Un Den Er Bed

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Léonard Peltier, un hir a vac'hadenn bolitik

Léonard Peltier, un hir a vac'hadenn bolitik

13/04/2023

Goude marv Crazy Horse e 1877, goude ma oa bet peursujet Red Cloud ha drouklazhet Sitting Bull e 1890, goude lazhadeg Wounded Knee ne chome mui netra eus ar Resistañs norzh-amerindian kalonek a oa bet kaset gant ar bobl Sioux e fin an XIXvet kantved. Kraouiet 'oant bet e mirvaou treset o harzhoù gant an Norzh-amerikaned nevez, diberc'hennet eus o d... Diskouez muioc'h


Alexander Fleming hag ar penisilin

Alexander Fleming hag ar penisilin

13/04/2023

D'an 3 a viz Gwengolo 1928 e tistro Alexander Flemig d'e labourva, goude ur prantad vakañsoù. Labourat a ra evit ar Saint-Mary's Hospital, e Londrez. Lezet en doa bakterioù stafilokok kreskiñ ha liesaat. ha kavour a ra ar boestoù m'emaint trevadennet gant un doare kotoñs arc'hlas, lous. Ar foueenn penicillium notatum eo a zo bet kavet he hent ganti... Diskouez muioc'h


Tetsu Nakamura an Afgan

Tetsu Nakamura an Afgan

13/04/2023

Tetsu Nakamura, 74 bloaz, zo bet muntret, e Afghanistan d'ar 4 a viz Kerzu, asambles gant e bemp gward. Japanaat 'oa bet en ur vuhez kentañ, met adal ar poent 'oa arru er vro m'en doa da zegas sikour d'an dud, ouzhpenn 40 vloaz z'o, oa troet da Afghan penn kil ha troad, betek en e voustachoù.


Maria Lai

Maria Lai

13/04/2023

Ar gazetennerez Diane Lisarelli, mil mersi dezhi, he deus graet din ober anaoudegezh gant Maria Lai nevez zo. Maria Lai a zo aet diouzimp e 2013. Graet he doa eus an arz ur mod da brederiañ al liammoù etre an dud, evite d'en em garout an eil re hag ar re all un tammig gwelloc'h, eeunoc'h, aesoc'h.


Guda & Leanezed-enlivourezed ar Grennamzer

Guda & Leanezed-enlivourezed ar Grennamzer

13/04/2023

Er grennamzer, er manatioù, e veze staliet an eilerien hag an enliverien er scriptorium. O c'harg 'oa ober eilennoù kaer eus ar skridoù relijiel, eus oberennoù dedennusañ an Henamzer. A vanati da vanati ez ae ar skiant hag ar sevenadur. Moien ez eus bet da wiriañ ma veze kavet merc'hed er manatioù-se, aozet evit kopiañ ar skiant, al lennegezh, ar r... Diskouez muioc'h


Big Eddie & Little Eddie

Big Eddie & Little Eddie

13/04/2023

E 1975 ez eus deuet ouzh ar skrammoù amerikan un teulfilm dreistordinal, ha bet renket buan e-touesk pennoberennoù ar sinema norzh-amerikan gant ar brizerien filmoù: Grey Gardens. Anv un ti eo Grey Gardens, un ti en Hamptons. N'eus ket kalz a vanlevioù ken c'heuc'h, ken pinvidik, ken bourc'his er Stadoù-Unanet hag hemañ, the Hamptons, war Long Isla... Diskouez muioc'h


Gabriele Münter

Gabriele Münter

13/04/2023

Gabriele Münter a oa bet ganet e Berlin en ur familh bourc'his e 1877. Yaouank-tre dija 'oa komañset da dresañ. Lakaet e oa bet da zeskiñ ar piano ivez. Un deskadurezh boutin evit ur verc'h d' ar vourc'hiselezh d'ar poent-se. Buan he deus kavet plijusoc'h an arzoù grafek, ha lezet eo bet d'ober he choazoù gant he zud. Ur skoilh he doa anavezet, en ... Diskouez muioc'h


Tom ha Kitty Higdon

Tom ha Kitty Higdon

13/04/2023

Ar grev hirañ bet kaset biskoazh e Bro Saoz 'oa bet lañset e 1914 gant skolidi hag o zud evit difenn ur c'houplad mistri-skol, Tom ha Kitty Higdon. Padet eo 25 ploaz, betek marv Tom e 1939. Tom ha Kitty Higdon a oa bet tennet o c'harg digante goude ma oa bet displijet izili ar poellgor karget da aozañ an deskadurezh en o c'horn-bro. Mennet mat e oa... Diskouez muioc'h