Emaomp o vont da genderc'hel hiziv gant strolladoù psikedelik amerikan ar sixties e Larsen ha Mediator rak dalc'het ez eus bet soñj eus un nebeut strolladoù eus ar mare-se, met nag a strolladoù a galite a oa, liesseurt, ijinus meurbet hag a chom dianav d'ar brasañ niver. Ma c'hellit ober anaoudegezh gant un nebeut anezho hag a blij deoc'h er pezh 'm bo skignet hiziv e vin kontant. Playlist : - The blues Maggoos : We ain't got nothing yet - The ChocolateWatch Band : Are you gonna be there - The Strawberry Alarm Clock : The world is on fire - Blue Cheer : Babylon - It's a beautiful day : Bombay calling - The butterfield Blues Band : East-West
Setu-ni bremañ war ar West Coast e deroù ar bloavezhioù 60. N'eo ket stank ar plijadurioù evit re yaouank ar baby-boom. Ar surf zo deuet da vezañ diouzh ar c'hiz abaoe un dek vloaz bennak kostez Malibu. Unan eus ar sportoù embreget gant ar baotred yaouank war an deiz a-raok douseta diouzh an noz tro-dro d'un tantad war an draezhenn en ur selaou tonioù, hep pozioù peurliesañ, leun a c'hitarioù glebiet er reverb hag en heklevioù : splujomp er surf rock ! Playlist : - Sol Hoopi : fascinatin' rhythm (foñs son) - Trailer « Beach party tonight » American International Pictures 1963 - The surfaris : Wipe out - The Ventures : Walk, don't run - Annette Funicello : Surfer's holiday - The Beach Boys : Surfin' - The Beach Boys : Surfin' USA - The Beach Boys : God only knows - Jan and Dean : Surf City - The Honeys : Surfin' down the Swanee river - Dick Dale : Misirlou Levrlennadur : « Rolling Stone Special California Dreamin' » HS 17
Ur flac'had eo bet ar british invasion, o reiñ ul lañs nevez d'ar rock evit un toullad tud yaouank er States. Adalek 1964 o deus strolladoù evel the Beatles, the Stones, the Kinks, the Animals pe the Yardbirds hadet greunennoù ar pezh a vo anvet ar rock garage. Hiziv e « Larsen ha mediator » e tremener hon amzer gant krennarded amerikan o leuskel o blev da greskiñ evel ar Beatles pe ar Stones, o prenañ gitaroù ha sonenrollerioù evit engravañ o zaolioù-kaer war vandenn, deomp deî ! Playlist : - Syndicate of sound : Little girl - The sonics : The witch - The Kingsmen : Louie Louie - The Trashmen : Surfin' bird - The Paragons : Abba - The Castaways : Liar, liar - The Remains : Why do I cry Levrlennadur : « Rock garage, fuzz, farfisa et distorsions » Christophe Brault - Le mot et le reste. « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection
Kenderc'hel a reomp hiziv e « Larsen ha mediator » hor c'hantreadenn e luskad ar rock garage. Awenet gant ar strolladoù saoz o treustiñ plasoù kentañ ar billboards amerikan e-kreiz ar bloavezhioù 60 e krou miliadoù a grennarded strolladoù o seniñ e karrdi o zud. Hervez ur studiadenn embannet e Life Magazine e 1966 ez eus ul lisead amerikan diwar 3 o seniñ en ur strollad rock. Hag ar strolladoù-se o deus ur son a dreuzfurmo anezho e kentpatrom ar wagenn punk un dekvloaziad diwezhatoc'h. Playlist : - The Shadows of knight : Gloria - The Count Five : Psychotic reaction - The Wailers : Hang up - The Standells : Dirty water - The Seeds : Can't seem to make you mine - The Spiders : Don't blow your mind - ? & the Mysterians : 96 tears - The Jet Reactions :Post tour depression Levrlennadur : « Rock garage, fuzz, farfisa et distorsions » Christophe Brault - Le mot et le reste. « L'odyssée du rock » Florent Mazzoleni - Hors collection
