Eil kronikenn diàr oberenn Paul LeBreton "Studi var an astrou". Ar wezh-mañ en em c'houlenn Lebreton «hag-eñ zo posubl mont d'ar loar pe d'ur blanedenn all bennak?»
Testenn P. Lebreton: [https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou/Hac_%C3%A8n_zo_possubl_mont_d%E2%80%99al_Loar_pe_d%E2%80%99eur_Blaneden_all_b%C3%A9nac] (https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou/Hac_%C3%A8n_zo_possubl_mont_d%E2%80%99al_Loar_pe_d%E2%80%99eur_Blaneden_all_b%C3%A9nac)
Sonenn: "Moonlight sonate" (Beethoven), piano: Igor Levit
Ur levr skrivet en 19vet kantved, embannet e 1848 edan an titr "Studi var an astrou", un tretad astronomiezh e brezhoneg.
Piv a oa an hani en-doa bet ar soñj-se er prantad-se? E anv: Paul Lebreton.
Ur studiadenn get Nelly Blanchard a-zivout ar skrivagner: [https://journals.openedition.org/lbl/3772] (https://journals.openedition.org/lbl/3772)
Testenn an oberenn (da bellgargañ): [https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou] (https://br.wikisource.org/wiki/Studi_var_an_astrou)
Sonenn: Eclipse[part 3], FMR
Ur skouer ag ur c'hornad bro (er Stadoù Unanet) kousiet, saotret ha disec'het dre faot ar sistem sevel-loened industriel .
Sonennoù:
-Official Song About Garden City, Kansas · The Guy Who Sings Songs About Cities & Towns
-The smelly sow from Garden City, Ron Antosko
Daou skipailh astronomourion hag astronomourezed a zo bet kavet gete ur blanedenn ispisial ha n'eo ket é troiñ en-dro d'ur steredenn.Kantreal a ra,digenvez, en egor divent. Peadra da vont pelloc'h evit kompren furmadur ar sistemoù planedennoù er Galaksi.
Sonenn gloziñ :
« Wandering Planet », Spacebirds – Album : Earth Calling Mars (2012)
Prederi a-zivout hor bed a-hiriv a oa bet deskrivet tost-da-vat e 1909 get Edward Forster en un danevell titlet "Ar mekanilk a chom a-sav". Un danevell a laosk an den a-hiriv strafuilhet pa sonjer un tammig e stad ar bed a vevomp ennañ e penn kentañ an XXIvet kantved.
Sonenn: "Big Science", Laurie Anderson, album "Big Science", 1982
Diwallit! A-dreñv e neuzioù kaer e kuzh an elfenn kadmiom galloudoù drouk !
Sonenn "Cadmiums" get Joe Hedges:
"We use the brightest blues and the realest red
Rich like a birthday cake like an icy spread"
[https://joehedges.bandcamp.com/track/cadmiums] (https://joehedges.bandcamp.com/track/cadmiums)
E-tal Novosibirsk e kreiz Siberia ez eus bet savet ur gêr nevez anvet Akademgorodok (pe Akademgorod). Pal Kroutchev, a oa e penn an URSS er bloavezhioù 1950, a oa sevel ur gêr gouestlet penn-da-benn d'ar skiantoù.
Sonenn: Кошка Сашка-Академгородок (Koshka Sashka-Akademgorodok)
[https://www.youtube.com/watch?v=7VtElb9DyNA&list=PL5gpwfDWeSvB_N6ZeTUsNWvqsmw4_5uqU&index=6] (https://www.youtube.com/watch?v=7VtElb9DyNA&list=PL5gpwfDWeSvB_N6ZeTUsNWvqsmw4_5uqU&index=6)
An titl « Soubenn chignan » ( soubenn raned) a za ag un darvoud a oa degouezhet d'ar skiantour italian Luigi Galvani ha pa oa é ober àr-dro e vaouez klañv.
Nag ur souezhadenn evitañ pa arvestas ur fenomen dic'hortoz!
Gres d'an dizoloadenn a reas Galvani an deiz-se e voe lañset hep gouiet dezhañ unan eus pouezusañ kavadenn ar skiant. Ur gavadenn a cheñcho buhez an dud en 20vet kantved.
(Ar gronikenn-mañ a oa bet skignet evit ar wezh kentañ e miz Kerzu 2019)
E penn kentañ ar gronikenn e vez klevet an ton « Soubenn al lêzh ar fleurenn » get Annie Ebrel.
Ha da gloziñ ar gronikenn, ur sonenn get ar c'hanour italian Max Parodi : « Che te ne cale della rana di galvani ? » (Petra 'raez eus chignan Galvani?)