Naoned E Live

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

Amelik e live !

Amelik e live !

22/04/2024

Fenoz en abadenn Naoned e Live e tegemeran un arzourez yaouank anavezet-mat gant lod ac’hanoc’h. Amelik a oa bet klevet he sonerezh war leurenn an taol-lañs e [Gouel Broadel ar Brezhoneg] (https://gbb.bzh/fr/) e Langonned. Lipet ganti priz 1añ ar rummad arzourien pe arzourezed an dazont. Kaset he deus he raktresoù pelloc’h c’hoazh dibaoe. Darempred... Diskouez muioc'h


The Greenings e Live

The Greenings e Live

16/02/2024

Asambles omp gant The Greenings. The Greenings zo un daouad binviji kordennet a vro Naoned. Guinou gant ar gitar ha Jessica ouzh ar violoñs. Kerdin moumounet pe gwallgaset war lusk sonerezh Iwerzhon. Eus ar folk hengounel d’an tonioù rock ‘n roll vo klevet ganeoc’h peadra da veajiñ dreist lennoù, takadoù geuniek ha menezioù an enezenn. Setu, selaou... Diskouez muioc'h


Plouz & Foen e Live

Plouz & Foen e Live

22/12/2023

Toutz ha Kavaï zo deuet d'ober un tamm tro e studio Radio Naoned.
Kinnig a reont deomp tonioù Plouz & Foen gant ur startijenn dibar ha dic'hortoz !
[Facebook] (https://www.facebook.com/PlouzFoen)
[Insta] (https://www.instagram.com/plouzhafoen/)
[Video Plouz & Foen e Radio Naoned] (https://www.youtube.com/watch?v=S54mD4lZq2I)


Jalouse e Live

Jalouse e Live

17/11/2023

Ar strollad Jalouse zo tremenet dre studio Radio Naoned !Jalouse zo ur raktres Elektro pop pe Pop gall. Tonioù fardet gant syntheoù pe mekanikoù elektronek, lusket gant riffoù gitar tredan Nicolas. Kement-se gwisket cheuc’h gant pozioù Florent ! An daouad a lak ac’hanomp da veajiñ en ur bed sonerezh levezonet gant hollvedoù Dao, Taxi Girl pe Bashun... Diskouez muioc'h


Kelf e Live

Kelf e Live

13/04/2023

An daouad Kelf a ginnig deomp ur veaj ! Un dro-vale dre lanneier taouarc’hek an Donegal, ur bourmenadenn war torgennoù digempez Connemara a vo treset deoc’h a-hed an eurvezh sonadeg-mañ. An div Vreizhadez Johanne KERNIN ha Virginie LE FURAUT, ganet o-div e bro an Oriant, war ribloù tramor ar Mor-Bihan, a zo o vont d’hon henchañ gant ur roll tonioù ... Diskouez muioc'h


Les Ptites Mains Baladeuses e Live

Les Ptites Mains Baladeuses e Live

13/04/2023

Les p’tites mains baladeuses zo un daouad. Div blac’h o chom er Winieg en em gavet da seniñ ha da ganañ asambles. Nolwenn plac’h he boest an diaoul ha Marine ur ganerez a lak hec’h arched da ruzañ ouzh kerdin he violoñs. Evito o-div eo ar sonerezh un dudi ha n’eo ket ur vicher. Un dudi pouezus koulskoude, maget abaoe o yaouankiz.Un hollved sonerezh... Diskouez muioc'h


Chant-à-Stick e live

Chant-à-Stick e live

13/04/2023

Chant-à-Stick zo liamm ur vouez flour hag ur benveg dic’hortoz, ar Chapman Stick. Ar benveg-se zo heñvel ouzh brec’h ur gitar 12 kordenn anezhañ. Eus un tu, sioulder ha lusk ur gitar boud eus an tu all, kensoniezh ur gitar, peadra da soñjal en un delenn. Cécilia ha Yannick a ro deomp rekipe ur sonerezh eklektel gant tonioù brudet ar Soul, Jazz ar R... Diskouez muioc'h


Atrium e Live

Atrium e Live

13/04/2023

Atrium zo tremenet da ginnig deomp e donioù nevez ! Sadbh a oa deuet da ganañ un nebeud bloavezhioù 'zo gant ar strollad Good Bad & Young. Hiziv eo gant Jeanne, kanerez, Elie er gitar boud hag Alexis an tabouliner hag eo deut Sadbh da seniñ gitar ha da ganañ. Atrium a lak e nerzh hag e fulor da zibuniñ e soñj diwar-benn ar gevredigezh a-vremañ. Da ... Diskouez muioc'h


Nantesse BoogaloO e Live !

Nantesse BoogaloO e Live !

13/04/2023

Un triad binviji kouer, harpet gant krennadennoù kerdin ur gitar boud hag ur gitar tredan kaset gant lusk ur bateri dirollet. Sed aze rekipe Nantesse Boogaloo, tonioù Afrobeat gant levezonoù funk a-wechoù pe Acid Jazz gwechoù all. Tonioù brudet Mandrille pe Kool and the Gang adtapet gant ul lusk groovy da lakaat ac’hanomp da hejañ hor BoogaloO !


Gloria Cicada e Live

Gloria Cicada e Live

13/04/2023

Gloria Cicada zo ur strollad bet savet e 2020 pa oa kenfinet an dud er gêr 'blam d'an enkadenn yec'hed. Ha ya, dav eo din lâr eo da gentañ Kévin ha Rebecca ur c'houplad. Ur c'houplad arzourien eta ! Rebecca zo komedianez a-vicher, kanerez emzesket e ra pep tra diwar glevet. Da 8 vloaz he doa skrivet Rebecca he barzhonegoù kentañ hag e 2010 en em ga... Diskouez muioc'h