Avel em fenn

Radio Bro Gwened

Liamm eilet er golver.

Avel em fenn - Lun 22 a viz Genver

Avel em fenn - Lun 22 a viz Genver

23/01/2024

Skipailhad [ an Deizioù] (https://emglevbroanoriant.bzh/spip.php?article2359) a zo deuet d'ar studio evit komz ag ar festival: Anaig Lukaz, Sylvain Lignol & JañLug ar Mouel a sonay er sonadeg digorlid a benn Disadorn. Muioc'h e penn kommañs an abadenn a-ziàr ar prantad 100 darvoud àr-dro da sevenadur ar vro e bro An Oriant.

Ar vaouez pedet ar sizhun-mañ get Maëlle Ausias (RKB) a zo Koupaia Mahé, masonerez ar glad, selaouit ar reportaj a dammigoù bemdeiz e fin an abadennoù ar sizhun-mañ geti, e reneveziñ Chapel Sant-Gwilhoù e kreiz-kêr Sant Brieg.

Adkavit ivez War hentoù an Antroposenn get Loeiz Belleg ha neventioù FR3 Breizh e kompagnunezh Mael Gwenneg rener FR3 Breizh.
Keleier ar vro get Yuna Cojean dre-eeun e studio RBG e Pondi, asambl get animaterez an abadenn Enora Molac.


Avel em fenn - Yaou 18 a viz Genver

Avel em fenn - Yaou 18 a viz Genver

19/01/2024

'N eo ket aes evit ar skolioù publik kavout skolaerien ha skolaerezed da zont da labourat er skolioù. Ha memes mod evit ar c'hlasoù divyezhek. Tunvezh Wlagen-Grandjean a zo bet oc'h atersiñ Elisa Bleunvenn ha Cyril Mocquart, kenurzhierezed ar Master MEEF e INSPE Sant Brieg.
Eil lodenn ar gronikenn Las Entrevistas gant Pierina, ur vaouez ezel deus Radio Humedales, ur radio feminist ha lesbian e Concepcion, e su Bro Chile. Ur gronikenn gant Anjela Stephan.
Keleier ar vro hag ar bed gant Yuna Cojean
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun gant Glenn Gouthe o komz deus e raktres teul-film : Evor.


Avel em fenn - Gwener 19 a viz Genver

Avel em fenn - Gwener 19 a viz Genver

19/01/2024

Pierre Beaugendre a zo ezel deus ar gevredigezh Meskaj e norzh bro Dreger. Ar gevredigezh-mañ a sikour hag a ro bod ha boued da tud yaouank dibaper. Displeg a ra e Atersadenn an devezh, deus mikro Tunvezh Wlagen-Grandjean perak e gav mantrus al lezenn war an divroidi.
Eil lodenn ar gronikenn Barzhaz war al levr An enezenn gevrinus gant Jules Verne troet e brezhoneg gant Stefan Carpentier hag embannet gant Al Liamm. En eil lodenn-mañ e ro Magali he soñj deomp deus sell sokiologel ha biologel Jules Verne en e levr.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Anton Burel
Ur gronikenn nevez : Ur sizhun, ur c'hoari, kaset gant Ninnog Guillois-Le Dissez, en servij keodedel e RKB. Hiriv e gomz deus ar c'hoari Zombi Kidz
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun gant Glenn Gouthe deus mikro Enora Molag evit komz deus e raktres teul-film war tud ar Morbihan : Evor.


Refrac'terre war eeun

Refrac'terre war eeun

18/01/2024

Jean-Daniel Bourdonnay a zo ezel deus ar gevredigezh Refrac'terre e Tregorn war kumun Groñwel. Ar gevredigezh-mañ a stourm evit ma ne vefe ket voaien d'ar gevredigezh Imerys ober ur pevare toull d'e vein-gleuz Andalousite e Tregorn.
Afer ar pevare toull a lak gwask war kumun Groñwel, etre an dud, betek memes rediañ ar maer Thierry Troel reiñ e zilez abalamour ma oa aet kuit bern koñsailherien ha koñsailherezed.
Un enklask publik a zo bet lañset e miz Kerzu. Ret eo gortoz bremañ respont ar prefed war ar raktres-mañ.


Avel em fenn - Merc'her 17 a viz Genver

Avel em fenn - Merc'her 17 a viz Genver

17/01/2024

Ur reportaj hir gant Tunvezh Wlagen-Grandjean en un devezh sonadegoù evit souten pobl Gaza d'ar sul 14 a viz Genver e Lannuon. Klaod an Intanv ha Gaby Kerdonkuñv a ro o soñj war an devezh ha war pezh a dremen e Falestina.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget gant Erwan Blanchard
Kronikenn gentañ Klak klak klak gant Marin In o tisplegañ penaos eo trement sizhunvezh gentañ an Ultim Challenge, ar redadeg war vor evit ober tro ar bed war un trimaran.
Trede lodenn Pennad-Kaoz ar sizhun gant Glenn Gouthe o komz deus e raktres teul-film EVOR.


Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Genver

Avel em fenn - Meurzh 16 a viz Genver

16/01/2024

Kavet e oa bet an enrolladennoù ketañ e brezhoneg. Diskouachet oent bet get ar c'hazetenner Tudi Crequer ar blez paset. An hani ketañ anavezet en doa dastummet enrolladennoù e brezhoneg hag e gallaoueg a zo Leon Azoulay, e 1900. Tudi a labour war enrolladennoù koshañ ar brezhoneg evit e dezenn. Emañ o labourat er foñs Vallée e levraoueg broadel Frañs, er BNF e Pariz, evit talvoudekaat an dielloù-son-se. Emañ-eñ doc'h mikro Metig Jakez-Vargas.

