Er gronikenn "Dastum", Ifig Troadeg a gont da Domaz Laken piv 'oa If Roche, ur sapre gwaz eus bourg Prad a blije dezhañ gouren ha dreist-holl kontañ e avañturioù d'an neb a veze o selaou anezhañ.
Goude 'z eomp treuzek Skol Diwan Lannuon. Karen Wenül Gallegos Munoz oa tremenet eno da animañ atalieroù da lakaat ar vugale da zizoloiñ he sevenadur, hini ar Mapucheed, hag he yezh, ar Mapudungun. Emaint, gant Diwan Lannuon ha Bleuñvenn Konan, o sevel ur raktres pedagogel a-hir dermen da liammañ skolioù Diwan d'ar skolioù a gelenn ar Mapudungun e bro Chile.
Ar c'heleier 'zo kinniget gant Yuna Kojan.
Pennad-kaoz ar sizhun a zo diwar-benn ar ganerez Elodie Jaffré hag he fladenn nevez deuet e-maez "Kanour-noz". Ur pennad-kaoz savet gant Enora Molac.
Er gronikenn "Ur blantenn, un istor", Jean-Daniel Bourdonnay a gont deomp deus "koad kannoù". Ur gronikenn savet gant Florie Thielin.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : Luanko, Kora Jazz Trio
Abaoe 2017 ez eus ur strollad familhoù gant ar c'hoant bras digeriñ ur skol Diwan nevez e Landreger. Familh Fanny Labbay en o zouesk. Kichen an tan, en he zi e bourk Landreger, gant he c'hazig Roudenn o c'hoari er paperachoù e gont deomp istor ha raktres ar skol-mañ.
Ur reportaj war Olygocyte, ur gevredigezh evit sikour an enklaskoù war krign-bev an empenn, a aoz ur gouel. Ar gronikenn A-ramp war'r gomz diwar-benn an teknikoù yezh evit skrivañ barzhonegoù. Ha pevare lodenn pennad-kaoz ar sizhun gant Ewen ha Mari-Klêr deus Berlevenez.
Anna Kere a respont da goulennoù Roz Troadeg diwar-benn [ar c'houlzad diskouezadegoù nevez kaset gant Bretagne Culture Diversité] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53721) . Klevet 'vo en dro Fransez Favro komz deus brezhoneg bro Poullaouen gant ar ger "gweled" hag ar "gore". Hag ar gronikenn [Ouzhpenn 'vretoned 'zo] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53518) evit displegañ ul levr diwar-benn ar fed digolonizañ an natur.
Ar pobl Mapuche a zo orin a Amerika-Su, eus un dachenn kazi ken bras ha Bro C’hall ledet a-bep-tu eus chadenn menez an Andes, e kreisteiz Santiago de Chile,. Ur pobl a zo bet gwallgaset a-hed ar c’hantvedoù gant ar galloudoù o ren Chile hag Argentina, difennet dezhe komz o yezh, ar Mapudungun, ha difennet dezhe bevañ en un doare hengounel. Hervez ar statistikoù e vefe bremañ tro 300 000 a dud a-orin Mapuche en Argentina, hag 1 milion anezhe e Bro Chile. Darn vrasañ anezhe a vev er c’hêrioù bras, pell-mat neuze deus o sevenadur hag a zo liammet strizh d’an natur, d’an douar.
Karen Wenül Gallegos Munoz a zo o chom e Las Cruces, e Kornog Santiago de Chile. Labourat start a ra da glask adreiñ lañs d’ar sevenadur Mapuche en he bro. Chañs meump bet degemer anezhi e Bro Dreger a-drugarez da Odile Yvon ha Bleuñvenn Konan, div gamaradez dezhi deus Lannuon. E-pad dek devezh neuint graet tro skolioù, skolioù-veur, mediaouegoù ha tavarnioù da animañ atalieroù ‘benn reiñ da welet ha da glevet d’ar re vras ha d’ar re vunut, amañ, petra eo kultur ar Mapucheed.
Hag ar raktres brav-se ne vefe bet kaset a-benn panevet youl ha nerzh Skol Diwan Logivi Lannuon evel-just ! Ur raktres ne ra ket met kregiñ evit ar poent, hag a vo peurlipet ha graet adarre emichañs !
Ar pennadig-kaoz-mañ a zo bet enrollet e-kerzh an atalier kaset gant Karen e klasad CE1 CE2 Danièle Saliou d'an 9 a viz du 2022.
Dispaket he oa Karen he malisennad kontadennoù ha kanaouennoù e Mapudungun, he binviji-muzik hag he c’hoarioù da lakaat bugale Diwan da zizoloiñ he yezh hag he sevenadur. Ha plijadur ‘zo bet!
Mersi-bras da gKaren Wenül Gallegos Munoz, Bleuñvenn Konan, Odile Yvon, Ludovic Ar Ru rener Skol Diwan Lannuon, Danièle Saliou skolaerez CE1 CE2 hag he skolidi.
Atersadenn gant Rose Troadeg.
