Tost e pep lec'h er bed e vev ar maouezed hiroc'h eget ar baotred. N'eus nemet en un nebeut broioù afrikan tapet kalz gant ar SIDA e varv yaouankoc'h ar maouezed. Dreist holl neuze e vev hiroc'h ar maouezed hag an diferañs a c'hell mont betek 15 vloaz e Bro Rusia ! E Breizh ez eus 6 vloaz a ziferañs memes tra. Ar maouezed a vevo betek tost 85 bloaz. Hag ar baotred betek un tamm ouzhpenn 78 vloaz. Met perak an diforc'h bras mañ ?
Snouziñ ? Petra an diaoul eo ar verb-mañ ? Snouziñ deus ar ger saoz snooze a dalv tamm pe damm kousket. Ar ger snooze a zo ivez anv unan deus touchennoù ho tihuner ! An douchenn a ro urzh d'an dihuner ober trouz en-dro 5, 9, pe c'hoazh 15 munutenn goude an trouz kentañ.
An astrofizisianed a soñj dezho e varvo an Heol a-benn 5 miliard a vloavezhioù. Er c'hozmos ez ur penn hag ur fin d'an holl draoù. Evitomp-ni tud munut, n'eo ket gwall blijus soñjal e fin an Heol ha fin ar vuhez war ar voul-douar met bez eus marvioù bravoc'h eget reoù all. Betek hen e soñje deomp e oa re vihan an heol evit mervel e-giz un tan-arvest. Met a-drugarez da araokadennoù ar patromoù roadennoù e c'hell ar skiantourien embann ne yao ket an heol diwar-wel didrouz.
Tenn a ra ar pesked o anal e-giztomp, e-giz an holl loened ! Ar pal : euvriñ oksijen ha skarzhañ dioksidenn garbon. Anat eo e vez kavet oksijen en aer, mod all ne vijemp ket bev met bez zo oksijen en dour ivez. Kalz kalz nebeutoc'h, 25 gwech nebeutoc'h eget en aer. Ken ral eo e kemer an tenn anal 30% deus energiezh ar pesked !
Ma yafe ar gwennan diwar-wel e varfe an holl dud dindan 4 bloaz. 'Neus den na oar piv 'neus lâret ar frazenn (n'eo ket Einstein bepred) met gallout a rafe bezañ gwir ! Er goañv 2017-2018 ez eus marvet 80% deus ar ruskennadenoù e lec'hioù zo e Kornog Europa.