Ifig Troadec a ginnigo deomp Bistro an Istor a vo dalc'het 'benn-arc'hoazh e Kastell-Nevez-Ar-Faou diwar-benn ar Fest Noz deuet da vezañ ur glad didañvezell. Annaïg Kere a ginnigo deomp "Kan an Noz" disadorn e Brasparzh. Cédric Binet a gomzo deus ar skrivadeg a vo e Mirdi Bothoa. Ronan Davallan a ginnigo deomp ar c'hentelioù brezhoneg e Sant Nikolaz.
Michel Toutous hag a zo e penn Bagad sant Brieg a gomz deomp deus Jean-Pierre Ellien aet d'an anaon digwener. Jérôme Olivri a ginnig deomp 400ved niverenn "Al Liamm". Gweltaz Lintanff a ginnig deomp pladenn ar strollad "Eien".
Charlie Grall unan deus kentañ aozerien ar gouel ha Vincent Abaziou deus Ti Kêr Karaez a ginnig 24vet gouel al levrioù e Karaez d'an 26 ha d'an 27 a viz here. Un abadenn vo graet war-eeun e Karaez gant RKB d'ar sadorn 26 adalek 15e gant Liseidi Karaez ha Fabienne Juhel hag un all d'ar sul 27 etre 15e ha 17e.