EVOR a zo anv raktres Glenn Gouthe, un teul-film da lakaat àr wel testenioù tud ar Mor-Bihan. Eñ an hani eo an den pedet ar sizhun-mañ e Pennad-kaoz ar sizhun, da glevout a dammigoù bemdeiz betek Digwener.

Adkavit ivez Florent Grouin evit komz ag an abadenn kazetenniñ 13 munut e Parlamant Europa (Bruxelles) skignet à Brezhoweb, ha Keleier ar vro & ar bed get Tunvezh Wloeguen-Grandjean. Avel em fann a zo bet kaset get Enora Molac dre-eeun a Bondi.


Avel em fenn - Lun 15 a viz Genver

Avel em fenn - Lun 15 a viz Genver

15/01/2024

Ur magouri nevez e brezhoneg a zo o sevel e bro An Oriant! Muioc'h get tud ezel er c'henstroll Séverine Inkermann ha Gael Briand.
Ha moian 'zo roiñ laezh vamm d'an ospitalioù a ra àr-dro pouponed. Amélie Simon he deus muioc'h a laezh evit ezhommoù he foupon, muioc'h a gont a-ziàr ar road laezh-vamm.
Atersadennoù get ar gazetennerez Yuna Cojean (RBG).

Glenn Gouthe a zo an den pedet genemp ar sizhun-mañ. Emañ ar soner o labourat àr ur raktres teul-film anvet EVOR. Muioc'h getoñ e fin an abadenn mañ.

Adkavit ivez Mael Gwenneg rener FR3 Breizh a-ziàr Reizh-direizh ar serienn nevez skignet en abadenn Bali Breizh. Hipathia a oa ur filozofourez e-pad ar 4vet kantved, o kas traoù nevez da benn e Aleksandria muioc'h a-ziàrni er gronikenn War hentoù an antroposenn get Loeiz Belleg.
Keleier ar vro get Metig Jakez Vargas dre-eeun a Bloneis e studio Radio Kerne. Avel em fenn kaset hiriv get Enora Molac dre-eeun a Bondi e studio RBG.


Avel em fen - Gwener 12 a viz Genver

Avel em fen - Gwener 12 a viz Genver

12/01/2024

Ur manifestadeg a vo aozet e Lannuon d'ar Sadorn 13 a viz Genver evit difenn an ospitalioù war ar maez. [Yann-Fanch Durand, ken-prezidant Komite Souten Ospital Gwengamp ha Trefina Kerrain, dilennadez UDB e kuzul-kêr Lannuon a ro o soñj war stad an ospitalioù ha politikerezh ar Stad.] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60600)
[Ar gronikenn Barzhaz] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/60596) war al levr An enezenn gevrinus - Lodenn 2 : An den dilezet. Bet skrivet gant Jules Verne ha troet e brezhoneg gant Stefan Carpentier.
Lodenn diwezhañ Pennad-kaoz ar sizhun er stal Friko e Gwimaeg. Hiriv e reomp tro ar stal gant Dylan Simon, keginer.


Avel em fenn - Yaou 11 a viz Genver

Avel em fenn - Yaou 11 a viz Genver

12/01/2024

Un atersadenn war-eeun gant Jean-Daniel Bourdonnay war ar pevare toull en deus c'hoant an embregerezh Imerys d'ober e Tregorn, war kumun Groñwel. Stourm 'zo gant an dud 'ba'r barroz ha tro-dro. Distreiñ 'ra war saotradur an embregerezh mein-gleuz Andalousite ha war an aergelc'h er vro.
Keleier ar vro hag ar bed kinniget deoc'h gant Anton Burel
Pevare lodenn Pennad-kaoz ar sizhun er predti Friko e Gwimaeg, Dylan Simon a zispleg ar c'hoant hag ar pezh a vez lakaet e plas gant e genseurt, Yoann Puilh, evit ma vefe digor o ostaleri d'an holl.


Manifestadeg Lannuon evit ospitalioù Aodoù an Arvor

Manifestadeg Lannuon evit ospitalioù Aodoù an Arvor

12/01/2024

D'ar Sadorn 13 a viz Genver 2024 e vo ur vanifestadeg e Lannuon evit difenn ospitalioù ar vro. 'N eus ket voaien da wilioudiñ e Gwengamp ken abaoe un nebeut mizvezhioù, komzet 'vez a serriñ ar surjianerezh eno, komzet 'vez ivez deus urjañsoù Lannuon e vefe reoliataet, réguler e galleg, deus noz adalek miz Meurzh hag ospital Sant-Brieg a zo erruet gourleuniet. Adalek al lezenn Buzyn e vez savet raktresoù a gomz a vihanaat ospitalioù staliet war ar maez.
D'ar meurzh 9 a viz Genver e oa emvod-meur Komite Souten Ospital Gwengamp ha Yann-Fañch Durand a zo adstaget gant ur gargad ken-prezidant. Hag ul lizher, sinet gant 80 dilennad.ez deus ar vro a zo bet roet d'ar prefed d'ar merc'her 10 a viz Genver, Trefina Kerrain, dilennadez UDB e kuzul-kêr Lannuon he deus he sinet. Klevet 'vo o daou lâret o soñj war stad an ospitalioù ha politikerezh ar Stad war ar Yec'hed.


Kentañ Kent Da-heul Diwezhañ