Pedet eo an dud a-du gant an emrenerezh da zont da Garaez disadorn. Evit un emgav aozet gant ar gevredigezh Bretagne Majeure ha soutenet gant Pour une Bretagne Autonome, ur strollad bodet ennañ tud gant mennozhioù politikel liesseurt. Unan eus palioù ar vodadeg a vije bet dastum pennoù bras ar strolladoù politikel o doa votet un het evit an emrenerezh e kuzul Rannvro Breizh e miz Ebrel tremenet. Met un tamm « couac » zo bet, hervez Kristian Troadeg, a zo e-mesk aozerien kollok disadorn. Un trakt bet dasparzhet e fin miz Here da goulz Gouel levrioù Karaez a lâre e teuche un toullad brav a zilennidi-rannvro da Garaez da brezegenniñ d'an 19 a viz Du...na bout ne oant ket bet pedet tout ez-ofisiel c'hoazh ! Ha graet souz-adreñv gant meur a hini anezhe p'o deus gouveet e oa bet lakaet o anv war an trakt hep goût dezhe... Met daoust da se e vo deus bodadeg Karaez memes tra, a lavar deomp Mathilde deus ar strollad dizalc'hour Douar ha Frankiz...
Etre 9e hag 1e30 goude kreisteiz e tremeno an traoù ba sal Glenmor Karaez.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken
Penn-komañs an heuliad Peseurt mod 'vez lâret gant Brezhoneg bro Poullaouen gant Frañsez Favro, ur reportaj war ar fed ne vefe ket bet asantet gant ar Senad embarzhiañ ar gwir da ziforc'hañ e Bonreizh Bro C'hall, [ur gronikenn Ouzhpenn ar Vretoned 'zo diwar-benn ar Schibboleth.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/53389)
Er gronikenn "Dastum" 'vez klevet Awenn Plougoulm bet o tastum e Bro-Leon. Kaoz 'vez ganti hirie deus ar c'hontadennoù, ha penaos eo deuet da vezañ konterez a-vicher. Ur gronikenn savet gant Maelle Ausias.
Tudi Kernalegenn, rener BCD-Sevenadurioù, hag Erwan Chartier, paotr ar Poher Hebdo a lak ar gaoz war ar priz nevez-krouet da reiñ ton d'al levrioù diwar-benn Istor Breizh. Kaoz 'vez gante ivez deus al levrioù bet priziet evit 'bloaz. Ur reportaj graet e saloñs al levrioù e Karaez gant Tomaz Laken.
Keleier ar vro hag ar bed 'zo kaset gant Tunvezh Vlagen-Granjean.
E "Pennad-kaoz ar sizhun" e vez klevet Léandre Mandart o respont da Enora Molac diwar-benn ar Manifest bet embannet gant stourmerien ar gallaoueg a-benn kaout muioc'h ar gallaoueg e Breizh-Uhel.
En e gronikenn "Ar hentoù an antroposen" Loeiz Bellec a gomz deomp deus Priz-Nobel ar Fizik ha deus ar roustlerezh kwanteg.
Animet gant Rose Troadeg
Muzik : The Do, The Beach Boys
Ur bern foeriou tro dro d’ar gwin natur a vez gwelet o tifloupañ e Breizh abaoe un nebeut bloavezhioù. En ur bed lec’h 'vez klasket teurel pled deus ar pezh a zebromp en ur c’hlask prenañ digant labourerien-douar a zoujfe deus an endro, e teu ar gwin natur, anat deoc’h, da gemer ur plas bras bar' jeu !
"Les Zingovinotiques" a zo unan deus ar foerioù gwin natur-se. D'an 11 ha d'an 12 a viz Du e teuio un daouzek gwiniour ha gwiniourez deus Bro Anjou, Aveyron, Aude, Roussillon ha lec'h-all c'hoazh, betek Kafe Théodore Lokemo e Bro Dreger, gant un toullad boutailhadoù, deoc'h da dañva ha da brenañ!
Gilbert Lavanant ra parti deus ar skipailh ‘zo drek ar Zingovinotik-se. Eñ ‘zo bet produer ha gwerzher chistr e pad 30 bloaz, hag abaoe pell ez a da foetañ bro, d'ober anaouedegezh gant ar gwiniourien.ezed-se. Hervezañ eo tost an doare d’ober gwin natur deus an doare d’ober chistr natur...Petra eo ar gwin natur, neuze? Setu respontoù Gilbert...
Atersadenn gant Rose Troadeg
Bretagne Culture Diversité ‘zo o paouez lañsañ ur c’houlzad prezegennoù nevez, prezegennoù digoust, digor d’an holl, a vo dalc’het bep miz, peurvuiañ ar gwener kentañ, e mediaoueg an Oriant.
Dimeurzh, ar 15 a viz du, da 6e noz, vo skignet « Bienvenue mister Chang » ha moien eskemm gant ar sevenourez, Laetitia Gaudin-Le Puil, goude ar film.
Tem ar bloaz, choazet gant BCD eo "An divroañ e Breizh", un tem ledan ha pinvidig a ro tro da gomz ha da lakaat war-wel a bep seurt sujedoù drezañ.
Anna Quéré a zo e karg aozañ prezegennoù BCD ha pediñ an dud a zeuio da gaozeal pe da destenniñ enne. Penaos e tremen an traoù ? Setu Anna o reiñ titouroù deomp war danvez ar prezegennoù bet ha da vezañ, respontet he deus dre bellgomz da Rose Troadeg.
Liamm evit tañvadenn film ar meurzh 15 a viz Du :
https://www.bcd.bzh/fr/projection-et-debat-autour-du-film-bienvenue-mister-chang/