E Ruz ha Du

Radio Naoned

Liamm eilet er golver.

28-05-2025 Echu gant ar c'houlzad

28-05-2025 Echu gant ar c'houlzad

28/05/2025

Echu ar c’houlzad gant Stad Roazhon ! Poent eo da Erwan, Maudan ha Tangi ober ar bilañs kentañ. Disoc’hoù fall ar skipailh pennañ, met ivez an trec’h e kib Gambardella gant ar re yaouank ha peseurt sell evit an dazont : setu ar pezh a vo klevet en abadenn.


30-04-2025 Kreñv a-enep d'ar re wan, gwan a-enep ar re greñv

30-04-2025 Kreñv a-enep d'ar re wan, gwan a-enep ar re greñv

30/04/2025

Disoc'hoù etre zo bet ar miz-mañ gant Stad Roazhon. Gant disoc'hoù mat a-enep d'ar skipailhoù gwan, ha disoc’hoù fall a-enep d'ar skipailhoù kreñv. Peadra da gaout spi evit an dazont pe er c'hontrol da vezañ ankeniet ?
Maudan, Erwan ha Tangi a glasko respont d'ar goulenn-mañ.


26-03-2025 Echu dija ar c'houlzad evit Stad Roazhon ?

26-03-2025 Echu dija ar c'houlzad evit Stad Roazhon ?

27/03/2025

Gant disoc'hoù diwezhañ Stad Roazhon eo pellaet traoñ ar renkamant. Met n'eo ket bet trawalc'h da adstagañ gant redadeg Europa. Neuze, echu eo dija ar c'houlzad evit Stad Roazhon ?
Setu ar pezh a vo gwelet gant Maudan, Erwan ha Tangi.


26-02-2025 Ul lañs nevez ?

26-02-2025 Ul lañs nevez ?

26/02/2025

Gwelloc'h an disoc'hoù gant Stad Roazhon ar miz-mañ = imoret gwelloc'h Maudan, Erwan ha Tangi.
Krogadoù kentañ Habib Beye, c'hoarierien ar greizenn stummañ o reiñ lañs d'ar skipailh, peadra a vo da lavarout gant harperien Stad Roazhon.


29-01-2024 Diwaskadenn ar bloaz nevez

29-01-2024 Diwaskadenn ar bloaz nevez

30/01/2025

Evit Stad Roazhon e krog ar bloaz nevez e-giz 'oa bet echuet ar bloavezh 2024 : matchoù kollet. Ar pezh a c'hell bezañ digalonekaus evit an harperien-ezed Ruz ha Du. Met n'eo ket trawalc'h evit Maudan ha Tangi da zilaoskel o c'hlub muiañ karet.
Disoc'hoù fall, c'hoarierien nevez, dazont Sampaoli : setu deus petra 'vo kaoz en abadenn-mañ.


18-12-2024 Bilañs lodenn gentañ ar c'houlzad

18-12-2024 Bilañs lodenn gentañ ar c'houlzad

19/12/2024

N'eo ket bet aes lodenn gentañ ar c'houlzad gant harperien Stad Roazhon. Met erruet poent ober un tamm bilañs. Peseurt sell war ar c'hoari ? Peseurt c'hoarier zo bet mat ha pehini zo bet fall ? Ha spi a c'hellomp kaout evit eil lodenn ar c'hampionad ?
Maudan ha Tangi a glasko respont d'ar goulennoù-mañ.


20-11-2024 Ur gourdoner nevez

20-11-2024 Ur gourdoner nevez

20/11/2024

Cheñchamantoù zo bet e penn ar skipailh Ruz ha Du nevez zo : ur gourdoner nevez zo erruet, Sampaoli e anv. Peadra da gaout spi en dazont ? Setu ar goulenn savet gant Maudan, gant Erwan, Glen ha Tangi.


8-10-2024 Disoc'hoù fall

8-10-2024 Disoc'hoù fall

10/10/2024

En eil abadenn E Ruz ha Du e tistroio Maudan Erwan ha Tangi war disoc'hoù Stad Roazhon ar miz paseet. Klasket 'vo gwelet peseurt c'hoarierien o deus tennet gounid deus ar sistem nevez ha peseurt re zo bet lakaet diaes, a-raok echuiñ o tigeriñ an diviz war an dazont, gant Julien Stephan pe get.

Bec'h dezhi Roazhon !


11-09-24 : Distro war ar merkato

11-09-24 : Distro war ar merkato

12/09/2024

Evit abadenn gentañ E Ruz ha Du e kinnig Maudan distreiñ war merkato Stad Roazhon ha penn-kentañ ar c'houlzad gant Tangi ha Saig.