Tavarn Kreiz Mintin

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

B'an davarn get Julia !

B'an davarn get Julia !

13/04/2023

Deuet mat b'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Arnev, Korvetenn, amzer trouboullet, pe pouk, kement a gerioù a zo evit kozeal ag an oabl ! Monik ar Boulc'h a lâra deomp hiriv gerioù faota gouiet pa gomzer diàr-benn liv an amzer, doc'h mikro Jeanne Chevrel.
Klevet vo ivez Marie-Laure Groix ec'h atersiñ Albert Bosché da gomz a zivout ar verboù goulenn ha mennout.
Ha ba-raok achuiñ an abadenn vo klevet Anne-Marie Bouyer bet aterset get Mazhev Coviaux. Komzet he deus ag ar c'hentelioù saozneg ha brezhoneg he doa heuliet, ha komzet he deus ivez diàr-benn he bugale hag he micher mestrez-skol.


B'an davarn get Julia !

B'an davarn get Julia !

13/04/2023

B'an abadenn hiziv e rimp un dro kostez Bubri da gozeal a-ziàr Pardon Sant-Klemens get Jean-Michel Malarde bet aterset get Mazhev Coviaux.
Ha peogwir ema sizhun Gouel an Holl-sent e vo kaoz get Raphaël Taldir ag ar gouel-mañ ha penaos e vehe lidet gwezharall, doc'h mikro Monique Ar Boulc'h en un archiv bet enrollet e 1991.
Adkavet vo Monique Ar Boulc'h mes ar wezh-mañ doc'h mikro Benjamin Bouard a Radio Kerne. Eñ oa daet d'hon bro-ni d'atersiñ Monique evit gouiet penaos n'em okupe an dud gwezharall ag ar re varv.


B'an davarn get Julia

B'an davarn get Julia

13/04/2023

Donemat d'an davran, Tavarn Kreiz Mintin !
En emision hiriv vo klevet atersadenn Marc Brustier savet get Mazhev Coviaux, a-ziàr ar strollad c'hoariva anùet C'hoarivari ba Langedig.
Klevet vo ivez archiv kentellioù brezhoneg Albert Boshé ouzh mikro Marie-Laure Groix e 1999, amañ e-keñver breton Elisa Evenou Velz, kostez An Intel
Hag evit achuiñ ni glevay Jean-Claude Le Guennec, "Djé". Savet en deus ur sonenn e breton ar blez paset diàr-benn e vamm-gozh. Eñ a gonta deomp he buhez dezhi doc'h mikro Jeanne Chevrel, en ur displegañ lodennoù e ganenn.
Musik :
Ivarh - Ha pa oen me bihan


B'an davarn get Julia

B'an davarn get Julia

13/04/2023

Dait d'an davarn, Tavarn Kreiz Mintin !
Hiriv en abadenn vo klevet eil lodenn atersadenn Marc Brustier a-ziàr ar strollad c'hoariva anùet C'hoarivari ba Langedig. An deiz paset hon eus klevet penaos eo bet krouet ar strollad, hag hiriv vo kaoz ag ar pezhioù zo bet c'hoariet, savet pe troet gete.
Klevet vo ivez archiv kentellioù brezhoneg Albert Boshé ouzh mikro Marie-Laure Groix e 1999, amañ evit resisaat peta a dalv doaré ha doéré.
Hag evit achuiñ ni glevay Jean-Claude Le Guennec, "Djé". Savet en deus ur sonenn e breton ar blez paset diàr-benn e vamm-gozh. Eñ a gonta deomp he buhez dezhi ouzh mikro Jeanne Chevrel, en ur displegañ eil lodenn e ganenn.
Musik :
TAOUARH - tour


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 07/11/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 07/11/2024

01/01/1970

B'an abadenn hiriv :
- Ur Vuhez Vat, lodenn 5
- Christian Le Meut
- Christian Duro
- Fulub Bauché
Muzik :
- Astéréotypie - Que la biche soit avec toi
- Jean-Michel Veillon, Jean-Mathias Pétri - Bolom
- Termajik - An Nisel Erc'h
- Red Hot Riot - Life you get


Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 14/11/2024

Tavarn Kreiz Mintin - Live ! 14/11/2024

01/01/1970

Pezh vo klevet hiriv :
Ur Vuhez Vat - Lodenn 6
Padrig Drean a-zivout e labour dastumer
André Le Belleg a Gerforn a-zivout e vicher kalvez
Kristian Le Meut a-zivout "Le Murmure de l'Océan" skrivet get Hippolyte
MUZIK :
Kanerion manéguen & Marcel Jaffré : Kemener Bihan
Kanàan : Delubu Joneson


Kristian ar Meut - Lodenn 1

Kristian ar Meut - Lodenn 1

01/01/1970

Christian Ar Meut a lenn tamm-mat, ha eñ ya da lâret deomp pezh neus kavet bourrapl hag interesant da lenn e meur a abadenn. Hiriv e kaozea deomp diàr-benn Àr an hent skrivet get Jean-Jacques Ar Floc'h, hag unan arall Enez Ar Gerveur get Hervé Gouédard.
Muzik :
Baliskis : Ar gorventenn


Kristian ar Meut - Lodenn 2

Kristian ar Meut - Lodenn 2

01/01/1970

Ni 'zalc'ha get Christian Le Meut hag ar levrioù en deus bourret ar blez-mañ. Hiriv e kaoja deomp a-zivout Procès d'un Négrier get Marc Tardieu hag unan arall, Temps Sauvages skrivet get Mario Vargas Liosa,
Muzik :
Jean-Mathias Pétri ha Jean-Michel Veillon : Bolom


Kristian Ar Meut - Lodenn 3

Kristian Ar Meut - Lodenn 3

01/01/1970

Kristian Ar Meut 'gaoja hiriv ag ur vandenn dreset get Hippolyte, L'Afrique de papa.
Hippolyte a ya de welet e dad hag a zo o chom ba Saly, ur gêr e Senegal e-menn ema ur yoc'h tud europeañned o chom aze ewit o retred. Un diforc'h a vuhez bras a zo etre ar re-se hag ar re a zo ganet aze...


Kristian Ar Meut - Lodenn 4

Kristian Ar Meut - Lodenn 4

01/01/1970

Kristian Ar Meut a gaoja deomp diàr-benn ur vandenn dreset savet get unan a vro Belgique, Hippolyte, Le mumure de la mer, ur reportaj a-zivout an Ocean Viking, hag a saova an dud hag a añsea mont tre ar Méditerranée.


Kentañ Kent