Larsen ha mediator !

Radio Bro Gwened

Lien copié dans le presse papier.

Larsen ha Mediator 74 : Ar Velvet Underground

Larsen ha Mediator 74 : Ar Velvet Underground

18/04/2023

Goude birvilh deroù ar seventies en Alamagn en div abadenn ziwezhañ gant ar c’hrautrock emaomp o vont d’ober daou lamm ar wech-mañ. An hini kentañ eo er spas rak setu-ni en-dro o treizhañ ar Meurvor Atlantel evit en em gavout e New-York adarre, met ivez ul lamm en a-dreñv en amzer. Ar wech diwezhañ ma oamp er States hor boa gwelet ar flower power o koenviñ hag ar soul o vezañ ur respont da c’hoant frankiz an afro-amerikaned. Hogen ret eo deomp bremañ pradañ er sixties adarre evit heuliañ ur strollad en deus ijinet ur rock lennegel ha teñval en do ul levezon vras war arzourien a bep seurt, o tigeriñ dorioù nevez hag oc’h hadañ greunennoù al luskadoù da zont, setu-ni e kompagnunezh The Velvet Underground !

Playlist :
- Ornette Coleman Free Jazz : A Collective Improvisation (foñs son)
- The Velvet Underground : Sunday Morning
- The Velvet Underground : Venus In Furs
- The Velvet Underground : I’m Waiting For The Man
- The Velvet Underground : After Hours
- The Velvet Underground : Pale blue eyes
- The Velvet Underground : Rock And Roll

Levrlennadur :
- Les inrocks 2 : « The Velvet Underground »
- « Pop rock Story volume 1 » Marion Doussot Le Mouv’ Vents d’Ouest


Larsen ha Mediator 73 : ar c’hrautrock (2)

Larsen ha Mediator 73 : ar c’hrautrock (2)

18/04/2023

Pa ziskouez ar bloavezhioù 70 beg o fri ez eus e bro Alamagn degadoù a vuzisianed a fell dezho en em zieubiñ eus patromoù ar rock psikedelik evit krouiñ ur sonerezh gant sonioù nevez. Kroazañ a reont al levezonioù folk, rock, jazz, klasel, sonerezh a-vremañ hag avant gardist, hag arnodiñ a reont an hentoù nevez digoret gant ar binvioù elektronek. Setu-c’hwi o selaou Larsen ha mediator, kinniget gant ho servijour Gaëtan, ha poent eo boulc’hañ gant hon eil abadenn gouestlet d’ar c’hrautrock !

Playlist :
- Faust : Giggy Smile
- Amon Düül 2 : Touchmaphal (foñs son)
- Amon Düül 2 : Archangel Thunderbird
- Neu ! : Negativland
- La Düsseldorf : La Düsseldorf
- Popol Vuh : Zwiesprache Der Rohrflöte
- Jah Wobble, Holger Czukay, Jaki Liebezeit : How Much Are They ?

Levrlennadur :
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.


Larsen ha Mediator 71 : ar rock e Frañs en hanterenn gentañ eus ar seventies (3)

Larsen ha Mediator 71 : ar rock e Frañs en hanterenn gentañ eus ar seventies (3)

18/04/2023

Ha bremañ eo deuet ar mare da blediñ gant an daou strollad koshañ e istor ar rock gall, strolladoù o deus lidet o 50vet deiz-ha-bloaz hag a gendalc’h da dreiñ hiziv an deiz. Gwelout a rit ? An hini kentañ a cheller rummata er prog rock, an eil a ginnig ur sonerezh bet anvet ar zeuhl musik gant selaouerien feal abaoe 40 vloaz, me en o-zouez.

Playlist :

- Zoo : Hard Times Good Times
- Ange : Caricatures
- Ange : La guerre du sucre
- Magma : Stoah
- Magma : Kohntarkosz part 2 (Tennad son)
- Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son)
- Alan Stivell : Brezhoneg Raok
- Court-Circuit 15/01/75 : Alan Stivell aterset gant Philippe Manoeuvre (Tennad son)

Levrlennadur :

- « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors Collection
- « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes » Embannadurioù Hoëbeke
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro


Larsen ha Mediator 72 : ar c’hrautrock (1)

Larsen ha Mediator 72 : ar c’hrautrock (1)

18/04/2023

Setu ni hiziv e Larsen ha Mediator o vont da gantren, ur wech n’eo ket dalc’hmat, nag e Breizh-Veur, nag er Staoù-Unanet, nag er c’hwec’hkogn, setu-ni o vont en tu all d’ar stêr Rhin evit kompren gwelloc’h petra oa ar pezh a voe anvet ar (c’h) Krautrock pe ivez die kosmische Musik, ar sonerezh kosmik…

Playlist :

- Agitation Free : Laila part 2
- Karlheinz Stockhausen : Hymnen (foñs son)
- Tangerine Dream : Astral Voyager
- Ash Ra Tempel : Join Inn
- Can : Mushroom
Levrlennadur :

- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman », Embannadurioù Vade Retro.


