Mizvezh ar brezhoneg ha nevez-amzer ar varzhed an hini eo er memes koulz. Dizoloit skridoù an div varzhez Anjela Duval ha Marcelle Delpastre betek fin ar miz e levraoueg Plouedern ! Skrivet o deus an div beizantez diwar-benn karantez o bro ha karantez o yezh. Doc'h ar C'houerc'had e Bro-Dreger eo an eil ha doc'h a C'hermont e Corrèze eo eben. Douja... Diskouez muioc'h
Kivri ar c'hleuzioù a vez savet gant Amélie Gloaguen, staliet e Plougastell. 25 anezho zo en he menaj ar feunteun wenn. Gwechall gozh e roent sikour d'ar beisanted evit ar c'hleuzioù e kornog Bro-C'hall, e Breizh hag e Bro-Normandi. Nebeutoc'h nebeutañ zo e Bro-C'hall met klask a ra ar gevredigezh Association de sauvegarde et de promotion des chèvres des fossés (ASP) saveteiñ anezho.
Klask a ra reiñ un taol-lañs d'he zi fourmaj e-barzh ur c'hontener hag a zo bet prenet warlene. Betek fin miz Meurzh 2024 e c'hell an dud reiñ sikour dezhi evit en em staliañ da vat.
Amélie Gloaguen, paysanne installée à Plougastell, élève des chèvres des fossés, une race locale qui a quasiment été en voie de disparition. Au total, elle en compte 25 dans sa ferme de la Fontaine Blanche qu'elle partage avec deux autres agriculteurs. Auparavant utilisées pour s'occuper des fossés dans le paysage de l'ouest de la France, une association s'est montée afin d'en assurer sa sauvegarde, Association de sauvegarde et de promotion des chèvres des fossés (ASP). Amélie Gloaguen en est membre.
Elle souhaite désormais mener son projet professionnel à bien : monter une fromagie dans un conteneur acheté il y a un an. Il est encore possible de l'aider financièrement jusqu'à la fin du mois.
Abaoe pell e plij da stourmerien ha stourmerezed Breizh kemer skouer Bro Iwerzhon abalamour eo an iwerzhoneg yezh ofisiel ar vro gant ar saozneg. Met n'eo ket a-walc'h, nebeutoc'h nebeutañ a dud a gomz ar yezh bemdez memes e tachennoù Gaeltacht e-lec'h e vez gwarezet. Seul vuioc'h a stourm e vo seul vevoc'h e vo. Se zo kaoz e vez kemeret e kont skouer Iwerzhon an Hanternoz gant stourmerien Bro Iwerzhon rak startijenn ha youl zo er vro.
Kazetenner eo bet Tudi Crequer er vro ha gantañ emaomp en abadenn Buhez evit kaozeal eus 'se asambles. D'an 9 a viz Meurzh vintin e vo pedet gant Brezhoneg e Bro an Aberioù e Gwitalmeze er sal La clé des champs.
Les militants de Bretagne prennent depuis longtemps l'exemple irlandais pour faire reconnaître la langue bretonne comme langue officielle. Ceci dit, ce statut ne fait pas tout. De moins en moins de personnes le parlent au quotidien en République d'Irlande, même dans les zones protégées appelées Gaeltacht.
Or plus le combat reste vif, mieux ce sera et c'est le cas en Irlande du Nord ! C'est ce qu'a remarqué Tudi Crequer, journaliste qui a passé presque deux ans dans le pays dans le comté du Donegal, l'un des 7 Gaeltacht. Et c'est d'ailleurs pour cela que les militants de la République d'Irlande veulent désormais prendre exemple sur la lutte menée en Irlande du Nord afin de redynamiser la pratique de l'irlandais. Nous en parlons avec Tudi Crequer, invité le 9 mars prochain à Ploudalmézeau par l'association Brezhoneg e Bro an Aberioù.
E fin 2023 e oa bet embannet studiadenn ziwezhañ Ofis publik ar brezhoneg (Opab) diwar-benn ar brezhoneg e bed al labour. Dindan 10 vloaz eo kresket an niver a bostoù labour gant 1 800 post-labour kevatal leun amzer e Breizh pemp departamant e 2022. Krouet e vez ar muiañ a bostoù-labour e Penn-ar-bed gant tost da 900 post-labour, e bed ar c'helenn dreist-holl.
