Kleuzioù ha girzhier en arvar, setu [enklask nevez Splann!] (https://splann.org/br/enklask/kleuziou/) e tonet er maez. E pennad-kaoz ar suhun mañ e adkavehet Juliette Cabaço Roger he doa labouret àr an danvez, hag en tamm mañ e klevehet ivez Gi Yonkour, a-ziàr ar bodadeg get "Kleuzioù" e Kallag d'ar 24 a viz C'hwevrer 2024. Ur sujed get Tomaz Laken.
Ur c'hoñsept arz dre bellgomz a zo nevez arriv e Breizh Izel: Istoérioù ba penn an orjalenn, pe [Histoires au bout du fil] (https://histoiresauboutdufil.fr/bzh/#artistes-et-structures) . Un taol pellgomz a vez graet get arzourion·ezed d'an dud enskrivet, evit kontiñ istoérioù dehe e brezhoneg gallaoueg pe galleg, seniñ traoù brav d'o ambroug en ur bed marvailhus & arzhel. Muioc'h get Marc-Antoine Ollivier a labour e galleg & e brezhoneg.
Jakez Karter unan ag an dudennoù lakaet ar gaoz àrne get Brezhoweb e kronikenn Nikolaz Grainig [An istoér livet] (https://www.brezhoweb.bzh/Jakez-karter-kavadenner-hanada-istor-livet_fiche_4336.html) . Hirroc'h àr an abadenn get Florent Grouin, karget a produiñ!
Keleier ar vro & ar bed get Yuna Cojean, Avel em fenn kaset dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.
[Prizioù a vez roet d'an dud a labour start evit lakaat àr raok ar brezhoneg bep plez, get OPAB hag FR3 Breizh] (https://www.brezhoneg.bzh/208-priziou-dazont-ar-brezhoneg.htm) . Ur lid a zo bet e kreiz ar miz paset, b'An Naoned. Annon e oa bet roet 3vet priz ar pladenn kanet e brezhoneg d'an daouad [Morwenn Lenormand] (https://www.morwennlenormand.com/) ha Roland Conq, evit o fladenn: Daou. Muioc'h da glevout ivez get an dilennadez karget ag ar brezhoneg evit An Oriant Tolpad Kerioù Laure Le Maréchal, ha Pierre-Yves Le Roho, ag an Ofis e penn kommañs an abadenn!
Adkavit ivez Florent Grouin àr [ 4munut e Breizh àr ar road gwad. ] (https://www.brezhoweb.bzh/Rei-gwad-munud-breizh_fiche_4340.html)
Carmen Le Bris oa bet da studial teknikoù bevañs ha labour an desaverion loened e Ladakh. Hi an hani eo a zo bet pedet ar sizhun mañ evit komz ag he skiant-prenet.
Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.
E abadenn hiriv e adkavehet:
Patrick Béchard, ag APE skol divyezheg Rohan Gwened, àr fest-noz Disadorn aozet gete evit souten ar skol, o lidiñ he 25 plez!
Alan Stivell àr e skiant prenet èl soner, a zo troet 80 vlez e penn kommañs 2024.
Daouarn ha pri get Awen Prigent. Ur gronikenn poderez keniget deoc'h get Maëlle Ausias (RKB).
Keleier ar vro get Yuna Cojean. Avel em fenn oa animet dre-eeun a studio Radio Bro Gwened e Pondi get Enora Molac.
Tourioù-avel àr vor e bro Gerne? Evit poent, n'eus ket. Met tud 'zo krog da brederiiñ àr an afer, èl Marc Andro, a zo dilennad Kemper Breizh Izel. Setu-eñ doc'h mikro Metig Jakez Vargas (Radio Kerne).
Adkavit Alan Stivell àr e vuhez soner/stourmer, goude ar c'heleier. En abadenn e vez klevet ivez Lena Le Foll a gomz deus skol Diwan Rianteg. Keleier ar vro & ar bed get Metig Jakez Vargas.
Avel em fenn a zo bet buhezet dre-eeun a studio RBG e Pondi get Enora Molac.