Larsen ha Mediator 68 : Ar prog rock 3

Larsen ha Mediator 68 : Ar prog rock 3

13/04/2023

Fougaser, pompadus, iskis, digomprenus, otus, setu lod eus an anvioù-gwan a c’heller
klevet pa gomzer eus ar prog rock. Ha n’eo ket faos penn da benn, ret eo e anzav. Techet e
vefen da ouzhpennañ dic’houzañvus a wechoù met... met ivez leun a faltazi, a ijin gant
sonerien dornet abominapl. Tout se eo ar prog rock ! Echuiñ a reomp hiziv e Larsen ha
Mediator hor beaj er prog rock saoz gant strolladoù aesoc’h da selaou, strolladoù a gavo o
flas er charts, e-keit ha ma toulle al luskad e vez e-kreiz ar Seventies !
Playlist :
- Jethro Tull : Cross Eyed Mary
- Supertramp : School
- Alan Parsons Project : The Raven
- Barclay James Harvest : May Day
- The Sex Pistols : Pretty Vacant
- Atersadenn Steve Howe : tennet eus « Timeshift : ar prog rock », diellfilm gant BBC 4 e
2003.
- Peter Gabriel : Sledgehammer (tennad son)
- Genesis : Paperlate (tennad son)
- Yes : Owner of a Lonely Heart (tennad son)
- Emerson Lake and Palmer : Paper Blood
Levrlennadur :
- « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 69 : ar rock e Frañs en hanterenn gentañ eus ar seventies (1)

Larsen ha Mediator 69 : ar rock e Frañs en hanterenn gentañ eus ar seventies (1)

13/04/2023

Etre fin ar Beatles ha deroù al luskad punk e wel ar rock meur a luskad o tiorren, blues
boom, pop progressive, pop keltiek hag all tikedennet holl dindan an anv pop music e
Frañs. E Bro-C’hall, evel e lec’h all, e krog ar publik da vezañ dedennet kentoc’h gant
ampartiz ar vuzisianed hag o argerzh arzel. Setu ar pezh a welimp a dostoc’h hiziv e
Larsen ha Mediator.
Playlist :
- The Piranha’s Sounds : La Turbie Piranhienne
- Testeni maer Amougies skignet e « L'atelier de la création : Amougies sur pop » (France
Culture, 09/11/1969)
- Alan Jack Civilization : Baby, Don’t You Come Back Home
- Les Variations : What A Mess Again
- Tac Poum Système : Asmodoy
- Evariste : La Révolution (Foñs son)
- Red Noise : Petit Précis d’Instruction Civique
- Komintern : Pongiste De Tous Les Pays
- The Moving Gelatine Plates : Funny Doll
- Carpe Diem : Voyage Du Non Retour
Levrlennadur :
- « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors
Collection
- « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes »
Embannadurioù Hoëbeke
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro


Larsen ha Mediator 70 : ar rock e Frañs en hanterenn gentañ eus ar seventies (2)

Larsen ha Mediator 70 : ar rock e Frañs en hanterenn gentañ eus ar seventies (2)

13/04/2023

Donemat deoc’h lamponed ha lamponezed e « Larsen ha Mediator », an abadenn a
zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Hag abaoe ar sizhun dremenet emaomp o kantreal e
sonerezh rock ar bloavezhioù 70 e Frañs. Ne gomzed ket eus rock d’ar c’houlz-se kement-
se e gwirionez e Bro-C’hall, pop ne lâran ket ! Ha just a-walc’h, evit kregiñ ganti e
kinnigan deoc’h selaou Triangle, bet priz kentañ ar pop music ganto e 1971.
Playlist :
- Triangle : Peut-être demain
- Michel Magne : Pour l’amour des sous
- Albert Et Sa Fanfare Poliorcétique : Le diable en personne
- Au Bonheur Des Dames : Pauvre Laura
- Albert Marcoeur : Le fugitif
- Gong : The pothead pixies (Foñs son)
- Gong : Flying Teapot