Deuet eo da vezañ ur gwir bed al labour. Da skouer e vez kinniget bep bloaz forom ar micherioù e Landerne gant an aozadur stummañ Stumdi hag ar bloaz-mañ e oa d'an 22 a viz C'hwevrer 2024. O kaozeal emaomp gant Meriadeg Vallerie eus an Opab eus ar studiadenn-mañ en abadenn Buhez. Hervezañ e vefe daou bal da dizhout evit ma vefe ledanaet bed al labour-mañ : desachañ an embregerezhioù prevez hag ar re yaouank a oar brezhoneg skoliaet e skolajoù, liseoù Diwan peotramant en hentennoù divyezhek.
L'Office public de la langue bretonne (Oplb) a publié fin 2023 leur dernière étude sur le marché du travail en langue bretonne. Le chiffre a augmenté, passant de 1200 à 1800 postes de travail équivalent temps plein, en dix ans. Le Finistère reste le département où il y a le plus d'emplois en langue bretonne avec 900 postes, principalement dans l'enseignement.
La langue bretonne est devenue un vrai marché du travail. Tous les ans, l'organisme de formation Stumdi organise par exemple leur forum des métiers à Landerneau et c'est à cette occasion que nous avons rencontré Meriadeg Vallerie, chargé d'études à l'Opab, lors de la dernière édition le 22 février dernier. Pour lui, le futur du marché du travail en langue bretonne doit relever deux défis : plus se développer dans le secteur privé et faire comprendre aux jeunes bretonnants scolarisés à Diwan ou dans les antennes bilingues que la langue bretonne est un atout dans le marché du travail.
Hep naouegezh artifisiel, brezhoneg ebet ken. 500 yezh referañset a vefe en arloadoù an naouegezh artifisiel war ouzhpenn 7 000 yezh komzet war ar bed. Poent eo e vefe lakaet ar brezhoneg er jeu, a-hend-all e vo graet hepti. Setu ar pezh a lavar Mélanie Jouitteau, yezhoniourez ha klaskerez er CNRS el labourva IKER. O kreskiñ emañ ar bed-mañ muioc'h... Diskouez muioc'h
Ouzhpenn 5 milion a dud o doa kemeret perzh e Bro Frañs e 2024 evit ar "miz hep alkol" hag a vez da vare Miz Genver bep bloaz. Mat eo prederiañ war ar boesoñ hervez Yann*, ezel eus ar gevredigezh Alcooliques anonymes, met n'eo ket evit ar re glañv. Rak ur c'hleñved an hini eo hag evet e vez muioc'h e Breizh evit e broioù all e Frañs.
Hemañ zo bet kollet gant ar boesoñ. Ne ev ket takenn alkol ebet dibaoe ouzhpenn 20 vloaz. Ober a reomp anaoudegezh gantañ en abadenn-mañ evit kaozeal hent e vuhez a-enep ar "brezel" ennañ.
Plus de 5 millions de personnes ont participé cette année en 2024 au "mois sans alcool" qui se déroule tous les ans en janvier. Pour Yann*, membre des Alcooliques anonymes, l'initiative est intéressante pour s'interroger sur sa consommation d'alcool mais elle ne s'adresse aux personnes malades. Car l'alcoolisme est une maladie et la consommation d'alcool est plus importante en Bretagne que dans d'autres régions françaises.
Lui-même a été malade et est désormais abstinent depuis plus de vingt ans grâce à l'aide familiale et à l'association Alcooliques anonymes. Dans cette émission, nous faisons sa connaisance et nous parlons du chemin de vie qu'il a eu face à cette "guerre" selon ses termes.
*Cheñchet eo bet e anv.
Son prénom a été changé.
Bep bloaz e vez goulennet arc'hant publik digant ar c'hevredigezhioù e Frañs diwar-benn raktresoù resis peotramant ar mont en-dro. E Brest, e Penn-ar-bed, ez eus 4 kevredigezh hag a zo bet nac'het o yalc'hadoù gant prefeti Penn-ar-bed daoust da akord ar c'homision. Petra zo kaoz ? Ne vez ket doujet ouzh reolennoù ar gevrad, Contrat d'engagement républicain (CER), a zo dav sinañ abaoe 2021 dibaoe al lezenn "séparatisme".