Hiziv e vo un tammig ispisial an abadenn rak ne heuliimp ket red an amzer. Chomet e oamp ar sizhun dremenet e New-York ha meneget am boa meur a soner eus ar metoù folk-rock. Emaomp o vont da genderc'hel hor beaj er pezh a vez anvet bremañ an americana music, hep chom gennet er bloavezhioù 60. Ha peogwir am boa komzet ar wech diwezhañ eus Woodye Guthrie ha da heul eus e vab em eus c'hoant hiziv kinnig un abadenn anvet « Mab e dad », pe « merc'h he zad ». Playlist : - Levon Helm : Got me a woman - Amy Helm :Good news - Steve Earle : Devil put the coal in the ground - Justin Townes Earle : The saint of lost causes - Jeff Buckley : Alleluia - Tim Buckley : Make it right
Setu kuitaet Breizh-Veur ganeomp, treizhet ar Meurvor Atlantel evit en em gavout er States en-dro evit komz eus ur sonerezh eeun, simpl, kronikenn an Amerik diwelus, hini an dud vunut hag al labourerien, a-raok ma erruo mare ar protest songs, ur sonerezh treuzdanvezel e istor ar rock : ar folk ! Playlist : - Woodye Guthrie : Talkin'dust bowl blues - Pete Seeger : Where have all the flowers gone - Pete Segger : Waist Deep in the Big Muddy - Carolyn Hester : I'll fly away - Brownie McGhee and Sonny Terry : John Henry - Charles Mingus : Moanin' (Foñs son) - Dave Van Ronk : Hang me, oh hang me - Tom Paxton : Goodman, Schwerner and Chaney - Tom Paxton : Lyndon Johnson told the nation - Phil Ochs : I ain't marching any more
Degemer mat e Larsen ha mediator, kenderc'hel a reomp hon ergerzhadenn e metoù folk Greenwich Village e New-York ar sixties. Hag hiziv e vo gouestlet an abadenn d'ur c'haner gitarour yaouank eus ar Minnesota aet war roudoù Woodie Guthrie had a dreuzfurmo gweledva ar sonerezh e eil hanterenn an XXvet kantved. Playlist : - Bob Dylan : Talkin' New York - Bob Dylan : A hard rain 's gonna fall - Peter paul and Mary : Blowin' in the wind - Bob Dylan : The times there a changin' - Bob Dylan : Emvodoù kelaouiñ - Bob Dylan : Motor psycho nightmare - Bob Dylan : Subterranean Homesick Blues
Ar sizhun dremenet e oamp chomet a-sav gant Bob Dylan o tilezel ar binvioù akoustik evit seniñ gant ur strollad ha silañ gitarioù tredan en e sonerezh ! Evit ar folkeù penn-kill ha troad hag intelektualed Grennwich village ez eo ur vombezenn diaes da lonkañ. Gwashoc'h c'hoazh p'en em ginnig Dylan war leurenn festival Newport gant ur strollad rock, The Paul butterfield Blues Band. Rediet int da guitaat al leurenn dindan huchadennoù ha kunujennoù an arvesterien. Playlist : - Bob Dylan : Like a rolling stone - The Band : If I lose (Foñs son) - The Band : Long distance operator - Bob Dylan : Visions of Johanna - Jimi Hendrix : All along the watchtower - Bob Dylan : Girl from the North country - Bob Dylan : False project
Gant « Bringing it all back home » hag « Highway 61 Revisited » en deus Dylan pinvidikaet ar folf gant energiezh ar rock 'n roll. Lod all a heulio an hent difraostet gantañ e-keit ha ma chomo reoù all feal d'ar folk penn kil ha troad, hiziv e chomomp e New York e eil hanterenn ar bloavezhioù 60. Playlist : - Joan Baez : Silver dagger - Simon and Garfunkel : Bleecker street - Simon and Garfunkel : Scarborough Fair - The Lovin' Spoonful : You didn't have to be so nice - Arlo Guthrie : Alice 's restaurant massacre (pennadig) - Arlo Guthrie : Coming into Los Angeles Karen Dalton : Little bit of rain Leonard Cohen : So long Marianne Loudon Wainwright III : Dead Skunk
E 1967 eo digabestr ar rock, ha gant Sergent Pepper e kendalc'h ar Beatles da dreuzfurmiñ ar bed kozh gwenn ha du en ur freskenn psykedelik ha da aweniñ meur a strollad, ar pezh a gendalc'himp da welet ar sizhun-mañ. Playlist : - The Pretty Things : Bracelets of fingers (foñs son) - The Pretty Things : St Sorrow is born - Tomorrow : Real life permanent dream (foñs son) - Twink : Ten thousands words in a cardboard box - Traffic : Dear Mister fantasy - Soft Machine : Save yourself - Soft Machine : Priscilla lullabye Letter (son foñs) - Family : The chase - The deviants : I 'm coming home