Levrlennadur :
- « L’encyclopédie du rock français », dindan ren Gilles Verlant embannadurioù Hors
Collection
- « Philippe Manoeuvre présente : Rock français, de Johnny à BB Brunes »
Embannadurioù Hoëbeke
- « Les 70’s the book, de Woodstock au walkman ». Embannadurioù Vade Retro


Larsen ha Mediator 66 : Ar prog rock 1

Larsen ha Mediator 66 : Ar prog rock 1

13/04/2023

Hiziv, setu ni e Breizh-Veur adarre. Dibenn ar bloavezhioù 60 en deus gwelet strolladoù
psikedelik o vleuniaouañ e pep lec’h, ha festivalioù o vodañ kantadoù miliadoù a dud a
felle dezho bevañ hunvre ur gevredigezh hep rediennoù. En diskar-amzer 1969 e teu ‘maez
« In the court of the Crimson King » gant King Crimson, un albom a verk deroù ar pezh a
vo anvet the progressive rock, a vo, e zivinet ho peus, danvez an abadenn-mañ.
Playlist :
- King Crimson : In the Court of the Crimson King
- Gentle Giant : The Advent of Panurge
- Robert Wyatt : Little Red Riding Hood Hit the road
- King Crimson : Red
- Van Der Graaf Generator : Refugees (single version)
- Genesis : Dancing with the moonlit knight
Levrlennadur :
- « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 67 : Ar prog rock 2

Larsen ha Mediator 67 : Ar prog rock 2

13/04/2023

Ganet eo ar prog rock p’o deus ar sonerien kroget da soñjal e oant deuet da vout oadourien.
15 vloaz eo ar rock e deroù ar seventies, n’eo ket bet ergerzhet an holl hentoù c’hoazh.
Puilh eo spered krouiñ ar sonerien, sevel a reont tonioù e servij d’o ampartiz ha d’o ijin,
tonioù hiroc’h hirañ gant meur a lodenn, liesseurt o awen. Prest oc’h, setu-ni o splujañ
adarre e Larsen ha Mediator er prog rock, evit selaou lod eus arzourien pennañ al luskad.
Playlist :
- The Nice : America
- Atersadenn Keith Emerson : The story of Prog Rock as told by Keith Emerson, Ian
Anderson, David Gilmour, Rick Wakeman, Rod Argent, Dave Brock, Fish and Heather
Findlay. Abadenn radio skignet d’ar 02/01/2007 : Raised On Radio
- Emerson Lake and Palmer : Tarkus
- Yes : Cans and Brahms (foñs son)
- Yes : Roundabout
- Pink Floyd : Breathe
- Caravan : In the Land of Grey and Pink
- Mike Oldfield : Ommadawn part 2
Levrlennadur :
- « Rock progressif » Aymeric Leroy – Embannadurioù Le mot et le reste


Larsen ha Mediator 65 : Heavy rock ar seventies, strolladoù e leizh 2 !

Larsen ha Mediator 65 : Heavy rock ar seventies, strolladoù e leizh 2 !

13/04/2023

Salud deoc’h mignoned ar rock ‘n roll. Selaou a rit Larsen ha Mediator, an abadenn a
zezrevell istor ar rock abaoe e orinoù. Emaomp o vont da genderc’hel hor beaj er seventies
gant hor rummad gouestlet d’an hard rock. Hiziv e vimp gant strolladoù a sone kentoc’h en
eil kevre. Ne dalvez ket ne oant ket kenkoulz hag ar re all, n’int ket ken anavezet tra ken.
Ha c’hoazh klaoustre a ran n’o do strolladoù ‘zo sekred ebet evit lod eus ar selaouerien.
Deomp dezhi, setu ni loc’het evit un hanter-eurvezh riffoù gitar !
Playlist :
- Van Halen : Eruption
- Mountain : Mississipi queen
- Blue Öyster Cult : Career of evil
- NBC’s saturday night 08/04/2000 : More cowbell : (eztennad son)
- Blue Öyster Cult : Don’t fear the reaper
- Nazareth : Hair of the dog
- Thin Lizzy : The boys are in town
- Montrose : Bad motor scooter
Levrlennadur :
- « Hard rock, heavy metal, metal », Fabien Hein, Embannadurioù Mélanie Seteun
- « Metal Story », Andrew O’Neill – Hachette Heroes
- « L’odyssée du rock », florent Mazzoleni, Hors Collection Editions


Première Précédent Suivant Dernière