François Penne a gomz deomp deus un emvod gant ar MSA d'ar 26 a viz du e Plougonver diwar penaos kozhaat er ger. Jean-Yves Briou a ginnig ar pred Nedeleg kinniget gant "Nedeleg Partaj" e Pabu. Tanguy Gicquel a ginnig deomp kaozeadennoù e brezhoneg e Bear gant ar gevredigez "Hent don".
Michel Provost a ginnig deomp ar friko prun 'vo servijet gant ar gevredigezh "1/3 ha 1/4 Monde" disadorn e Kerien Malo Bouessel du Bourg deus "Produet e Breizh" a gomz deus ur film testenioù diwar pennoù embregerezh o deus graet o mad eus ar brezhoneg Denise Leyzour deus ar "Secours Populaire Kallag" a gomz deus gwerzh c'hoarielloù 'vo dalc'het disadorn e Kallag Julien Cornic a ginnig deomp ar CD "Goude an overenn - Istorioù fentus Bro-Dreger".