Rodeier

Radio Kerne

Liamm eilet er golver.

Pierre-Yves Kersulec, war hentoù ar brezhoneg (3/3)

Pierre-Yves Kersulec, war hentoù ar brezhoneg (3/3)

20/01/2025

Ugent vloaz 'zo e vez Pierre-Yves Kersulec o foetañ hent evit degouezhout gant brezhonegerien ha brezhonegerezed deus ar vro hag añrejistrañ anezho, tud hag o deus desket brezhoneg tout war barlenn o mamm.
Benjamin 'neus goulennet gantañ kontañ diwar-bouez an dud-se hag e droiadoù er vro, deus Enez-Eusa da Vro-Gwened. E-ser selaou o mouezh neuze e yaimp da Vro-Gwened da bourmen, etramek Melioneg, Prizieg, Brec'h ha Baod.


Pierre-Yves Kersulec, war hentoù ar brezhoneg (2/3)

Pierre-Yves Kersulec, war hentoù ar brezhoneg (2/3)

20/01/2025

Ugent vloaz 'zo e vez Pierre-Yves Kersulec o foetañ hent evit degouezhout gant brezhonegerien ha brezhonegerezed deus ar vro hag añrejistrañ anezho, tud hag o deus desket brezhoneg tout war barlenn o mamm.
Benjamin 'neus goulennet gantañ kontañ diwar-bouez an dud-se hag e droiadoù er vro, deus Enez-Eusa da Vro-Gwened. E-ser selaou o mouezh neuze e yaimp da Blogoñ da da zigentañ, a-raok mont etramek ar sav-heol goude-se, etramek Lannejen, Molan ha Kervignag.


Pierre-Yves Kersulec, war hentoù ar brezhoneg (1/3)

Pierre-Yves Kersulec, war hentoù ar brezhoneg (1/3)

20/01/2025

Ugent vloaz 'zo e vez Pierre-Yves Kersulec o foetañ hent evit degouezhout gant brezhonegerien ha brezhonegerezed deus ar vro hag añrejistrañ anezho, tud hag o deus desket brezhoneg tout war barlenn o mamm.
Benjamin 'neus goulennet gantañ kontañ diwar-bouez an dud-se hag e droiadoù er vro, deus Enez-Eusa da Vro-Gwened. E-ser selaou o mouezh neuze e yaimp da Enez Eusa ha da Enez Sun da bourmen da zigentañ, a-raok mont etramek Mêlwenn ha Tregon.


Jean-Louis, e-barzh ar Rezistañs da c'hwezek bloaz

Jean-Louis, e-barzh ar Rezistañs da c'hwezek bloaz

25/11/2024

Jean-Louis Henry zo ganet e Plonevez-ar-Faou er bloavezh 1924. Ne oa ken c'hwezek bloaz pa oa degouezhet an Almañted er vro e-doug ar brezel diwezhañ. Met 'noa ket aon araozo ha setu goude-se 'oa bet oc'h en em añgajiñ er Rezistañs er C'hastell-Nevez. E miz-Eost 1944 'oa bet kaset gant e gompagnunezh da liberiñ Kemper ha ziwall ar Menez-Hom.
Benjamin zo bet oc'h en em gavout gantañ en Edern.
Mersi bras da Gurvan Lozac'h evit bezañ kempennet ar son.


Pierre Raoul : eus ar Sent da New-York

Pierre Raoul : eus ar Sent da New-York

27/06/2024

Pierre Raoul zo ganet er Sent, e-kichenn Gourin. Goude bezañ bet er c'hloardi e Santez-Anna Wened 'oa bet en Aljeri hag en Almagn oc'h ober e goñje, a-raok mont da New-York da labourat. Daou vloaz eo chomet eno ha d'ar Sent eo deuet en-dro goude-se da grouiñ e santier.


Ma yaouankiz e Pleiben

Ma yaouankiz e Pleiben

24/06/2024

Bet omp bet o welet Jean-Noël Le Bris en-dro adarre ! Ganet eo war ar maez e parrez Pleiben hag atô eo bet intereset gant an traoù kozh ha buhez an amzer gwechall. Gant e dud 'neus desket brezhoneg hag ur bern traoù 'neus desket ivez o selaou ar vrezhonegerien a teue da gontañ kaoz da ostalidi e vamm-gozh.


10 000 ger war diksionèr Kreiz-Breizh

10 000 ger war diksionèr Kreiz-Breizh

14/06/2024

E 2016 e oamp bet o welet Gurvan Lozac'h en Uhelgoat dija. A-benn neuze 'oa komañset da skrivañ ur pezh mell levr diwar-bouez brezhoneg Kreiz-Breizh. Eizh vloaz warlerc'h eo kresket al levr c'hoazh ha dek mil komz a c'haller lenn war e c'horre, dastumet gant brezhonegerezed ha brezhonegerien eus kreiz ar vro. Met n'eo ket echu al labour c'hoazh, 'neus ket dastumet 'met an hanter deus ar pezh a c'hallfe bezañ graet marteze a-walc'h.


Dimeziñ da driwec'h vloaz

Dimeziñ da driwec'h vloaz

03/06/2024

Yvonne ha Jean Derrien a zo dimezet tri-ugent vloaz 'zo bremañ hag atô int bet eürus an eil gant egile. Met Yvonne ne oa ket gwall gontant da fortuniañ ken abred : ne oa ken triwec'h vloaz a-benn neuze ! An div familh a oa bet oc'h en em renkañ asambles da zimeziñ anezho ha setu 'oa bet dav dezhi konsañtiñ da zimeziñ memestra.
Benjamin oa bet oc'h en em gavout asambles ganto o-daou e 2017, e Terrug lec'h emaint o chom, da gontañ deus an eureudoù gwechall, goude ar brezel diwezhañ.


Kenavo, Robert !

Kenavo, Robert !

29/04/2024

Robert Le Dour zo marv d'ar 14 a-viz Meurzh 2024. Unan deus gwellañ kanerien ar vro a oa. Benjamin oa bet oc'h ober anaoudegezh gantañ e miz-Here 2018. A-benn neuze 'noa kontet dezhañ deus e vuhez e Pariz. E-pad daou-ugent vloaz kazimant 'oa bet o labourat en RATP hag en em señdiket 'oa bet er CGT eno. E Pariz 'oa da vare Mai '68 ha grev 'noa graet evel ar re all.


Pesketourien an Ellé

Pesketourien an Ellé

22/04/2024

Roger Stephan ha Youn Daï zo ganeomp en abadenn ar wech-mañ, daou besketour genidik deus Kerien, e-kichenn Kemperle, evit kontañ deus ar beskerezh e-barzh ar stêr Elle gwechall. Pevar-ugent vloaz 'zo 'oa c'hoazh kalz pesket er stêr-se, dluzhet, somoned pe c'hoazh siliou. Met ma oa kalz pesket 'oa kalz brakonnerien ivez !
Abadenn enrollet e miz-Ebrel 2017.


Da-heul Diwezhañ