Sell 'ta piv

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Sell ’ta piv #5 

Sell ’ta piv #5 

03/09/2024

Abadenn viziek bro-Kemperle buhezet ha kenaozet gant Iwan Rouz.

En abadenn:
Marsel Moazan : degemer Iwerzhoniz e Kerien (hag ur sell war gevelladurioù parrezioù Breizh hag Iwerzhon)
Rejin Gwilhamod : Kentelig brezhoneg : rener + ranig verb + verb (chomet hep bout displeget)
Roland Peron : desket kanañ dre an iliz - mont d’ar pardonioù gwezhall war velo
Lionel Olier : un tammig kentel war ar yezh a-ziwar un divinadell diwar levr Mouez(h) Kerne gant Pierre Martin
Rejin Gwilhamod : Rimadell "Kaourintin ar gevnidenn"
Anne-Marie Colomer : an dastum kanaouennoù e Kloar-Karnoed
Deiziataer ar miz e kenlabour gant Ti ar Vro bro Kemperle

Ton gant Storlok : Botoù-koad dre dan tennet eus ar bladenn Stok ha stok gant ar strollad Storlok, Denez Abernot o kanañ (ha neket Bernez Tangi evel hor beus lavaret en abadenn!)

Ouzh an teknik : Dimitri Le Roy
Un abadenn savet evit Radio Kerne, diwar emglev etre Radio Kerne, Radio BOA ha Ti ar Vro bro Kemperle. Skoazellet ar seveniñ gant Radio BOA.
Enrollet e Kemperle e studio Radio BOA.

-----
Daveennoù:
MARTIN Pierre 1997 : Mouez Kerne – Écho de Cornouaille, emb Kelc’h Sevenadurel Kervarker.


Pozioù ar rimadell Kaourintin ar Gevnidenn gant Rejin Gwilhamod :
Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san,
Glav zo o tont a gas Kaourintin d’an traoñ.
Setu an heol en-dro, ‘ra plijadur de'i,
ha Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san.

Pozioù all (gant Iwan Rouz)
Kaoutin ar gevnidenn
’ krapat douzh ar c’haon…
Daet un tamm c’hwistigenn
koue’et Kaoutin d’an traoñ.

Sed deuet en-dro, an huonig drant !

Kaoutin ar gevnidenn
’ krapat douzh ar c’haon…

Savit hoc’h adstummoù diwar ar rimadell-se o lakaat loened all er jeu !


Sell 'ta piv ! #04

Sell 'ta piv ! #04

01/08/2024

Sell 'ta piv ! gant ar skipailh animatourien·ezed a-youl-vat eus Bro Kemperle :

Iwan Rouz, kargad a vuheziñ e Ti ar Vro Bro Kemperle, o pennanimañ

An divinadell gant Lionel Ollivier awenet gant al levr "Mouezh Kerne" gant Pierre Martin.

C'hoarierien bouloù Kemperle, aterset gant Iwan Rouz

Rejin Gwillamot, kentel / rimadell diwar-benn lusk ar yezh

Jakez de Poulpiquet, diwar-benn ar Gevredigezh Vrezhon, aterset gant Iwan Rouz

Deizhiater Ti ar Vro Bro Kemperle


Teknik : Dimitri Le Roy

Kenurzhiañ : Ti ar Vro Bro Kemperle gant sikour Radio BOA ha Radio Kerne

Enrollet e studio Radio BOA


Skeudenn : Sébastien Charles Giraud : Jeu de boules à Pont-Aven (1869, mirdi arzoù kaer Rouen)


Sell 'ta piv ! #03

Sell 'ta piv ! #03

02/07/2024

Sell 'ta piv ! an trede abadenn gant ar skipailh animatourien·ezed a-youl-vat eus Bro Kemperle :

Iwan Rouz, kargad a vuheziñ e Ti ar Vro Bro Kemperle, o pennanimañ

An divinadell gant Lionel Ollivier awenet gant al levr "Mouezh Kerne" gant Pierre Martin.

