Dilennadegoù 2024 - petra eo ho soñj ?

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Clelia, animatourez sevenadurel

Clelia, animatourez sevenadurel

28/06/2024

Emaomp gant Clelia Steczuk - Ansquer, animatourez sevenadurel e Ti ar Vro Kemper, o chom e tro war-droioù Kemper. Eus pegen a-bouez eo souten bed ar sevenadur 'vo kaoz, eus talvoudegezh ar c'hevredigezhioù a bep suert er vuhez pemdez ivez hag eus koust ar vuhez 'vo kaoz ganti ivez.


Pauline Kerskaven, karget gant ar c'hehentiñ hag an emglev e Dour ha Stêrioù Breizh

Pauline Kerskaven, karget gant ar c'hehentiñ hag an emglev e Dour ha Stêrioù Breizh

26/06/2024

Ar pennad " [L'urgence politique est aussi environnementale] (https://www.eau-et-rivieres.org/legislative2024?fbclid=IwZXh0bgNhZW0CMTEAAR3yc45YaHI1kJ1X3VUM-NCO62AEEAkLfdDvs0wvmxKy8EhTFAw4cwyaHTU_aem_Zx93C7BNky6n-dlg-wXdqA) " a oa embannet d'an 18 a viz Even gant Dour ha Stêrioù Breizh. Ar gevredigezh a warez kalite an dour hag an endro dourek a c'halv an dud d'en em vodañ a-enep da vennozhioù an tu-dezhoù pellañ.

Ar memes sizhunvezh e oa skignet ur reportaj diwar-benn kalite an dour war aodoù Landunvez gant Envoyé Spécial war France 2. Sujed an abadenn a oa ar saotradur er mor el lec'h ma z'a an dud da gouronkañ.

Gant Pauline Kerskaven a zo karget gant ar c'hehentiñ hag an emglev e Dour ha Stêrioù Breizh e lakaomp ar gaoz war blas an endro er politikerezh. Kregiñ a ra o tisplegañ penaos eo stad an dourioù hag ar mor e Breizh.


Yann-Ber, kelenner war e leve

Yann-Ber, kelenner war e leve

26/06/2024

Emaomp gant Yann Ber Kemener, kelenner war e leve, o chom e gourenez Kraon, e Terrug. Deus ar yec'hed ha pegen diaes eo gwelet mezeien ha mezeged ispisiliazet pa vezer o chom pell eus ar c'hêrioù bras 'vo kaoz gantañ ; deus an nebeut a baizanted a chom er vro ha deus al lojeiz 'vo kaoz ivez.


Annezidi hag annezadezed Bro Roazhon ha Naoned

Annezidi hag annezadezed Bro Roazhon ha Naoned

25/06/2024

An dilennadegoù a vo e fin ar sizhun a vez dalc'het en un endro dibar a c’hellfe cheñch kalz traoù. Bet eo Liza Jakez-Vargas ha Morgane Cotten o kejañ ouzh annezadezed hag annezidi korn bro Roazhon ha Naoned ha goulennet o eus gante dija hag ez zafent da votiñ.


Annaig, penn embregerezh

Annaig, penn embregerezh

19/06/2024

Emaomp gant Annaick Rouxel, o chom e Bro Vigouden Uhel, war ar maez. Penn embregerezh eo.
Eus koust al leve, ar brezhoneg, ar servijoù publik, an endro hag al labour-douar, hag an embregerezhioù 'vo kaoz ganti.


Youn ha Jean bet medisine en ospitalioù ha war ar maez

Youn ha Jean bet medisine en ospitalioù ha war ar maez

19/06/2024

Youn ha Jean, bet medisined en ospitalioù bihan ha braz, bet o labourat war ar maez hag e broioù estren a ro deomp o soñj war kudennoù ar yec'hed e Bro C'hall hag e Breizh. Lodenn 2


Youn ha Jean bet medisined en ospitalioù ha stalioù war ar maez

Youn ha Jean bet medisined en ospitalioù ha stalioù war ar maez

19/06/2024

Youn ha Jean, bet medisined en ospitalioù bihan ha braz, bet o labourat war ar maez hag e broioù estren, a ro deomp o soñj war kudennoù ar yec'hed e Bro C'hall hag e Breizh. Lodenn 1