Displeget zo bet deomp penaos hadañ pe gwelloc'h c'hoazh plantañ rubarbez gant Leo Geffard Michel en e gronikenn Desaver Buzhug ar wech-tremenet. Hiziv e kendalc'himp en ur selaou penaos dastum anezho ha pegoulz.
Rubarbez 2-5
04/02/2025
Afer zo eus ar gounid Rubarbez er gronikenn Desaver Buzhug gant Leo Geffard Michel. Displegañ a ray deomp penaos ober kreskiñ ar blantenn-mañ ha penaos boueta he douar. Hag ar mare-mat eo ouzhpenn, it da welet an tier tro-dro !
Rubarbez 1-5
28/01/2025
O tostaat emañ koulz dastum ar rubarbez. Leo Geffard Michel a ginnig ar penn-legumaj nevez-mañ deomp er gronikenn desaver buzhug. Hag e krogo o tisplegañ deomp hag ur penn-legumaj eo pe get e gwirionez, selaouomp...
Koulourdrennoù 9-9
14/01/2025
Klozañ ar rimp gant bed ar c’houloudrennoù a-benn ar fin gant Léo Geffard Michel en ur lavaret un nebeud gerioù diwezhañ war ar c’hourjetez ha burzhud brav familh ar c’hourjez.
Koulourdrennoù 8-9
07/01/2025
Ar wech paseet e oamp krog da gaozeal eus ar c'hourjetez, hag a zo e-touez familh ar c'hourjez gant Leo Geffard Michel. Deomp pelloc'h ganti er gronikenn desaver buzhug, ha diwallit rak ar vakañsoù hañv !
Koulourdrennoù 7-9
17/12/2024
Eus ar c'hourjez dre vras zo anv er gronikenn desaver buzhug gant Leo Geffard Michel. Displegañ a ray deomp resisoc'h bemañ an difroc'h gounid gant ar c'hourjetez. Setu neuze, desaver buzhug.
Koulourdrennoù 6-9
10/12/2024
Penaos miret ar c'houlourdrennoù ur wech m'int bet dastumet ganeoc'h hag e pelec'h? Setu ar pezh zisplego Leo Geffard Michel deomp en e gronikenn Desaver Buzhug diouzhtu :
Koulourdrennoù 5-9
03/12/2024
Leo Geffard Michel a zispleg deomp penaos gounid koulourdrennoù en hol liorzh diaboe ur pennad bremañ. Ha bras eo askorad – randamant – ar blantenn-mañ ? Ar gronikenn Desaver buzhug ar responto d'ho koulenn :
Koulourdrennoù 4-9
26/11/2024
Klevet hon oa ar preñv a c'hall tagañ ar c'hourjez ar sizhun dremenet gant Leo Geffard Michel. Kaoz a vo hiziv eus polinizañ ar plant pa ne vez amprevan ebet oc'h ober al labour ha penaos dastum greun kuit da veskañ ar gouennoù kourjez.
Koulourdrennoù 3-9
19/11/2024
Gouzout a reomp bremañ penaos hadañ ha plantañ ar c'hourjez. Met dibab-mat ar greun a ranker ober ha gouzout pegoulz dastum 'ne ivez ! Leo a zispleg hiroc'h deomp er gronikenn Desaver Buzhug.