Remy Pierre, eus ar gevredigezh ar Sklêrijenn en Hennebont, aterset gant Iwan Rouz

Rejin Gwillamot, kentel An doare da respont ya hag an doare da nac'hañ hag ar rimadell Piv 'ra unan

Enrolladennoù graet da geñver an Enez Presk gant Marie-Do ar Gwillou kaset da benn gant Lucie Barral

Saig Jestin, da geñver Kendalc'h ar Gevredigezh Vrezhon, aterset gant Iwan Rouz

Deizhiater Ti ar Vro Bro Kemperle gant Johanna Michel

Nolwenn Le Crann ha Nolwenn Dupont diwar-benn pik-nik glad Roc'helloù an Diaoul d'an 10/07 aterset gant Johanna Michel


Teknik : Dimitri Le Roy

Kenurzhiañ : Ti ar Vro Bro Kemperle gant sikour Radio BOA ha Radio Kerne

Enrollet e studio Radio BOA


Skeudenn : Roc'helloù an diaoul gant Fabrice Cadou


Sell 'ta piv ! #02

Sell 'ta piv ! #02

11/06/2024

Sell 'ta piv ! an eil abadenn gant ar skipailh animatourien·ezed a-youl-vat eus Bro Kemperle :
Iwan Rouz, kargad a vuheziñ e Ti ar Vro Bro Kemperle, o pennanimañ
Ur gentel war ar brezhoneg gant Lionel Ollivier awenet gant al levr "Mouezh Kerne" gant Pierre Martin.
Penaos 'vez savet un abadenn radio ? Ur gronikenn gant Catherine Goas
Deizhiater Ti ar Vro Bro Kemperle gant Johanna Michel, kenurzhierez ar gevredigezh
Ur gentel war an daou verb kregiñ hag echuiñ hag ar rimadell An Amzer gant Rejin Gwilhamod
Teknik : Dimitri Le Roy
Kenurzhiañ : Ti ar Vro Bro Kemperle gant sikour Radio BOA ha Radio Kerne
Enrollet e studio Radio BOA

Bonuz
Pozioù ar rimadell An Amzer :
1, 2, 3 Unan, daou, tri, pegiz 'vo an amzer, Mari ?
4, 5, 6 Pevar, pemp, c'hwec'h, marse 'vo erc'h !
7, 8, 9 Seizh, eizh, nav, marse 'vo glav !
10, 11, 12 Dek, unnek, daouzek, brav 'vo an amzer tuchantig !
13, 14, 15 Trizek, pevarzek, pemzek, cheñch a raio bremaik.
16, 17, 18 C’hwezek, seitek, triwec’h, gleb-teil ‘vo e pep lec’h.
19, 20 Naontek hag echu gant ugent, bravat kanevedenn.
Skeudenn : Elijah Merrell dre Unsplash


Sell 'ta piv ! #01

Sell 'ta piv ! #01

06/05/2024

Setu an abadenn gentañ gant ar skipailh animatourien·ezed a-youl-vat eus Bro Kemperle :
Erwan Rouz, kargad a vuheziñ e Ti ar Vro Bro Kemperle, o pennanimañ
Anne-Laure Dubois, skolaerez e skol Jacques Prévert e Plañvour hag he skolidi ha skoladezed o tibunañ haikuioù.
Ur gentel war ar brezhoneg gant Lionel Ollivier awenet gant al levr "Mouezh Kerne" gant Pierre Martin.
Atersadenn Mickael Bihannic eus BCD -Sevenadurioù (gant Erwan Rouz).
Ur gentel war "Mont da / bezañ e" hag ar rimadell "Kaourintin ar gevnidenn" gant Rejin Gwilhamod
Teknik : Dimitri Le Roy
Kenurzhiañ : Ti ar Vro Bro Kemperle / Radio Kerne gant sikour Radio BOA
Enrollet e studio Radio BOA

Bonuz
Pozioù ar rimadell Kaourintin ar Gevnidenn :
Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san,
Glav zo o tont a gas Kaourintin d’an traoñ.
Setu an heol en-dro, ‘ra plijadur dezhi,
ha Kaourintin ar gevnidenn ‘pignat ‘barzh ar san.
[Poelladenn Mont da... da... / Bezañ e... o...] (https://www.radiokerne.bzh/wp-content/uploads/2024/05/Poelladenn_Rejin_1.jpg)