Canal Ti Zef, Ekoumène, Radio U ha Patronage Laïque Guérin zo er jeu hag ar wech kentañ eo c'hoarvez da bed kevredigezhioù Breizh. O lakaat ar gaoz emaomp war ar sujed-mañ en abadenn gant Kristen Falc'hon eus Canal Ti Zef ha Pierre Servain eus Ekoumène.
Les associations demandent tous les ans de l'argent public à l'Etat afin d'aider à leur fonctionnement ou le développement de projets particuliers. A Brest, dans le Finistère, quatre associations ont vu leurs subventions refusées par le sous-préfet après avoir été préalablement acceptées en commission. La raison ? Il n'y en a pas d'officielle pour le moment. Elle a expliqué à Canal Ti Zef que l'association ne respectait pas le contrat d'engagement républicain (CER). Ce contrat est obligatoire à signer depuis la loi "séparatisme" en 2021.
Canal Ti Zef, Ekoumène, Radio U et Patronage laique Guérin sont les quatre associations concernées. Une première en Bretagne. Nous en discutons ensemble avec Kristen Falc'hon de Canal Ti Zef et Pierre Servain dans cette émission.
Pinvidik eo Bro-Kemperle gant kalz a ganerien ha kanerezed enni. D'an 30 a viz Genver 2024 ez eus bet kinniget un "abadenn kanet" gant Ti ar vro Kemperle evit lidañ 30 vloaz Taol Kurun gant Guy Pensec, Anne-Marie Colomer ha Roland Peron. 30 vloaz zo ez aent da zastum kanaouennoù digant ar re gozh. Ober a reomp anaoudegezh gant unan anezho, Guy Pens... Diskouez muioc'h
Ne 'z a ket war-raok. D'an 22 a viz Genver 2024 e oa bet embannet teuliad kuzul uhel ingalded merc'hed paotred e Bro-c'hall
ha splann eo an disorc'h : 70 eus ar merc'hed a soñj dezho n'int ket bet desavet memes mod evit ar baotred er familhoù hag er skol.
An dizingalded etre merc'hed ha paotred er gevredigezh, er skol, e bed ar sport, e bed ar sevenadur a vez lakaet war-wel e-barzh 7 teul-film berr Anne Gouerou, "Reizh direizh". E Miz Genver hag e Miz C'hwevrer 2023 e vez skignet anezho bep sizhun en abadenn Bali Breizh war Frañs 3 Breizh.
L'égalité femmes hommes n'avance pas dans la société française. C'est en tout cas ce qui ressort du dernier rapport du Haut Conseil à l'égalité femmes hommes publié le 22 janvier 2024. 70% des femmes, par exemple, pensent qu'elles ont été éduquées différemment au sein de leur famille ainsi qu'à l'école.
La réalisatrice Anne Gouerou a souhaité mettre cela en avant dans ses sept films courts "Reizh direizh" diffusés actuellement sur la chaine France 3 Bretagne dans l'émission dominicale Bali Breizh.
An natur a blij kalz d'al livourez a-vicher Anna Preden ha tresañ a ra he zaolennoù tro-dro d'an tem-mañ dreist-holl. Mallus eo bezañ emren e-keñver ar boued eviti. Se zo kaoz e kenlabour gant ar gevredigezh La forêt des enfants, stourmañ a ra evit ma vefe plantaet muioc'h a wezennoù frouezh e Bro-C'hall hag e Breizh. Emporzhaet e vez muioc'h mui frouezh ha legumaj, nebetoc'h nebeutañ a werjezoù zo hag a-benn 2030 e teuio 55 % eus an labourerien douar war o retred.
Betek fin miz Genver e tiskouez Anna Preden ul lodenn eus outo er breserezh Tri Martolod e Konk-Kerne. Ul lodenn eus an arc'hant a z'euio da La forêt des enfants.
La nature est un sujet important pour la peintre professionnelle Anna Preden. Elle consacre la majeure partie de ses tableaux à cette thématique et c'est encore le cas dans son exposition actuelle à la brasserie Tri Martolod à Concarneau.
Il est important d'agir le plus tôt possible par rapport à l'autonomie alimentaire française et bretonne plus particulièrement. Les fruits et légumes sont de plus en plus importés, les surfaces des vergers diminuent de fait et 55% des agriculteurs partiront à la retraite d'ici 2030.
C'est pour cette raison qu'elle reversa une partie de l'argent de ses ventes à l'association La forêt des enfants qui replante des arbres fruitiers avec l'aide d'enfants.