Emgav gant Justine Morvan, arzourez liesseurt. Aktourez, sevenourez, sonerez, kanerez-kompozerez. Ganti e lakaimp ar gaoz war un nebeud eus he raktresoù : [Karantez Vamm] (https://www.instagram.com/p/DXhBVlPjDtB/) , [Karaoke Social Club] (https://www.instagram.com/karaoke.social.club/) , [Silène] (https://silene-musique.bandcamp.com/album/papesse) , ha [Cheval Jospin] (https://www.instagram.com/chevaljospin.mp3/)
Rozenn Milin zo istorourez hag he doa labouret bloavezhioù-pad e liamm gant ar mediaoù.
Deuet e oa da S.Ervlan evit ur brezegenn. Peadra da lakaat ar gaoz war he labour tezenn e liamm gant simbol ha gourlakadenn ar galleg war ar boblañs.
Prezegenn en he fezh : [https://www.radiobreizh.bzh/episode/79835] (https://www.radiobreizh.bzh/episode/79835)
An distro-skol zo bet gant kreizenn Yezhoù ha Sevenadur Sant-Ervlan.
Greomp tro un nebeud kevredigezhioù : Kentelioù an Noz (kentelioù brezhoneg), Patati (kreizenn-dudi), ha programm sevenadurel ar greizenn.
Mouezhioù klevet : Arzhur Blain, Angélique an Doridour, Ewen Averty Bloa, Valérie Baron, Sophie Dabate Sauvage, Elie Salaun