Jakez Riou (Jacques Yves Marie).oa bet Ganet e Lotei e 1899. Marvet e oa yaouank c'hoazh e 1937 e Kastell-Briant. Kenlabouret 'neus er gazetenn Gwalarn. ha skrivet berniad testennoù gantañ en o zouez ar bennoberenn geotenn ar werc'hez. Ar Run-heol a zo unan eus danevelloù Geotenn ar Werc'hez. Embannet e ti al Liamm. Bez emañ ivez e niverenn 60, Gen... Diskouez muioc'h
Setu aze un destenn bev birvidik lennet deomp gant Loik Jade. Mab Kaer ar Roue gant yvon krog. Skrid orin embannet evit ar wezh kentan e stumm ul levrig gant an ti moullan gwilherm e st brieg e 1913 hag embannet en dro gant an here e 1992 N'eo ket dre ma vezer bet ganet mab da roue ar gaperien e vez c'hoant da vezan roue ar bigoudenned. Youenn atav... Diskouez muioc'h
Bezañ lesbianez e Bro Leon gwezhall. Un tech diansavabl evit Liz Salou. Heulit buhez ar leonadez e lennadenn ar sizhun mañ. Tennet eo an destenn "re ziwezhat" eus un dastumad danevelloù anvet Dre ar prenestr gant Goulc'han Kervella embannet e ti Al liamm e 2006. Un destenn kriz ha kizidig dibabet ha lennet gant Yann Fulub Dupuis.
Bez 'zo eus ul lennegezh vrezhonek, skrivagnerien mil vrudet met ivez skrivagnerien nevez. gant testenn unan anezho e vimp an deizioù da zont. Klevet a rimp un danevell gant Jerome Olivry anvet Huchadennoù Leo a oa bet embannet e niverenn 397 A Liamm. Skrivet a-ziwar ur ganaouenn gant ar strollad les VRP anvet Leo. Lennadenn gant Mich Beyer.
Arouez stourm ar feministelezh, eo bet troet Ar forzhioù a gomz, pezh c'hoari Eve Ansler e 46 yezh . E Brezhoneg ivez evel just. Kaset da benn al labour gant Ninnog Latimier. Ur pezh c'hoari meur eo ar Forzhioù a gomz, e bro c'hall eo bet gwelet gant muioc'h eget 800 000 den. Ur skrid diazez diwar benn gwirioù ar merc'hed. Gouzout a ra eve ansler e... Diskouez muioc'h
An destenn Ar goulenn gant Jakez Riou lennet deomp gant Erell, Morvan, Tangi, Meltan, Malo, Gorwenal, Nolwenn Eloise ha Tifenn eus trede melen skolaj Diwan Kemper. Ul labour preparet gant o c'helnner bzg, Padrig An habask. Jakez RIou (Jacques Yves Marie). Ganet e oa e kêriadenn Kerwazh (Kervoas) e-barzh kumun Lotei d'ar 1añ a viz Mae 1899. Marvet e... Diskouez muioc'h