Petra nevez er vro ?

Arvorig FM

Liamm eilet er golver.

"Jean, pirc'hirin pennoù ar bed" : Teulfilm nevez Ronan Hirrien

"Jean, pirc'hirin pennoù ar bed" : Teulfilm nevez Ronan Hirrien

22/05/2026

Unnek gwech eo aet Jean Pouliquen war hentoù Sant-Jakez-Kompostella : baleet en deus 12 000 kilometr betek bez an abostol. E miz Gwengolo 2025 e tistro da Galisia, da Sant-Jakez ha da Muxía, nepell diouzh kab Fisterra, da gemer perzh e pardon Itron-Varia-ar-Vag ha da gontañ deomp e hentoù etrezek Kompostella.
‎Diskouezet e vo d'ar sul 24 a viz Mae da 9e55 en abadenn Bali Breizh war France 3 Breizh, [France.tv] (http://France.tv) ha YouTube.


Kazh Du : ur festival anarkour e Brest

Kazh Du : ur festival anarkour e Brest

21/05/2026

Dalc'het e vo ar festival Kazh Du e Brest e-pad an dibenn-sizhun. Abadennoù sonerezh, prezegennoù, hag atalieroù a vo kinniget d'an dud eno. En abadenn e vo klevet Taran Kerluer, unan eus aozerien ar gouel.
Titouroù : Kazh Du 22/05 > 24/05 e ti Patronage Laig Gerin e Brest


PNEV ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

PNEV ar Meurzh 19 a viz Mae 2026

19/05/2026

O paouez digeriñ ar saloñs "Chokolapin" emañ Célina Ferrière e kreiz-kêr Brest. Kinnig a ra traoù lipous da zebriñ ha da evañ... en ur sellet pizh ouzh al lapinez angora Noz Du a vev e-barzh an ti ivez.
Tonioù e brezhoneg a vo da ganañ e sal "Vauban" e Brest warc'hoazh gant Karaoke Social kleub
Livioù an amzer


François Villon : ur prezegenn gant Roger Faligot kinniget gant Serj An Huede deus kevredigezh Gorre ha Goueled

François Villon : ur prezegenn gant Roger Faligot kinniget gant Serj An Huede deus kevredigezh Gorre ha Goueled

10/04/2026

D'ar Sadorn 11 a viz Ebrel eo bet pedet ar skrivagner ha kazetenner Roger Faligot da ginnig e levr "Le mystère François Villon" e levraoueg Loperc'hed gant ar gevredigezh Gorre ha goueled. Serj An Huede a zo ezel eus ar gevredigezh-mañ.
En eil lodenn e vo klevet ur gronikenn gant Kael Brusk diwar-benn ar barzh François Villon.


Program kampoù vakañsoù an hañv an UBAPAR

Program kampoù vakañsoù an hañv an UBAPAR

09/04/2026

Gant Awena Baron Le Baron Courtet, e kard deus an dudi e brezhoneg ha gallaoueg en UBAPAR


Juluan Marzhin evit ar festival PANORAMAS

Juluan Marzhin evit ar festival PANORAMAS

03/04/2026

Festival sonerezh elektro a vo dalc'het e Montroulez etre an 10 hag 12 a viz Ebrel !
Aozet e vez ar festival gant ar gevredigezh WART : Juluen Marzhin a zo bez-prezidant, displeg a ra program ar bloaz-mañ.


Reportaj er stal adimplij "Ribine" en Treoù-Leon

Reportaj er stal adimplij "Ribine" en Treoù-Leon

01/04/2026

Lidañ a raio he dekvet deiz-ha-bloaz ar stal adimplij "Ribine" e miz Even. Ouzhpenn kempenn ha gwerzhañ objedoù a ra ar gevredigezh staliet en Treoù-Leon. Kinnig a ra atalieroù a bep seurt ivez. Deomp da heul Tomaz Guédes evit gouzout hiroc'h.
Embannet eo an abadenn gant Maëlys Poublanc


Petra nevez ar Meurzh 17/03/2026

Petra nevez ar Meurzh 17/03/2026

19/03/2026

Martine ar Gall, Marité Le Bihan ha Jacques Caouissin a ginnig ar gevredigezh Eskemm e Ploñger deomp.


Ur c'hoari radio hag un abadennig savet gant skolajidi kastell-Paol diwar-benn ar wask skolel

Ur c'hoari radio hag un abadennig savet gant skolajidi kastell-Paol diwar-benn ar wask skolel

18/03/2026

Lodenn gentañ an abadenn : eil c'hoari radio enrollet da-geñver devezh an departamant evit ar brezhoneg.
En eil lodenn e vo klevet abadennig savet gant 4re ha 3de klas skolaj Jakes Preves e Kastell-Paol diwar-benn ar wask skolel.


Baleadennoù evit gouzout hiroc'h diwar-benn loened ar mor e Plouezoc'h gant Benjamin Toupin

Baleadennoù evit gouzout hiroc'h diwar-benn loened ar mor e Plouezoc'h gant Benjamin Toupin

13/03/2026

Benjamin Toupin eus Ulamir-CPIE Montroulez a ginnigo div valeadenn gouestlet da loened-mor bae Montroulez da geñver mizvezh ar brezhoneg. An hini gentañ diwar-benn al laboused-mor a vo disul hag eben hag a vo dalc'het d'ar Sadorn 21 a zo anvet "Kregin ha kresteneged, sekredoù an izel-vor". An div valeadenn a vo e Plouezoc'h.


Da-heul Diwezhañ