Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Iliz Lanrieg

Iliz Lanrieg

13/04/2023

Lanrieg zo stag ouzh Konk-Kerne abaoe 1959, met parrez a oa a-raok. An dra-se zo kaoz zo un iliz er vourc'h , an iliz Notre-Dame-de-Lorette. Peuz-kozh eo an iliz-mañ, bet savet war-dro ar XIVvet kantved marteze a-walc'h. Met n'eo ket bet savet en un taol ! Dre div wech eo bet savet, un tamm eus un tu da gentañ hag un tamm all eus an tu all kant vloaz warlerc'h. Jos Goapper emañ alc'hwez an iliz gantañ ha 'neus kinniget deomp mont da vizitañ anezhi.


Jeanne, eus Oran da Stival

Jeanne, eus Oran da Stival

13/04/2023

Jeanne Savina-Piriou zo 'chom e Stival, met n'eo ket eus Bro-Gwened ! Ganet eo e Orañ hag he yowankiz he doa paseet er C'hab asambles gant he zad hag he mamm-gaer, e parrez Kleden. Goude-se eo bet o labourat e Pariz. E-pad ur c'hrogadig eo bet o chom e Cambridge, en Iwerzhon hag en Aljeri ivez, a-raok mont da Vro-Leon da zeskiñ brezhoneg d'ar re all.
Benjamin zo bet oc'h em gavout asambles ganti e Stival, e-kichenn Pondi.


Lannedern, ur barrez 'vervel

Lannedern, ur barrez 'vervel

13/04/2023

Lannedern zo ur barrez vihan e traoñ ar Menez Are. Bremañ zo kant vloaz 'zo 'oa eizh kant den o chom en enni, met en deiz-hiziv zo kalz nebeutoc'h. An tri-c'hard deus an dud zo aet kuit kazimant ha setu ne chom ken tri-c'hant den o chom e Lannedern. Kalz labourerien-douar ha koñversañted zo aet kuit, ur skol zo bet serret ha, koulz lâret, ne chom ket kalz a dra ken. Benjamin zo bet o welet Noël evit klask kompren petra zo c'hoarvezet. Noël zo 'chom en Enez (L'Île e galleg) e Lannedern evit ar wech, lec'h eo ganet.


Ar pont, ar dluzhed hag an amann

Ar pont, ar dluzhed hag an amann

13/04/2023

Degouezhet omp e Kerien an taol-mañ evit ober anaoudegezh gant Jo Prad. Ganet eo er gomun, war vord an Izol. Kontañ a raio deomp istor deus istor Pontic L'Amour da zigentañ, ur pont bihan zo war ar stêr, ha deus ar beskerezh goude-se. Goude-se 'vo kontet un tamm bihan deus Marie Bitig, ur vaouez ha oa o talc'hen un ostalidi e Pont-Skluz, ha deus ar mod 'veze fardet an amann war ar maez gwechall.


Ugent miz er Senegal, ur brezel ha pevar-warn-ugent kilo nebeutoc'h

Ugent miz er Senegal, ur brezel ha pevar-warn-ugent kilo nebeutoc'h

13/04/2023

Reun ar Bidon zo ganet e Gwengat. E dud oa o talc'hen douar, met Reun ne faote ket dezhañ chom da labourat war ar maez. Er bloaz 1956 neuze 'oa aet d'ober e amzer-servij abretoc'h evit ar re all ha kaset d'ar Senegal. D'ar mare-se ne oa ket distag deus ar Frañs c'hoazh, ober a rae parti c'hoazh deus an AOF (Afrique Occidentale Française). Reun ne oa ket bet kaset d'an Aljeri met kaset 'oa bet da Rio de Oro, lec'h oa bet bec'h etre ar Frañsichen hag an ALN (an arme marokan).
Benjamin Bouard 'neus goullet gantañ kontañ deomp deus an dra-se ha kontañ un tammig deus ar vuhez er c'hamp ivez, ha deus ar vuhez er vro a-benn neuze.


Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (2/2)

Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (2/2)

13/04/2023

Marie-Claude Morvan zo bet maer e Hanveg e-pad naoñtek vloaz. Evit ar wech emañ-hi o chom er barrez, e Kergaer, lec'h m'eo ganet. Paour 'oa an dud er menez, met pep hini oa prest da zont da sikour ar re all atô. Marie-Claude gonto deomp deus he yowankiz war ar maez, ha deus ar vuhez bremañ ha gwechall e Hanveg.
[Eil lodenn]


Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (1/2)

Marie-Claude Morvan, beviñ e Hanveg (1/2)

13/04/2023

Marie-Claude Morvan zo bet maer e Hanveg e-pad naoñtek vloaz. Evit ar wech emañ-hi o chom er barrez, e Kergaer, lec'h m'eo ganet. Paour 'oa an dud er menez, met pep hini oa prest da zont da sikour ar re all atô. Marie-Claude gonto deomp deus he yowankiz war ar maez, ha deus ar vuhez bremañ ha gwechall e Hanveg.


Ar brezel diwezhañ e Gouezeg

Ar brezel diwezhañ e Gouezeg

13/04/2023

Tri den a vo klevet en abadenn-mañ evit kontañ deomp deus ar brezel diwezhañ e Gouezeg : Jos Merrien, Annick L'Helgoualc'h ha Yann ar Moulin.
Annick a oa he zad prizonier e penn-kentañ ar brezel, ha setu dav oa d'e vamm ober heptañ er gêr ! Jos oa re yaouank evit bezañ mobilizet, met goude-se oa bet galvet da vont d'an Alamagn da labourat (STO). Dre voneur 'oa deuet a-benn da guzhañ. Yann ar Moulin zo ganet e Pleiben, met e-pad ar brezel 'noa dalempreded Pont-Koblant ha Gouezeg kalzig.


E foñs ar vengleuz

E foñs ar vengleuz

13/04/2023

A-raok ar brezel diwezhañ 'oa c'hoazh kalz a vengleuzioù e Penn-ar-Bed. Mengleuzioù maen-glas pe maen-rous peurvuiañ, lec'h ma veze tennet maen-dailh evit sevel an tier, ar batisoù hag ar pontoù. Met al lod brasañ oa bet serret pront goude ar brezel, pa oa deuet ar brik hag ar siman, hag ar vicher piker-mein zo aet da netra.
Deus ar mengleuzioù 'vo kontet deoc'h en abadenn Rodeier neuze, gant Benjamin Bouard. Div lodenn vo d'an abadenn-mañ :
- Ronan Hénaff gonto deomp da zigentañ deus mengleuzioù Lokorn ha labour ar bikerien-mein.
- Jacques Sergent gonto deomp deus mengleuz an Hinger e Kast. Ugent vloaz 'zo, serten re o doa bet c'hoant da daolañ lastrez e foñs ar vengleuz-se, met an dud tro-war-dro zo bet oc'h enebiñ deus an dra-se.


'Ton Tirilly, paotr Kost ar Stêr

'Ton Tirilly, paotr Kost ar Stêr

13/04/2023

Tunvezh ha Youenn Wloegen zo bet e Penmarc'h oc'h en em gavout gant Antoine Tirilly, pe 'Ton Tirilly evel ma vez anvet e brezhoneg, evit dezhañ kontañ un tammig deus ar vuhez gwechall. 'Ton zo ganet bord an aod, e karter Kost ar Stêr. Gwechall, kalz tud o doa div vicher eno : martolod ha peizant war ar memes tro.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