomp eus un istor ha n'eo ket anavezet-kaer, ar stourm evit ar brezhoneg e Bro Bariz er bloavezhioù 1980 : gonit tachenn d'ar brezhoneg el liseoù, Radio Bro (Radio Pays)...
Ur pennad-kaoz enrollet e Gwengamp e miz Meurzh 2026.
Beilhadeg a oa bet da heul tud ar gevredigezh Hent Don e Trezelan e-kichen Bear e fin miz Du 2025. Eno ne oa na mikroioù nag ostilhoù da gas son met pintet e oa bet ur mikro bihan war an treust a-us d’ar saliad tud kement hag enrolliñ ar jeu.
Dizingal a-walc’h ar son en abadenn-mañ evel a glevfet. Un abadenn da selaou kuit a drouz tro-dro deoc'h neuze kentoc’h. Eil lodenn ar veilhadeg a vo klevet herie, tammoù dibabet bepred. A-benn klevet ar veilhadeg war he hed e vije ret deoc'h bezañ bet du-hont en deiz-se, un digarez da reiñ c’hoant dac’h da vont di a-benn da vloaz kazi sur !