Olier Berson a ro kentelioù brezhoneg gan Kerlen Sten Kidna ha Ti Douar Alre. Kont a ra deomp deus e istor gan ar yezh. Displega a ra ivez peseurt tud vez gwellet ba e gentelioù, ha perak 'deus c'hoant desko ar yezh. Er fin vo koajet gantan deus ar vro Island ha deus broioù all 'lem 'noe beajet.
Musik : Saga dæmda mannsins, Hljómar
Diam d'ober anaouedegzh gan Olier Berson ba bro an Alre. E dresadennoù vez gwelet ba leverioù evit ar vugale ha skeudennaouet 'noe al levr "De loen en large", scrivet gan Patrick Drean, diwar benn tro lavarioù liamed gan al loened. Hiri, e kontey deomp neuzen un tamm deus e vuhez tresour, penaos 'neus desket dreso, ha peseurt teknikoù a blija dehan implijo.
Setu lodenn zevezhañ get Marie Ar Floc'h-Grainig hag istoer skritur ar sonerezh. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag e vez desinet an notennoù èl e ramp bremañ. N'eus ket chañjet kalz a-c'houde 1601 ! Lod o deus ijinet traoù nevez ur sort. Mari a lâray muioc'h deomp !
MUZIK
Kreiz Breizh Akademi 9 - ’Noz Kent Aveit ’N Nihour
Limaj : Iannis Xenakis neus ijinet ur feson nevez da skrivañ ar muzik
Ni a zalc'ha get ur gentell istoer ar muzik get Marie Ar Floc'h-Grainig. Hiri e tisplega deomp a-gaoz da berag 'laramp "do ré mi fa sol la si" ba lec'hioù 'zo, ha "ABCDEFG" ba lec'hioù arall.
MUZIK
Didier Squiban- Petit air marin
Deomp da Velrand, e ti feurm Keroperh, gan kompagnunezh Glenn An Doujet. Eñ 'halla zono ur bern benvioù : ar Vombar, ar fleüt, ar gitar, ar taboulin skos...Hiri e koaja deomp deus e buhez sonour, ha penaos 'laboura evit ur c'hompani sirk Panik hag evit raktresoù ell.
Ba ti ferm Keropezh, ba Velrand, vez kavet ul lec'h war ar mez anvet Kerochap, e lec'h 'ma i chom ar c'hompani sirk Panik. Ni zo bet ennan i fellet Glenn an Doujet, hag zo sonour ar c'hompani. Hiri, e konta deomp istoer ar c'hompani hag penaos 'laboura gan ar ronsed.
Musik :Paloma Désamorçage, Glenn An Doujet