Poent 'zo bet

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

Jean Keginer 2

Jean Keginer 2

29/05/2026

Hiviz e adkavomp Jean Keginer eus Sant-Sev, ganet er bloavezh 1908. En deiz all oa bet boulc'het ur frapad kaoz etre Jean Keginer ha Mikael Madeg diwar-benn lazhañ ar moc'h gwechall, peogwir ez ae Jean da ober pa veze goulennet digantañ. Kendalc'homp ganti. Ur wech lazhet ha troc'het ar moc'h, petra vez graet gant ar gwad? Anv 'vo gant Jean eus bouedoù: gwadegennoù, stripoù hag anduilh.
War ar c'hleuzioù 'vo lakaet ar gaoz ivez. Kleuzioù keuneud warno. Meneg 'vo gantañ eus labour ar fagoderien.


Jean Keginer 1.

Jean Keginer 1.

15/05/2026

Hiziv 'barzh an abadenn e selaouomp ur pennad-kaoz gant Jean Keginer eus Sant-Seo. Nepell eus Montroulez emañ Sant-Seo da lavaret eo tostik brezhoneg Jean Keginer ouzh hini Bro-Dreger. Gant Jean Keginer ha Mikael Madeg 'vo anv eus al labour-douar gwechall, al labour war-dro an tiegezh, al labour war-dro al laezh... D'ar marc'had, da goc'hi Montroulez 'veze kaset amann, vioù ha yer. Jean a lavar ivez penaos 'veze lazhet ar moc'h gwechall.


Alfoñs Arzel 3.

Alfoñs Arzel 3.

30/04/2026

An abadenn ziwezhañ gant Alfoñs Arzel diwar-benn peñse ha prosez an Amoco.
A-benn ar fin, e miz Genver 1992, goude 14 vloavezh a stourm, oa bet kondaonet an Amoco da baeañ 225 million a lurioù gall d'ar sindikad a vode strollegezhioù publik Breizh.


Alfoñs Arzel 2.

Alfoñs Arzel 2.

27/04/2026

Diwar-benn peñse ha prosez an Amoco. Hag e kendalc'homp ganti. Petra ober? Ramas ar petrol pe get? Bet kemeret an diviz gant ar parrezioù saotret en em vodañ hag ober ur prosez e New-York. Emañ Alfoñs Arzel o vont da gontañ deomp an turubailhoù 'zo bet evit ar stal da benn.


Alfoñs Arzel 1.

Alfoñs Arzel 1.

03/04/2026

Ur pennad-kaoz gant Alfoñs Arzel ganet e Gwitalmeze e 1927 hag aet d'an anaon e 2014.
Maer eo bet e Gwitalmeze pad meur a varc'had nav vloaz hag eo bet senedour ivez.
Brudet eo ar stourm renet gantañ e penn maered ar c'homunioù saotret gant reverdi zu an Amoco Cadiz.


Therese Morvan eus Ploñger 3.

Therese Morvan eus Ploñger 3.

26/02/2026

Da glozañ ganti, marvailhoù a bep seurt gant Therese: frikojoù war ar maez gwechall, ar misionoù hag an taolennoù, ar gouloù-noz ha gouloù-rek, istor Biel ar c'hi du hag istor ur sorser all...


Thérèse Morvan 2.

Thérèse Morvan 2.

23/02/2026

Marvailhoù a bep seurt adarre, diwar-benn ar gouren, istorioù peñse hag anv eus al Lipari.


Mme Morvan eus Ploñger.

Mme Morvan eus Ploñger.

20/01/2026

Un enrolladenn gant Therese Morvan eus Ploñger ganet e 1892.
Ar gomz diwar-benn anvioù-lec'hioù hag istorioù peñse.


Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 4.

Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 4.

25/11/2025

An abadenn ziwezhañ ganto. Diwar-benn al louzeier da bareañ an dud hag an anevaled, istorioù tud bet kilhet!, ha diwar-benn ar bezhin.


Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 3

Jean Bian Poudeg & Goulhan Bergot 3

06/11/2025

Marvailhoù a bep seurt ganto: kemm etre speredoù an dud ar parrezioù tro war-dro, ar bevañs hag an tiez gwechall, dimeziñ & bazhvalan, istorioù Paotred ar Zabat...


Da-heul Diwezhañ