1969: Neil Armstrong hag Edwin Aldrin a arrue war ar Loar. Evit ar wezh kentañ e welemp-ni un den é kerzhout war ar Loar. Tost da hanterkant vlez warlerc'h an darvoud-se n'eus ken bro ebet duac'h da gas da benn ur veaj seurt-se. Ha neoazh e vez klevet komz ag ar veaj betek ar blanedenn Mars. "Kaset e vo un den war Mars eraok 2040" eme an NASA. Lod arall a lâra ne c'hello ket bout graet. Petra sonjal?
"International Thermonuclear Experimental Reactor". Setu an anv a zo bet roet d'ur raktres etrevroadel kinniget èl an hani pouezusañ evit amzer da zont an energiezh. Sanset eo ITER diskoueziñ e vo posubl produiñ energiezh dre ar fuzion nukleel. E gwirionez, war a seblant, e vo hir an hent. Da skouer, rac'h an danvezioù (metaloù) ijinet betek hiriv a gozha re fonnapl a-gaoz d'an neutronoù produet get ar reaktadenn fuzion. Evel m'en-deus laret ur skiantour amerikan: " Energiezh an amzer da zont eo ar fuzion , hag e chomo energiezh an amzer da zont !"
Anavet mat e vez ar planedennoù e sistem an heol. A-c'houde gwerso e klaska an astrofizisianed dizoloiñ planedennoù e sistem ar steredennoù arall. Dek vlez zo ne oa ket posubl "gwelout" ar planedennoù-se. Gwellaet eo bet ar binvioù evezhiañ. Miliadoù a "blanedennoù" a zo bet dizoloet. Anvet int "ekzoplanedennoù".