Setu eo digor ar chase en-dro ! Pierre 'zo bet kizidikaet yaouank war gwirioù al loened pe c'hoazh ar plas o doa ar boudoù-bev war an tamm douar patatez-mañ. Vejetarian anezhañ, Pierre a gemer perzh ivez e strolladoù-stourm a-enep d'ar chase. Daoust m'eo dañjerus mat stourm war an dachenn ez a Pierre alies da enebiñ ouzh chase war varc'h. Tremenet ... Diskouez muioc'h
Gwenole 'zo tavarnour en davarn Berthom e Naoned. Ha penaos e tle an davarnourien·ezed ober o zamm labour gant ar reolennoù yec'hed nevez. Laurie Le Brouster, a youl-vat evit Radio Naoned, deus mouchet he genou gant ur maskl, tapet he sonenroller ganti ha bet eo o kavout Gwenole war e lec'h labour. Laurie 'deus goulennet gant Gwenole penaos e oa be... Diskouez muioc'h
Tud 'zo zo gouest da lâr « forzh penaos n'eus ket bet komzet brezhoneg biskoazh e Naoned ! ». Gevier tout ! Bertrand Luçon 'zo sot gant al lec'hanvadurezh. Kaset 'neus da benn ul labour enklask war an anvioù lec'h e Bro-Naoned dre forzh studiañ ar c'hadastroù kozh 'neus kavet roudoù yezh e-leizh un tamm pep-lec'h el Liger-Atlantel. Peadra da ziskou... Diskouez muioc'h
Marianne he deus bet c'hoant kaout keleier eus Roazhon, ha dreist holl eus mirdi Breizh. Ha setu hi o pellgomz da Baskal Nignol anterour sevenadur anezhañ. Kontañ a ra deomp penaos o deus troet an traoù er mirdi e-pad he goude ar prantad enkaeañ.
Tud bugale Diwan Sant-Ervlan asambles gant dilennidi, dilennadezed ha tud all tost o c'halon ouzh ar brezhoneg oa bet en em vodet dirak rektordi akademiezh Naoned. Ar pal goulenn ma vo kevratet skol Diwan Sant-Ervlan an abretañ ar gwellañ. En o zouez e oa Tangi Louarn deuet da Naoned e anv Kevre Breizh. Displegañ a ra pegent direizh eo stad an trao... Diskouez muioc'h
Unan eus ar re o doa lañset ar raktres skol Diwan e Sant-Ervlan eo Tangi Manac'h. D'ar c'hentañ a viz Gwengolo 2020 e lide ar skol-mañ he femvet distro-skol. Un dalc'h a zo koulskoude, n'eo ket kevrataet c'hoazh ! Un diouer a arc'hant eo peogwir n'hall ket bezañ goulennet an treiziad-skol digant ar c'humunioù. Diwan Breizh 'ni eo a rank paeañ ar sk... Diskouez muioc'h
Tara Adeux 'zo kenurzhierez ar gevredigezh Kentelioù an Noz. Tremenet eo ouzh mikro Marianne Vaidie da gontañ deomp penaos e vo an distro d'ar c'hentelioù brezhonek evit an dud deuet. Kinnig a ra deomp an obererezhioù nevez a vo lakaet pe adlakaet e plas ar bloaz-mañ. A-benn dilun, d'an 21 a viz Gwengolo 2020, e vo dalc'het un emvod distro e kreize... Diskouez muioc'h
Alixia Thuau zo karget a gehentiñ en ACB (Ajans Sevenadurel Breizhek). Abaoe penn kentañ miz Gwengolo e komañset an ACB en-dro gant e labour aozañ, renabliñ ha brudañ davourdoù sevenadurel e Bro-Naoned. En em gavet eo Alixia ouzh mikro Marianne Vaidie, lakaat a reont ar gaoz war distro an obererezhioù hag an diaesterioù liammet d'an enkadenn yec'he... Diskouez muioc'h
Bep bloaz e kinnig kreizenn Yezhoù ha Sevenadur darvoudoù sevenadurel. Diskouezadegoù, prezegennoù, lid-embann ul levr pe ur bladenn... Klok eo programm emglev bro Liger-Atlantel. Ewan Thébaud a labour evel kenurzhier er gevredigezh, deuet da ginnig programm sevenadurel an distro-skol da Varianne Vaidie.
Skignadennoù filmoù dibaouez, Sine-sonadeg... Brav eo ar programm a vo kinniget gant Gwarez Filmoù Breizh e Naoned evit Devezhioù ar Glad ! D'ar Sadorn 19 ha d'ar Sul 20 a viz Gwengolo 2020 e dielloù an Departamant. Dre bellgomz eo en em gavet Mevena Guillouzic-Gouret da gontañ munudoù an aozadur da Varianne.