Tramor

Radio Kreiz Breizh

Liamm eilet er golver.

Jean-Michel Veillon : Breizh sag Iwerzhon 2/2

Jean-Michel Veillon : Breizh sag Iwerzhon 2/2

01/03/2026

Ur soner fleuït dreverz ampart, meus aterset ba' Tramor, Jean Michel Veillon e anv. Kontañ ra deomp e vuhez soner hag an darempred en deus etre div vro ereet a viskoazh : Breizh hag Iwerzhon.
Skeudenn: Poltred Jean-Michel gant Eric Legret


Jean-Michel Veillon :  Breizh sag Iwerzhon 1/2

Jean-Michel Veillon : Breizh sag Iwerzhon 1/2

01/03/2026

Ur soner fleuït dreverz ampart, meus aterset ba' Tramor, Jean Michel Veillon e anv. Kontañ ra deomp e vuhez soner hag an darempred en deus etre div vro ereet a viskoazh : Breizh hag Iwerzhon.
Skeudenn: Ar strollad Kornog en droiad amerikan e 1984


Sonerezh hengounel iwerzhon er sinema !

Sonerezh hengounel iwerzhon er sinema !

02/02/2026

Ar skramm bras ha tonioù iwerzhon a glever 'barzh ! Gangs of New York, Peaky blinders, Barry Lyndon... sed aze ur sapre bandennad blockbusters a ra gant ar sonerezh hengounel, hag ouzhpenn-se o deus roet brud d’ar sonerezh iwerzhon, o skignañ tonioù zo !


Lodennoù-son ‘ba sonerezh hengounel a-vremañ, deus bro Skos

Lodennoù-son ‘ba sonerezh hengounel a-vremañ, deus bro Skos

08/01/2026

Samples, backing tracks, overdub ha me oar-me... Hiziv 'lakomp ar gaoz war al lodennoù-son e sonerezh Bro-Skoz a vremañ. An tonioù 'meus dibunet a ro plas d’un diviz etre an hengoun hag un deknologiezh nevez, implijet lies hiziv an deiz endeo.
Poltred : Malin Lewis gant Jonathan Doyle


Bombardal tro ha dro d'ar bed

Bombardal tro ha dro d'ar bed

05/12/2025

Eil atersadenn ar soner Bombard Yann-Ewen L'haridon en ur selaou diouzh bombardoù ar bed, etrezek Bro Sina !
Poltred : Ar sonerez Zhang Qianyuan


Ar Vombarderien en Europ, betek ar C'haokaz.

Ar Vombarderien en Europ, betek ar C'haokaz.

03/11/2025

Atersadenn Yann-Ewen L'haridon, soner brudet amgin. Lodenn gentañ, raok mont da vroioù ar Reter ! Ur veaj a-galite !


Sonerezh Folk e bro Gembre

Sonerezh Folk e bro Gembre

02/10/2025

Atersadenn ar c'haner Gwilym Bowen Rhys e saozneg , troet e brezhoneg evel just! kanaouennoù folk displeget ha kanet e kembraeg -hed and abadenn gantañ.
[https://www.gwilymbowenrhys.com/] (https://www.gwilymbowenrhys.com/)


Lankum

Lankum

08/09/2025

Lankum, ur strollad deus Dulenn. An neb a selaouo dioute 'gomprenno raktal petra dalv selaou douz kanaouennoú kozh bout kanet n’ur mod nevez memes tra : klask mirout ur sentimant ispisial hag enoriñ amzer didermen an tonioù.


Fleuït a-dreuz iwerzhon gant Marion Portanguen

Fleuït a-dreuz iwerzhon gant Marion Portanguen

19/05/2025

Atersadenn Marion Portanguen, bet stajiadez er radio, a zo 'teskiñ brezhoneg. Fleuït 'son-hi, ha d'he zrugarez 'klevimp meur a-zoare disheñvel da seniñ Fleuït a-dreuz en Iwerzhon hag amañ, ba'r vro.


Ar Uilleann pipes

Ar Uilleann pipes

01/05/2025

Atersadenn Yoann An Nedeleg diwar benn ur bemveg tost hor c'halon dioutañ : ar pib ilin ! "The piper's choice", "dibaboù ar soner" en abadenn-se 'giz vez lâret 'badum' !


Da-heul Diwezhañ