Stajiadezed ha stajiad Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon.
Pedet oc’h e « Korn ar Vugale » gant Adeline, Mélanie, Solenn, ha Morgane. War roudoù al loened gouez e vioc’h kaset ganto.
Da glevet en abadenn-mañ :
Kontadenn ar Gazeg-Koad
Bugale skol ar Gantelloù e Roazhon
Pierre-Yves, buhezour Ti Menez Are
Stajiadezed ha stajidi Skol an Emsav o deus enrollet abadennoù radio en hor studio e Roazhon.
Victor en deus tapet krog e mikroioù Radio Naoned, ha savet un abadenn diwar ar sonerezh hag ar frommoù treuzkaset ganti.
Klevet e vo Riwall ha Cindy diwar o darempredoù gant ar sonerezh.
Stajiadezed ha stajiad stummadur Skol an Emsav e Sant-Ervlan o deus enrollet o abadenn blato.
Catherine, Myriame, Lucie, Mélanie ha Romain zo en em staliet ouzh mikroioù Radio Naoned, int-o-femp a laka ar gaoz war plas ar brezhoneg e Bro-Naoned, piv eo ar re a lak bevañ ar yezh e kêr vrasañ Breizh ?
Da glevet en abadenn-mañ :
Angélique evit Kentelioù an Noz,
Ganaël, animatour e kreizenn dudi Patati,
Ur reportaj e skolaj Diwan Liger-Atlantel,
Solen Pedron, kuzulierez kêr e ti-kêr Sant-Ervlan, hag ur C'hwizz e fin an abadenn evit priziañ ho sevenadur !
Stajidi ha stajiadezed Skol An Emsav zo deuet d’hor studio e Roazhon da enrollañ abadennoù.
Tu caozes-ti galo ? Ouzhpenn brezhoneg a vo klevet en abadenn-mañ, dre m'o deus dibabet Annouck, Anaïs ha Damien lakaat ar gaoz diwar yezh Breizh Uhel. Peadra da vezañ benéze !