Ar sizhuniadoù mañ e ya Brendan Budok e skol Diwan Pondi d'ober atalieroù deskiñ da c'hoari echedoù get ar vugale. Ur reportaj da glevout e penn kommañs an abadenn, get mouezhioù Brendan, Sabrina Le Badezet renerez ar skol, Marie-Odile ar skoladerez, hag Awena o c'hoari!
Stivell par Alan: Ur vuhez, Breizh, ar Sonerezh a zo nevez embannet e ti Cook Breizh. Muioc'h get ar soner goude ar c'heleier!
En abadenn-mañ e adkavehet ivez Alan Goulwen àr 4vet kronienn a-ziàr istoér ar vaksinerezh, ha Mael Gwenneg rener programmoù brezhoneg FR3 Breizh àr programmoù e yezhoù minorelaet arall àr tiriad ar Frañs. [ Keleier ar vro] (https://radiobreizh.bzh/episode/61798) get Tomaz Laken. An abadenn oa buhezet get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.
Div lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'hleuzioù, Tomaz Laken a oa bet d'ober un tamm tro e bodadeg ar 24 a viz C'hwevrer e Kallag aozet gant ar strollad "Kleuzioù".
Ar gronikenn Ur sizhun, ur c'hoari kinniget gant Ninnog Guillois-Le Dissez. Hiriv e gont istor ar c'hoarioù kevredigezhiel.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Ar gronikenn Barzhaz gant Magali Baron o komz deus levr yezhadur diwezhañ Mark Kerrain war ar ger "nemet"
Un diskouezadeg nevez a zo e diskouezva Liv an Dour e Sant-Konan, stok deus Mirdi ar Resistañs. Un diskouezadeg gant François Mayu a zo bet o pourmen war Hentig an Intronezed, ul lec'h anavezet mat deus ar Brezel Bed Kentañ. Eno en deus kavet milieroù a tammoù houarn ha gante en deus savet telwennoù ha livadurioù. En diskouezva e vo betek an 12 a viz Mae. Liloe Hemmert, a labour e Mirdi ar Rezistañs ha ganti omp bet o pourmen en diskouezva.
Un Ti embann nevez a zo bet savet un nebeut bloavezhioù zo e Douarnenez. Foin e anv. Solenn Caroff a gomz diontañ deus mikro Marianne Vaidie.
Ar gronikenn Daouarn ha Pri lec'h ma tispleg Awen Prigent afer kevrinus ha skiantel al livioù e bed ar poderezh.
Keleier ar Vro hag ar Bed kinniget gant Metig Jakez Vargas
Eil lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'hleuzioù, Juliette Cabaço-Roger a gont petra eo enklask diwezhañ Splann ! anvet "Kleuzioù ha girzhier en arvar"
Un diskouezadeg nevez a zo e diskouezva Liv an Dour e Sant-Konan, stok deus Mirdi ar Resistañs. Un diskouezadeg gant François Mayu a zo bet o pourmen war Hentig an Intronezed, ul lec'h anavezet mat deus ar Brezel Bed Kentañ. Eno en deus kavet milieroù a tammoù houarn ha gante en deus savet telwennoù ha livadurioù. En diskouezva e vo betek an 12 a viz Mae. Liloe Hemmert, a labour e Mirdi ar Rezistañs ha ganti omp bet o pourmen en diskouezva.
Eil lodenn ar gronikenn Las Entrevistas gant Gisel Sparza Sepulveda deus mikro Anjela Stephan evit kontañ pezh a ra gant he strollad c'hoariva e Bro Chile, La Obra.
Keleier ar vro hag ar bed kaset da benn gant Erwan Blanchard
Trede lodenn Pennad-kaoz ar sizhun war ar c'hleuzioù, hiriv omp gant Juliette Cabaço-Roger a gont enklask diwezhañ Splann ! war ar girzhier.
Un adskignadenn deus un atersadenn war-eeun a oa bet graet gant Yann Ar C'horr e-skeud ar festival Plié Deplié a vo deus ar 15 betek ar 17 a viz Meurzh.
Keleier ar vro hag ar bed gant Anton Burel
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Romain Sponnagel krouer al label nevez anvet Ar folk