An distro-skol zo bet gant kreizenn Yezhoù ha Sevenadur Sant-Ervlan.
Greomp tro un nebeud kevredigezhioù : Kentelioù an Noz (kentelioù brezhoneg), Patati (kreizenn-dudi), ha programm sevenadurel ar greizenn.
Mouezhioù klevet : Arzhur Blain, Angélique an Doridour, Ewen Averty Bloa, Valérie Baron, Sophie Dabate Sauvage, Elie Salaun
Emgav zo ar wech-mañ gant Mazeaz ar Brun hag Amélie Pornin.
Deuet e oant da ginnig deomp o raktres dedennus, ar gevredigezh 1000 familh 1000 hunvre hag ar c’helc’hioù yac’haat d’ar yezh, un doare da adperc’hennañ ar brezhoneg pe yezhoù all ha da reiñ muioc’h a fiziañs d’ar yezherien ha yezherezed da gomz o yezh, pa vefe bet nevez-desket gante, pe klevet ha komzet a-vihanik da skouer.
Muioc'h a ditouroù war ar raktres : [https://cercle-reparation-linguistique.com/] (https://cercle-reparation-linguistique.com/)