'Ban abadenn eo bet kinniget programm an devezh, dielfennet an devezh kampionad a oa bet d'ar Sadorn.
Klevet eo bet Christian Pélé, prezidant Bodadeg ar Gouren, ha Jack Ewart zo gourener gant skipailh Bro-Saoz.
Kaset eo an abadenn gant Roxane Chausson, Zan Michat hag Erwan Blanchard. Iffig Kalvez, eus Arvorig FM, a oa mestr an teknik.
War-eeun eus Lokournan e oa bet displeget gourfennoù Kampionad Europa Gouren ha Back-Hold d'ar Sadorn 19 a viz Ebrel.
Selaouit an abadenn en-dro a oa bet kaset gant Aela Bricaud-Salomon, Roxane Chausson, Zan Michat hag Erwan Blanchard. Iffig Kalvez en Arvorig FM a oa ouzh teknik.
'Ban abadenn e vo klevet Aela Bricaud-Salomon, Roxane Chausson, Zan Michat hag Erwan Blanchard o kinnig Kampionad Europa ar Gourenoù Keltiek. Ouzh an teknik e oa Iffig Kalvez en Arvorig FM. War-eeun e oant eus Lokournan.
Pedet e oa bet Andre Lagadeg eus skol gouren Pleiber-Krist.
Da geñver eil devezh Champion's League e oa bet degemeret Stade Brestois gant Red Bull Salzburg. Gounezet o doa ar Vretoned o match kentañ ouzh kampion Aostria Sturm Graz gant un disoc'h 2-1... Lañset eo ar c'houlzad Champion's League war an ton bras. Reiñ a reomp da selaou an eil krogad zo bet c'hoariet gant Stade Brestois e Kip Europa. An dro mañ emañ ar re Ti Zefs 'ba Salzburg... Ur match eus ar c'hentañ bet gounezet gant Brest 4 da 0... Displeget e oa bet ar c'hrogad gant Leo Gwilherm hag Erwan Blanchard, war eeun eus studio Arvorig FM 'ba Landerne.